Dalc’h ar 25, 26 ha 27 a viz Mezheven berr-ha-berr
8 July 2025
4 minutes de lecture
c’huzulier-rannvro a oa bodet e Roazhon eus ar 25 d’ar 27 a viz Mezheven evit kendivizout war sujedoù pouezus-bras evit an amzer-da-zont e Breizh. Divizoù bras zo bet kemeret e-kerzh an dalc’h-se, aozet e-kreiz ar bloaz, war dachenn ar fiñvusted, ar porzhioù-pesketa, Europa hag an naouegezh artifisiel. Sklaer eo ar pal : kreñvaat souvereniezh Breizh war dachenn an energiezhioù, ar boued hag an niverel ha war ar memes tro ober war-dro ezhommoù ar Bretonezed hag ar Vretoned ha lakaat Breizh da vezañ solutoc’h.

Un ostilh nevez evit arc’hantaouiñ ar modoù mont-ha-dont evit an amzer-da-zont
Ar Rannvro he deus votet evit sevel un Tell Fiñvusted Rannvroel ha war ar Maez (VMRR), evit sikour diorren an treuzdougen foran ha mont diouzh dalc’hoù an treuzkemm. Sellet a ray ouzh an implijerien hag a zo ouzhpenn 11 goprad en o embregerezh. Ar feur, a cheñcho diouzh al lec’h, a sikouro derc’hel da lakaat arc’hant en trenioù, er c’hirri-boutin, er bigi hag er modoù monedone doujus, ha war un dro paouez tamm-ha-tamm gant implij ar c’hirri a-hiniennoù.
Gouarnerezh adnevezet war ar porzhioù-pesketa
Ar Rannvro he deus votet evit krouiñ daou framm nevez abalamour da aozañ gwelloc’h filierenn ar pesketaerezh e Breizh : KEK Breizh Arvor Pesketaerezh en Aodoù-an-Arvor ha KPL ar porzhioù-pesketa e Kerne. Gant ar c’hevredadoù-se e vo unvanet ar c’hoc’huioù-pesked, kenlodennet an ostilhoù ha prientet e vo ar filierenn diouzh an treuzkemmoù da zont, gant ur spered kenskoazell etre ar porzhioù. Ur c’hammed bras a reer gant an aozadur-se er raktres rannvroel evit sevel « ur porzh, meur a gae oc’h ober anezhañ ».
SSouvereniezh ar boued ha c’hoantoù evit Europa
ÀAr Rannvro he deus adlavaret splann ez eo talvoudus-bras eviti ar fed ma vez meret ar fontoù europat gant ar rannvroioù, tra m’emeur war-nes termeniñ ar budjed europat evit 2028-2034. Graet ez eus gourc’hemennoù dezhi evit he skiant-prenet war an dachenn (gant ouzhpenn 52 000 raktres sikouret abaoe 2014), gant-se e c’houlenn ma talc’hfe ar rannvroioù da verañ ar politikerezhioù war al labour-douar hag ar pesketaerezh. Goulenn a ra ivez e vefe adreizhet Politikerezh Boutin al Labour-douar ha Politikerezh Boutin ar Pesketaerezh, dezho da vezañ sklaeroc’h ha gant muioc’h a gempouez abalamour da sikour gwelloc’h ar stalioù labour-douar hag ar bigi pesketa da vont diouzh an treuzkemmoù ret evit mirout hon ostilhoù produiñ ha war un dro kemer bevennoù hor planedenn e kont.
Ur strategiezh reizh war dachenn ar roadennoù hag an naouegezh artifisiel
An ahel meur diwezhañ eus an dalc’h : aprouet ez eus bet ur strategiezh rannvroel war dachenn ar roadennoù hag an naouegezh artifisiel. Savet eo bet goude ur guzuliadeg vras gant dek engouestl meur hag a sell ouzh ober pep tra a-wel d’an holl, doujañ ar frankizoù, sobrentez ar gennad niverel ha bezañ souveren war hor roadennoù bepred. Fellout a ra d’ar Rannvro implijout an teknologiezhioù niverel evit ar politikerezhioù publik, evel an treuzkemm ekologel, ar fiñvusted, anez ankouaat ar brezhoneg hag ar gallaoueg pe ar mod da verañ an arvor.
Hag ivez :
En dalc’h-se en deus bet ar strollad muianiver digarez da c’houlenn e vefe embannet programmadur liesvloaziek an Energiezh evit kaout ur sell sklaeroc’h war ar filierenn-se, a zo talvoudus evit an amzer-da-zont, ha war ar mod ma c’hallfed staliañ un industriezh gouestlet d’an dachenn-se e Breizh.
Hag an hantergelc’h en deus goulennet a-unvouezh hag en ur mod solenn gant ar Stad C’hall e vefe sklaeraet da vat an doare ma oa aet ar vag Bugaled Breizh d’ar strad, hep en em laerezh ha gant doujañs evit an dud aet da Anaon hag o zud-kar. An holl guzulierien-rannvro zo savet a-du gant ar goulenn-se, evit ar wirionez e-keñver ar familhoù hag evit an demokratelezh, ar pezh a zo bet ur mare fromus-kenañ.
Partager :