Aller au contenu

E-pad an hañv, it e bourzh war ar c’hanolioù !

C’hoant ho peus da vezañ e-touez ar glasvez, ezhomm da fiñval ha da leuniañ ho skevent ? Kanolioù Breizh eo ar pezh a vank deoc’h ! Eus ar reter d’ar c’hornôg hag eus an norzh d’ar su e tremen ar rouedad hentoù-dour espar-se e Breizh a-bezh ha kavout a reer ganti peadra da ziskuizhañ ha d’en em zidual kement ha ma karer, pe e vefed an-unan, gant ar familh pe gant mignoned. Mareoù kaer en natur, dic’hortoz a-wechoù, hag a vez tost ouzh ar gêr alies.

Vue en perspective du canal et ateau qui navigue sur le canal de Nantes à Brest
Crédit photo : Emmanuel Berthier
  • 570 km
    a ganolioù
  • 680 km
    a hentoù-halaj evit anaout gwelloc’h Breizh
  • 4
    gwenodenn-bale hir da vont hed-ha-hed pe dreist ar c’hanolioù

Tachennoù-c’hoari eus ar c’hentañ eo kanolioù Breizh evit adskoulmañ liammoù gant an natur ha mont da bleustriñ oberoù a bep seurt : bageal evel-just, hag ivez bale, kaiak, paddle, pe pesketa... pe chom da arvestiñ hepken, ha sellit pizh ouzh liesseurted ar vuhez. Gant ar c’hanolioù souchet e-touez ar maezioù kaerañ eus Breizh, pezhioù eus ar glad sevenadurel da ziskoachañ war o glannoù hed-ha-hed, e vez tro ivez d’ober anaoudegezh gant un tu kevrinusoc’h eus Breizh.

Ur c’houlzad evit dedennañ merc’hed ha paotred Breizh

Fellout a ra d’ar Rannvro, pa’z eo karget da verañ hentoù bageal, lakaat holl berzhioù mat he c’hanolioù war wel, rak-se he doa lusket ur c’houlzad kehentiñ bras d’an 21 a viz Mezheven, gant ur video brudañ hag a vez skignet e pep lec’h dre ar rouedadoù sokial :

Vidéo campagne_Canaux de Bretagne

Digarez ho po a-dra-sur da spurmantiñ skoroù-gwelet ar c’houlzad-mañ war ar busoù a vez o vont hag o tont e pep lec’h e Breizh, pe er c’hazetennoù. En ur c’hoari war ar gerioù e klasker ganto diskouez an obererezhioù liesseurt a c’haller pleustriñ war an hentoù-sour-se pe en-dro dezho, e-kreiz un natur gaer gwarezet bepred.

En images

1 sur 5
Visuel de la campagne de communication Canaux de Bretagne
Crédit : Agence Notchup – Photo : Emmanuel Berthier
Bienvenue sur les canaux !
2 sur 5
Visuel de la campagne de communication Canaux de Bretagne
Crédit : Agence Notchup – Photo : Emmanuel Berthier
Bienvenue sur les canaux !
3 sur 5
Visuel de la campagne de communication Canaux de Bretagne
Crédit : Agence Notchup – Photo : Emmanuel Berthier
Bienvenue sur les canaux !
4 sur 5
Visuel de la campagne de communication Canaux de Bretagne
Crédit : Agence Notchup – Photo : Emmanuel Berthier
Bienvenue sur les canaux !
5 sur 5
Visuel de la campagne de communication Canaux de Bretagne
Crédit : Agence Notchup – Photo : Emmanuel Berthier
Bienvenue sur les canaux !

Ul lec’hienn, 2 sturlevr hag ur gartenn evit prientiñ ho chomadenn

Diwar vremañ e kinniger d’an dud ostilhoù evit aesaat dezho prientiñ o chomadennoù bageal pe o zroioù-bale, lec’h ma kaver ur bern titouroù talvoudus :

  • Al lec’hienn canaux.bretagne.bzhma kinniger kartennoù etreoberiat evit gallout lec’hiañ an holl servijoù a vez kavet war ar rouedad (skluzioù, bonnoù dour mat da evañ pe evit an dourioù lous, bonnoù tredan, privezioù ha kement zo), hag ivez anaout an hentoù-bale a dremen nepell diouzh ar c’hanolioù. Hag evit an naturelourien e kaver ur renabl eus ar spesadoù loened ha plant pennañ a vez o vevañ en-dro d’an hentoù-dour, gant luc’hskeudennoù pe dourlivadurioù da-heul.
  • Evit klokaat ez eus daou sturlevr pleustrek gouestlet d’ar bageal ha d’an hentoù-bale, hag ur mell kartenn pleg-dibleg a vo kavet a-benn nebeud, en ur stumm war baper, en holl lec’hioù kelaouiñ evit an douristed e-kichen ar c’hanolioù.

Kenavo ar c’hentañ war ar c’hanolioù !

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ