Aller au contenu

Skoazellañ al liseidi hag o familhoù

Lakaet oc’h diaes e-keñver an arc’hant abalamour m’ho peus kollet ul lodenn vat eus ho kounidegezh da-heul an enkadenn yec’hedel ? Gallout a rit bezañ sikouret gant ar font rannvroel kenskoazell evit ar familhoù.

Elèves dans un restaurant scolaire
Crédit photo : Thomas Crabot

Bresk eo erru an traoù evit ur bern familhoù abalamour d’an enkadenn yec’hedel. Rannvro Breizh zo skoaz-ha-skoaz ganto evit sikour ar re o dez poan o paeañ ar frejoù liammet ouzh studioù o bugel pe o bugale el lise. Se zo zo kaoz he deus lañset ar Font rannvroel kenskoazell evit ar familhoù (FRKF). Graet eo ar skoazell-mañ evit un niver bras a familhoù. Ganti e c’haller klokaat ar pezh a vez roet gant ar Stad d’ar fontoù sokial en holl liseoù evit ar bloavezh-skol 2020- 2021. Sevel a ra da 1 milion a euroioù en holl.

Penaos bezañ sikouret gant ar Font rannvroel kenskoazell evit ar familhoù ?

Evit gouzout hiroc’h war an doare ma vezer sikouret gant ar Font rannvroel kenskoazell evit ar familhoù, kit e darempred gant al lise lec’h m’emañ ho pugel/ho pugale.

Gwelet ivez ar fichenn bleustrek

En pratique

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ