Aller au contenu

Ar Rannvro a ro bec’h enep ar vreskted abalamour d’an amzerioù

Hiziv an deiz ez eus 1,7 milion a verc’hed hag a vez lakaet diaes abalamour d’o amzerioù. Ur sujed tabou eo daoust ma sell ouzh ar gevredigezh a-bezh ha ret-mat eo kavout respontoù d’an diaezamantoù-se. E Breizh e vez roet bec’h gant Marguerite & Cie abalamour d’an holl verc’hed o dez ezhomm eus gwarezioù yec’hedus da c’hallout kavout anezho gant ingalerioù gwarezioù e koton biologel. Staliet ez eus bet un toullad mat a ingalerioù dija el liseoù.

E 2019 e oa bet gouezet, diwar ur sontadeg IFOP, ne veze ket cheñchet gwarezioù alies a-walc’h gant un drederenn eus ar merc’hed, peotramant e raent gant traoù fardet evel ma teuent. Klor, plastik, arsenik ha danvezioù kimiek all… Ouzhpenn o fouez bras war ar vuhez pemdez ha sokial o dez an amzerioù, abalamour d’ar gwarezioù yec’hedus, un efed bras-tre war an endro hag ar yec’hed. Se zo kaoz eo pouezus e c’hallfe an holl verc’hed kavout en un doare aes produioù yac’h, paket e danvezioù bevzispennadus, pe traoù hag a c’haller kannañ. 

Marguerite & Cie, kement ha kaout fin gant ar vreskted abalamour d’an amzerioù

Savet e oa bet an embregerezh-se e 2018 gant Gaële Le Noane. Sikouret eo bet gant ar Rannvro evit kreskiñ dre ur skoaziadenn hag un astenn da vezañ restaolet, da-geñver ar skoazelloù d’an neveziñ sokial.

Da gentañ e oa an embregerezh war marc’had ar c’has dre goumanant (box) hag adalek an distro-skol e miz Gwengolo 2019 e oa krog da werzhañ ingalerioù evit gwarezioù amzerioù bio ha digoust. Kavet e vez ingalerioù an embregerezh kernevat e meur a skol-veur hag e skolajoù e pep lec’h e Frañs. War ar memes tro e ro Marguerite Cie ul lodenn eus he gounidoù d’ar gevredigezh ADSF (ober evit yec’hed ar merc’hed) a sikour ar re ez eo an diaesañ dezhe.

Marguerite & compagnie

Arnodiñ el liseoù e Breizh

Betek-henn, el liseoù, pa vez ezhomm e rank ar merc’hed yaouank mont da welet ar c’hlañvdiourezed-skol a vez aze evit kelaouiñ hag aliañ anezho, sognañ o foanioù ha pourchas gwarezioù dezho. Ne vezont ket dibrez atav avat ha pa vez mall bras ganto e rank ar merc’hed yaouank en em zibab en ur mod all.

Breizh eo ar rannvro gentañ e Frañs a ouestl en un doare fetis degas gwarezioù yec’hedus digoust d’ar merc’hed. Abaoe an diskar-amzer ez eus un ingaler da vezañ implijet en ur mod frank, staliet gant an embregerezh Marguerite & Cie eus Penn-ar-Bed, e lise-mor ar Gelveneg. Arnodet e vez gant ar studierezed e BTU eus al lise micherel. En tu all d’ar stourm enep ar vreskted abalamour d’an amzerioù hag evit kinnig gwarezioù yac’h d’ar merc’hed yaouank, e fell d’ar Rannvro sachañ evezh an dud war daou zalc’h pouezus :

  • a-fet pedagogiezh, d’an holl liseidi, koulz merc’hed ha paotred, da gompren gwelloc’h ez eo digempouez an traoù evit a sell ouzh an amzerioù gant ar merc’hed a-hed o buhez.
  • a-fet ekologiezh, peogwir e c’hall ar produioù a gustumer kavout e gwerzh bezañ plastik, klor ha danvezioù kimiek all enno, ar pezh a zegas diaezamantoù evit ar yec’hed hag evit merañ al lastez.

Hiziv an deiz o deus goulennet 11 lise publik kemer perzh en taol-arnod-mañ :

  • Lise labour-douar – Sant-Yann-Brevele
  • Lise lieskelenn Tepaod – Kemper
  • Lise hollek Simone Veil – Liverieg
  • SRDA Louise Michel – Kemper
  • Lise-mor Pierre Loti – Pempoull
  • Lise micherel – Pont-ar-Veuzenn
  • Lise lieskelenn Lesven – Brest
  • Lise labour-douar ar Stêr-Aon – Kastellin
  • Lise lieskelenn Laeneg – Pont-’n-Abad
  • Lise micherel Louis Guilloux – Roazhon
  • Lise micherel ar Gwesklin – An Alre

En amzer-da-zont e vo klasket staliañ kemend-all en holl liseoù e Breizh, da neuze e c’hallfe tost da 75 000 a verc’hed yaouank profitañ eus ar servij-se.

En tu all da se e fell da Rannvro Breizh broudañ kement tra a vo graet enni war an dachenn-se, se zo kaoz he deus graet war-eeun war-dro staliañ ingalerioù gwarezioù e kreizennoù-kastiz Roazhon ha Brest.

Gwarezioù evit mann en holl skolioù-meur

Evel ma oa bet embannet nevez zo gant Frédérique Vidal, ministrez an Deskadurezh uhel, e vo lakaet gwarezioù amzerioù evit mann e kerz an holl studierezed, ar pezh a glot gant ar stourm enep ar vreskted e-touez ar re yaouank. Er sizhunioù a zeu e vo staliet tost da 1 500 ingaler gwarezioù hag a zouj an endro hag ar yec’hed, e pep KROSS hag er skolioù-meur.

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ