Klaskerezh ha Kevredigezh : lañset eo ar galv da raktresoù nevez

Ar Rannvro a sikour ar c’hlaskerezh perzhiañ a zo gwriziennet er c’hornioù-bro gant ar stignad Raktresoù Etik. Ar pal : lakaat ar glaskerien hag obererien an dachenn e darempred an eil re gant ar re all evit labourat asambles war an dalc’hoù lec’hel stag ouzh an dachenn sokial, an endro hag an ekonomiezh. Digor eo ar galv da raktresoù evit 2025 betek an 12 a viz Gouere !

Ar Rannvro a laka oberourien ar c’hlaskerezh hag ar gevredigezh keodedel e darempred an eil re gant ar re all evit reiñ lañs d’ar c’hlaskerezh perzhiañ e Breizh. Reiñ a ra arc’hant da raktresoù ma klasker lakaat ar skiantoù e servij an tiriad. Ar pal : kenbroduiñ gouiziegezhioù ha kavout diskoulmoù evit diluziañ ar c’hudennoù a sav e-keñver klaskerezh e-barzh un tiriad bennak. Diwar-se e teuy nevezadennoù evit mad an holl, war an dachenn sokial dreist-holl ha kevredigezhel ivez, ha war dachen an ekonomiezh hag an endro.

LAr stignad Raktresoù Etik – Klaskerezh ha Kevredigezh

Ur skoazell eo evit lakaat raktresoù klaskerezh-perzhiañ e pleustr abalamour da ziluziañ kudennoù resis (war an tachennoù sokial, sevenadurel, ekonomikel, ekologel…) en tiriad-mañ-tiriad evit mad ar rannvro. Ar raktresoù-se a ranko bezañ kensavet ha kaset a-gevret gant oberourien ar c’hlaskerezh hag ar gevredigezh keodedel, hep pal kenwerzhel. Ar palioù :

  • Kreñvaat ar c’hendiviz etre oberourien ar c’hlaskerezh hag oberourien ar gevredigezh keodedel
  • Ober war-dro goulennoù ha kudennoù resis (war an tachennoù sokial, sevenadurel, ekonomikel, ekologel…) e takad Breizh.

Lañset eo ar galv da raktresoù 2025

Ar galv da raktresoù « Klaskerezh ha Kevredigezh » a oa bet lañset evit ar wech kentañ e 2021 ha 36 raktres zo bet sikouret betek-henn gant ar pevar c’houlzad kentañ (ur budjed 2,4 M€). Lañset e oa bet ar galv da raktresoù evit 2025 d’an 12 a viz Mae hag echuiñ a ray d’an 3 a viz Gouere.

Piv a oa bet loreet evit ar galv da raktresoù e 2024 ?

APAISE – Deskiñ digant ar re all
Ur c’hlaskerezh perzhiañ hag ebarzhus evit ur gevredigezh desavadurel e Breizh
Dougerien : Ostel Pasteur / Skol-veur Roazhon 2 (ESO ha CREAD)

ARP-FEMMES – Emrenekaat, maezioù, breskted, maouezed
Perc’hennañ an anaoudegezh, ar gaoz hag ar galloud d’ober gant ar maouezed bresk
Dougerien : Skol-veur Roazhon 2 (VIPS2) / FR-CIDFF

ASSO-COLL – Kenlabour kevredigezhioù-strollegezhioù
Evit sevel darempredoù treuz ha padus evit ar genstagded tiriadel
Dougerien : MAB / Skol-veur Breizh-Izel (Labers)

ATIC – Dielfennañ an treugoù evit en em staliañ a-stroll
Evit adneveziñ ar remziadoù el labour-douar hag an treuzkemm agroekologek
Dougerien : FR-CIVAM / Ensavadur Agro

ENEZHBZH – An inizi e Breizh hag ar cheñchamant hin
Peseurt efedoù war ar modoù da broduiñ boued ?
Dougerien : Kevredigezh RAIA / Ensavadur Agro (SAS)

HALIOKER
Garantir un accès aux ressources halieutiques aux consommateurs du territoire de la Cornouaille (KERné)
Porteurs : Université Bretagne Occidentale (IUT Quimper) ; Association Les Paniers de la Mer

ESSINT-R – Raktres evit etrebroadelaat an Ekonomiezh Sokial ha Kengred (lodenn klaskerezh)
Dougerien : Kevredigezh Xylm ; Skol-veur Roazhon (CREM ha ESO) ; UniLaSalle (Cyclann) ; Kevelerien ha n’int ket kemeret e kont gant ar stignad : Pol Ekonomiezh Sokial ha Kengred Bro Felger, ÉcoSolidaires, Kambr rannvroel an ekonomiezh sokial ha kengred e Breizh (CRESS), Tag35, Kuzul-departamant 35

ETAPE – Efedoù war an hentadoù kenemprañ
Labour ha sikour en tiez-kastiz
Dougerien : Kambr rannvroel an ekonomiezh sokial ha kengred e Breizh (CRESS) ; Skol-veur Roazhon 2 (ESO ha LP3C) ; Askoria ; Kevelerien ha n’eo ket kemeret e kont gant ar stignad : DISP Roazhon

INTER-ACT
Un arnodva evit sikour an dud da vont war-zu pleustroù ha modoù bevañ dalc’husoc’h
Dougerien : Kevredigezh Le Lieu-Dit ; Skol-veur Breizh-Izel (Labers)

RELAIS – Klask liammoù etre an oberourien hag an aesaerezed war dachenn ar yec’hed
Studi war an doareoù mont en-dro e stern labourioù « Les Semeurs de santé »
Dougerien : EHESP (Arenes) ; Skol-veur Roazhon (IRSET) ; Semeurs de santé (kevredigezh)

RE-SOURCE
Sellet, dre ar sevenadur hag ar skiantennoù, ouzh ar modoù ma tarempredomp ar stêrioù evit merañ ha gouarn an dour
Dougerien : Dour ha stêrioù Breizh ; Skol-veur Roazhon 2 (ESO) ; Kevredigezh ar brezidanted e bodadoù lec’hel an dour (CLE) e Breizh

SSDIB – Yec’hed ha kenskoazell etre ar renerien hag an dizalc’hidi e Breizh
Dougerien : Skol-veur Roazhon (CREM) ; Skol-veur Roazhon 2 (LP3C) ; BGE Breizh (n’eo ket kemeret e kont gant ar stignad).

Gouzout hiroc’h war 4 raktres arc’hantaouet gant ar Rannvro

Fiñvusted padus, dastum testenioù ar maouezed ha kompren an dalc’hoù a ya gant o « emrenekadur », klask a-stroll diwar-benn an oberoù evit deskiñ war ar mediaoù, preder war an trede-lec’hioù… Setu 4 raktres evit kompren ar galv da raktresoù arc’hantaouet gant ar Rannvro :

RAKTRES APFEMMES

Projet Apfemmes


RAKTRES FABMOZH

Projet FABMOZH


RAKTRES REC-EMI

Projet Rec-Emi


RAKTRES TILT

Projet Tilt


Ur c’hillsell war ar seminar bloaziek gant loreidi ar galv da raktresoù rannvroel Klaskerezh ha kevredigezh

D’an 3 a viz Mezheven e oa bet dalc’het ur seminar en Oriant gant loreidi ar galv da raktresoù Klaskerezh ha Kevredigezh. Un devezh stank e oa bet, gant un hanter-kant perzhiad bennak hag eskemmoù skiant-prenet puilh. Ouzhpenn 20 raktres a voe kinniget en deiz-se.

Séminaire AAP Recherche et société

Partager :