Aller au contenu

Graet ez eus berzh gant BreizhGo Yaouank Digoust !

Ur bloaz zo e oa bet lañset ar stignad-mañ ha berzh bras en doa graet e-kerzh an hañv tremenet. Un tamm kaoz diwar-benn ar pezh en doa roet tro d’ar veajerien yaouank da vont ha da zont e-pad an hañv kuit a baeañ !

Car TER sur une route le long de la mer
Crédit photo : Jérôme Sevrette

E 2021 e oa bet roet 100 000 bilhed dija gant BreizhGo Yaouank Digoust da zeskidi hag a oa dindan 26 vloaz. En hañv tremenet ez eo tost da 160 000 bilhed hag a oa bet skignet (158 583 pa lavarimp mat) en ur ober seizh sizhun, pa’z eo digor ar stignad bremañ d’an dud dindan 26 vloaz a zo ur gartenn BreizhGo Kengred ganto. Rak-se o deus gallet skolajidi, liseidi, studierien hag ar re a zo ur gartenn BreizhGo Kengred dindan 26 vloaz beajiñ gant an THR, ar c’hirri-boutin pe ar bigi a zo stag ouzh ar rouedad treuzdougen foran BreizhGo. Well-wazh eo 3 100 plas hag a veze roet bemdez.

An hanter eus an tikedoù a oa evit mont gant an trenioù THR. War al linennoù Roazhon <> Sant-Maloù, Roazhon <> Gwitreg ha Roazhon <> Sant-Brieg e oa bet ar muiañ a veajerien.

Ur c’hresk 60% e-keñver an hañv 2021 !

Evit ar beajoù gant ar c’hirri-tan, war-zu an arvor hag an traezhennoù dreist-holl, mont a raent d’ober 43% eus ar goulennoù. E-touez al linennoù darempredet ar muiañ : Belz — Plouharnel — Karnag — an Alre, Baod — an Alre — Gwened, Sant-Brieg — Pempoull, ha Dinan — Sant-Maloù.

Evit al linennoù war-zu inizi Breizh, ha pa ne oa ket bet kement a dud oc’h implijout anezho e-kerzh an hañv, aet e oant d’ober 7% eus an tikedoù digoust.

Dav eo gouzout e veze lakaet 50 000 bilhed e kerz an dud bep sizhun : 30 000 gant an trenioù, 18 000 gant ar c’hirri-boutin ha 2 000 war ar bigi treizhidi.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ