Feulsventer : un ostilh a embann ar Rannvro evit stourm ouzh ar feulsterioù seksist ha seksel
12 Kerzu 2022
2 vunut evit lenn
An Devezh etrebroadel evit kas da get ar feulsterioù ouzh ar merc’hed a laka war wel en un doare kriz met salvus ur walenn gevredigezhel hag a sell ouzhomp-holl. Meur a vloaz zo emañ Rannvro Breizh o lakaat bec’h evit kas war-raok ingalded ar gwirioù etre ar merc’hed hag ar baotred en he holl gefridioù. E 2020 he doa embannet ul levr war sifroù pennañ an ingalded merc’hed paotred. Ur feulsventer a embann hiziv, da-geñver Devezh an 25 a viz Du.
An ostilh-se a c’hell muzuliañ, kemenn ha priziañ an tagadennoù enep ar gwir. Bez’ e oa anezhañ dija evit Bro-C’hall a-bezh : ret e oa e azasaat ouzh Breizh, en ur ouzhpennañ niverennoù ar frammoù selaou ha degemer, da gentañ-penn evit pep departamant.
Ni a fell deomp ma c’hello an holl dud, paotred pe merc’hed, ober gant an ostilh kizidikaat-mañ a zo diazezet war ar c’henasant. A-raok ar 25 a viz Du eo bet skignet el liseoù, er skolioù-meur, er c’hreizennoù-stummañ hag e meur a ensavadur ha kevredigezh a Vreizh. Diwar-vremañ e c’heller kaout, diwar c’houlenn, ur stumm paper anezhañ digant ar Rannvro ([email protected]).
Petra eo ar c’henasant ?
Kenasantiñ a dalv embann bezañ a-du en un doare emskiantek, dizalc’h ha fraezh en ur momed resis hag en un degouezh resis. Pep hini a c’hell distreiñ diwar e asant pa gar hag evit abegoù dezhañ e-unan, hep bezañ peraget pe moustret.
Sifroù nec’hus bepred
Aketusoc’h eo ar gevredigezh, abalamour ma vez titouret gwelloc’h an dud. Koulskoude, e Breizh evel e lec’h all eo bet heverk kresk ar feulsterioù etre ar priedoù, e-pad ar prantadoù kenfinañ dreist-holl. Ar “Sifr du” a ranker diskuliañ c’hoazh, niver ar feulsterioù a c’hoarvez e sekred an tiegezhioù.
E 2000 e oa anezhañ dija : hervez enklask broadel war ar feulsterioù ouzh ar merc’hed e Frañs (EBFEMF), ar feulsterioù etre priedoù a veze anduret muioc’h gant ar merc’hed yaouank etre 20 ha 24 bloaz (15 % en daouzek miz tremen) eget gant hollad ar maouezed (10%). E 2021 e voe diskouezet ar memes tra gant ar flap « Comment on s’aime », kinniget gant ar gevredigezh En avant toute(s). Ouzhpenn 3 000 a gaozeadennoù dizanv ha digoust a oa bet dalc’het enlinenn, peurvuiañ gant merc’hed etre 18 ha 24 bloaz, pe gant re dindan 18 vloaz (e-tro 15 %). An darn vrasañ anezho a embanne bezañ bet gwallgaset gant o dous.
Oberoù sevenet en diabarzh
Abaoe 2020, ar strollegezh he deus savet div gellig enep ar feulsterioù seksist ha seksel el labour :
- an eil a ro harp d’ar merc’hed gwallgaset en ur selaou ha titouriñ anezho
- eben a gemer e karg an degouezhioù, evit o c’hemenn, gwareziñ ar re a c’houzañv hag o harpañ.
Engouestloù war hir dermen
A-hend-all, goulennet he deus ar Rannvro e vefe lakaet muioc’h war-wel gant ar stummadurioù yec’hedel ha sokial an doare ma kelennont penaos dizarbenn ar feulsterioù. Kemeret he deus lod el lusk a zo e Breizh enep an harellerezh hag ar feulsterioù seksist ha seksel e bed an deskadurezh uhel hag an enklask. Gouestlet he deus ivez sachañ evezh dilennidi ar C’huzul-rannvro war seurt tagadennoù enep bri ar merc’hed.
Rannañ :