Cap sur les 10 destinations touristiques en Bretagne !
6 October 2025
7 minutes de lecture
Elles sont 10. Elles sont en Bretagne. Elles offrent un condensé unique des merveilles de notre région, chacune à leur manière. Découvrez les 10 destinations touristiques bretonnes !

La Bretagne, plus belle région de France ? La plus belle du monde, répondront certains. Nous n’échaufferons pas les esprits, mais ces 10 sites touristiques ne vous laisserons certainement pas indifférents…
Er pennad-mañ e konter eus :
- Baie de Saint-Brieuc – Paimpol – Les Caps
- Brocéliande
- Brest Terres Océanes
- Bretagne Loire Océan
- Bretagne sud – Golfe du Morbihan
- Coeur de Bretagne – Kalon Breizh
- Côte de granit rose – Baie de Morlaix
- Quimper Cornouaille
- Rennes et les portes de Bretagne
- Saint-Malo – Baie du Mont-Saint-Michel
An 10 lec’h touristel e Breizh
La Bretagne en 10 destinations touristiques
Fellout a ra deoc’h gouzout hiroc’h war an 10 lec’h touristel-se e Breizh ? Lenn amañ dindan evit gouzout hiroc’h !
Bae Sant-Brieg – Pempoull – Ar C’haboù
Kemer amzer vat war an aodoù traezh munud etre tornaodoù ha kaboù bamus ! Er c’horn-bro-mañ e kaver kêrioù kouronkañ brudet (Sant-Ke-Porzh-Olued, Pleneg-Nantraezh…), takadoù ganto al label « kêr vihan neuziet-kaer », lec’hioù ha gweledvaoù dibar, abadennoù sevenadurel e-leizh hag ur glad mor puilh.
Breselien
Ar c’hoadeier hag ar c’hêrioù eno zo liammet ouzh ur bern mojennoù ha merket gant an istor. Amañ e c’haller distennañ e-harz gwez dibar pe meurvein… ha bezañ strobinellet.
Brest Douar ar Mor
Penn ar veaj n’emañ ket e penn an douar, gallout a reer delc’her ganti en Hirwazh. Er c’horn-bro-mañ ez eoc’h da verdeiñ, eus an tornaodoù ramzel betek an aberioù kuzh ha tro-dro d’an inizi, ha plijadur ho po war douaroù gouez lanneier warno. Gallout a reer en em gavout e lec’hiennoù naturel kaer-eston gwarezet – aberioù an hanternoz, gourenez Kraozon er C’hornôg, an inizi Sun, Molenez hag Eusa –, hag ivez e porzhioù bihan, e kêrioù buhezek hag en Océanopolis e Brest ma c’haller ober anaoudegezh gant an natur hag al loened-mor eus pep kevandir.
Breizh Liger Meurvor
Bro an dour eo ma c’haller pleustriñ an holl sportoù dour ha kement seurt troioù-bale a ve. Bras-spontus eo pep tra eus tu ar meurvor : an aodoù gant traezh munut hag ar porzhioù, evel Sant-Nazer ma vez savet ar bigi-bale gwellañ, brud ar c’hêrioù-kouronkañ hag ar porzhioù pesketa… Er geinvro en em gaver gant stêrioù, kanolioù ha geunioù hag a ya d’ober un endro hag a blij muioc’h-mui d’ar weladennerien. Ur c’horn-bro heoliet-kaer ha diskuizhus ken e vez gwelet un tamm evel « ar C’hreisteiz e Breizh ».
Kreisteiz Breizh – Mor Bihan
Dous eo ar vuhez tro-dro d’ar Mor Bihan ha war teir eus inizi ar C’huzh-Heol (Groe, Houad hag Edig). Mar fell deoc’h kaout un tañva eus ar vuhez-se, deuit e bourzh eta. Gallout a reer kemer amzer da stranañ etre ar meurvein, war ar porzhioù hag e straedoù ar c’hêrioù bihan savet er Grennamzer. Er c’horn-bro-mañ e c’haller kavout gweledvaoù dibar stank-ha-stank er Mor Bihan, etre an douar hag ar mor, ur glad arkeologel brudet betek en estrenvro, abadennoù e-leizh hag ur bern obererezhioù merdeiñ.
Kalon Breizh
Menez-Are, koad an Uhelgoad, lenn Gwerledan, ar ganol Naoned-Brest… War tri departamant emañ an takad-se a gaver lec’hioù ha gweledvaoù arouezius e-leizh ennañ. Kavell ar festoù-noz eo ha dalc’het e vez kalz abadennoù sevenadurel ennañ, evel festival an Erer Kozh ha Kêrioù ar Glad.
En images










Aod ar vein ruz – Bae Montroulez
En em astenn a ra an takad-se a gornôg da reter, eus Bro-Leon da Zouar Arvor. Ennañ emañ Bro-Dreger a-bezh, eus Montroulez da c’hourenez Lezardrev. Ennañ e kaver lec’hioù sevenadurel brudet-tre, ur glad naturel dibar ha gweledvaoù skouer eus Breizh, en arvor koulz hag en douaroù. War an aodoù ez eus klegeroù reier estlammus ha nepell anezho e c’hallit mont da weladenniñ kêrioù neuziet-kaer ha porzhioù-iliz.
Kemper Kerne
Setu ul lec’h touristel ma vezer souezhet dalc’hmat ! Ur bam eo gant an ardremezioù a vez broudet ijin an arzourien ganto, al lec’hioù gwellañ evit seurfiñ, porzh ar Gelveneg hag ar gêr-gloz e Konk-Kerne ! Hag ouzhpenn-se e c’haller mont da welet : Beg-ar-Raz, Kemper, Enez-Sun, an Inizi Glenan, Pont-Aven ha Lokorn…
Roazhon ha treuzoù Breizh
Etre kêr-benn Breizh, ma plij d’an dud kas anezhi, hag ar c’hestell e Marzoù Breizh, etre an tiez o bannoù koad hag an arkitektouriezh modern, e c’haller kemer amzer vat, mont d’ar marc’had, evañ ur bannac’h war ur savenn ha kaout plijadur ! Kêr Roazhon eo kavell ar sevenadur gallaouek, enni e c’haller gwelet ar glad sevenadurel hag ar glad naturel war un dro gant nerzh ar bed arzel, ha mont da bourmen er glasvez. Un nor eo da zont tre e ledenez Breizh.
Sant-Maloù – Bae Menez-Mikael-ar-Mor
En-dro d’an 8vet Marvailh er bed (enskrivet eo bae Menez-Mikael war roll ar glad bedel gant an Unesco abaoe 1979 evel unan eus ar baeoù bravañ dre ar bed) ho po digarez da santout ar spered a veze o ren er c’hêrioù kourserien, evel er gêr greñvaet e Sant-Maloù, ar frankiz e garzhaouegoù Normandi, ar Renk o vont goustad en he zraoñienn… Ha da vezañ trivliet da vare al lanvioù bras, brudet ken–ha-ken !
C’hoant ho peus da weladenniñ Breizh ?
Ober anaoudegezh gant an arvor ? Mont da bourmen e kreiz an natur pe kantren war an inizi ? Ober anaoudegezh gant ar glad pe tañva ar meuzioù dibar eus Breizh ?
Kement ho po ezhomm da c’houzout evit aozañ ho chomadenn a vez kavet e lec’hienn ofisiel an Touristerezh e Breizh ha gweladenniñ Breizh !
Partager :