Aller au contenu

An dalc’h war ar budjed evit 2022 e berr-gomzoù

D’ar 24, 25 ha 26 a viz C’hwevrer e oa bet an 83 a guzulierezed ha kuzulierien eus ar C’huzul-rannvro dilennet e miz Gouere, o vouezhiañ evit budjed 2022, ar budjed kentañ er respetad nevez, gant ur « budjed glas » : ur mod d’ober nevez evit priziañ budjed ar Rannvro diouzh an diorren padus. Aprouet ez eus bet ivez ur c’hendivizad nevez evit yezhoù Breizh hag ur strategiezh evit diorren ar filierenn sibersurentez e Breizh e-kerzh an dalc’h-mañ. Setu amañ ar c’hendivizoù hag an divizoù pennañ.

  • 517
    Setu ar sammad a vez dispignet well-wazh evit pep den a zo o chom e Breizh.
  • 1,72 Md€
    Setu ar budjed kentañ en holl gant ar C’huzul-rannvro evit 2022, ur budjed hag a ya war gresk…
  • 3,2 %
    Kresk ar budjed evit 2022 e-keñver hini 2021, abalamour da zelc’her gant ar perzh uhel kemeret gant ar Rannvro.

Budjed ar Rannvro evit 2022

Lakaat Breizh da vont muioc’h-mui gant ar cheñchamantoù abalamour da wellaat, diwar vrema؜ñ, kalite ar vuhez evit ar Bretonezed hag ar Vretoned hag ivez da brientiñ an amzer-da-zont : sed aze ar pep pennañ eus ar pezh a fell d’ar Rannvro ober kentañ-wellañ er c’hwec’h vloaz a zeu. Gant budjed kentañ ar respetad-mañ (1,72 Md €) e weler ur youl d’ober war ar pemdez ha da lakaat an traoù da cheñch war hir dermen. Ur raktres politikerezh en-dro da 3 soñj pennañ : bevañ mat e pep lec’h e Breizh, muioc’h a bostoù labour ha nebeutoc’h a garbon, ha breizhekoc’h. « Ret eo d’ar Rannvro bezañ lec’h ma vez ezhomm anezhi, tost d’an dud », eme berr-ha-berr ar prezidant Loïg Chesnais-Girard. An treuzdougen war ar pemdez, kempenn an tiriad ha diorren an ekonomiezh ennañ, degemer ar re yaouank el liseoù, ar stummañ a-hed ar vuhez pe c’hoazh an obererezhioù war dachenn ar sevenadur pe ar sport… : kement-se eo ar c’hefridioù a servij publik fiziet enni ha muioc’h-mui a varregezhioù he dez a vloaz da vloaz. Ha pa vefemp en ur mare distabil bepred ha strizh an traoù ganeomp a-fet arc’hant e weler, dre ar budjed evit 2022, youl ar bodad-seveniñ nevez, dilennet e miz Gouere, da zelc’her gant ar perzh uhel-tre kemeret e servij Breizh hag an holl obererien a zo enni, embregerezhioù, kevredigezhioù hag annezidi.

Gouzout hiroc’h war an traoù d’ober kentañ-wellañ e 2022

Ur budjed evit lakaat Breizh da cheñch

Diazezet eo ar budjed evit 2022 war 3 engouestl meur evit ar respetad abalamour da da dalañ ouzh an dalc’hoù a vremañ ha war 5 pal treuzservij evit frammañ obererezh ar Rannvro.

  • 3 engouestl meur evit tala؜ñ ouzh an dalc’hoù a vremañ
    Bevañ mat e pep lec’h e Breizh : ur c’hinnig kempouez a-fet stummañ ha labour, treuzdougen ha servijoù publik nes, en un endro gwarezet e pep lec’h.
    Muioc’h a bostoù labour ha nebeutoc’h a garbon  : un ekonomiezh diazezet war an treuzkemmoù evit diorren obererezhioù hag a zo talvoudus evit an amzer-da-zont (debriñ mat, sibersurentez, ekonomiezh ar mor en o mesk).
    Breizhekoc’h : lakaat un identelezh hag ur patrom breizhek war wel, diazezet war ar perzhiañ, ar genskoazell, an efedusted a-stroll gant un dro-spered hag a laka an holl nerzhioù da vont asambles war ar memes tu.
  • 5 pal treuzservij evit frammañ obererezh ar Rannvro
    An treuzkemmoù hin hag ekologel
    An dalc’hoù sokial
    Kempouez an tiriad
    Ar pezh emañ ar re yaouank o c’hortoz
    An demokratelezh lec’hel hag ar perzhiañ

Pennad-komz : ar « budjed glas » displeget gant Stéphane Perrin

Session budgétaire 2022 : le budget vert par Stéphane Perrin

Stéphane Perrin, besprezidant evit an arc’hant, ar c’hoskor, Europa, an araezioù hollek, a zispleg deomp penaos e vo gallet diwar vremañ, gant ar « budjed glas », priziañ ar politikerezhioù publik kaset da benn gant Rannvro Breizh hervez c’hwec’h dalc’h meur hag a sell ouzh an diorren padus. Gant budjed kentañ ar respetad emeur o staliañ ur mod d’ober nevez evit priziañ budjed ar Rannvro e-keñver an endro.

Ur c’hendivizad nevez evit yezhoù Breizh

Lakaat hor yezhoù rannvro da vevañ war ar pemdez zo unan eus an traoù a fell deomp ober kentañ-wellañ. Rak-se, da-heul ar c’hendivizad kentañ a oa bet sinet e 2015, e talc’homp ganti gant ur c’hendivizad nevez evit ar mare 2022 / 2027, diazezet war daou bal pennañ : an treuzkas da gentañ, pa vo roet muioc’h a lañs d’ar c’helenn divyezhek galleg-brezhoneg ha d’ar c’helenn diret evit ar gallaoueg hag ar brezhoneg adalek ar c’hentañ derez betek ar skol-veur. Implij ar yezhoù rannvro da c’houde, pa vo kreñvaet stummadur an dud a labour war dachenn ar vugaligoù ha sikouret diorren plas ar yezhoù war dachenn ar buheziñ, ar sport hag an dudioù, ar c’hleweled, an embann, an arvestoù bev, ar sevenadur…

Ur strategiezh evit ar filierenn sibersurentez e Breizh

Sibertorfederezh, siberharellerezh, surentez ar reizhiadoù stlenn, treuzpiaouañ identelezh, laerezh roadennoù, gwareziñ ar vuhez prevez… : emañ an ostilhoù niverel e pep lec’h en hor buhez, e-se e vezomp en arvar alies ha diorroet e vez ar sibersurentez evit talañ ouzh kement-se. Un toullad bloavezhioù zo emañ ar Rannvro oc’h ober strivoù evit reiñ lañs d’ar filierenn sibersurentez e Breizh, a c’hall ober berzh bras en ekonomiezh ha lakaat krouiñ postoù labour. E-kerzh an dalc’h-mañ en doa adlavaret sklaer ar C’huzul-rannvro war betra eo diazezet e strategiezh sibersurentez (aprouet e 2016). Lakaat a ra ar pouez war diorren ar barregezhioù, ar c’hinnig enklask e servij an industriezh, an neveziñ evit krouiñ servijoù ha produioù hag a c’haller fiziout enno. Aprouet ez eus bet ivez ur sturfollenn evit sikour kevreañ tachenn ar sibersurentez, diwar frammañ ar c’henlabour etre an obererien bublik hag ar re brevez dreist-holl, hag aprouet eo bet ar raktres evit sevel ur « c’hampus siber tiriadel » e Breizh, war batrom ar c’hampus siber broadel da zont a zo bet divizet gant ar Stad, ha gantañ e vo gwellaet ar c’henlabour etre an obererien a zegaso lañs an eil re d’ar re all evit a sell ouzh stummañ, buheziñ ar filierenn, harpañ an neveziñ.

Hag ivez

  • Ar Gevrat steuñv 2022-2027 a vo sinet gant ar Stad hag ar Rannvro a-benn un toullad sizhunioù.
  • Staliañ Kuzul Uhel Breizh evit an Hin
  • Poent war stad an traoù evit a sell ouzh lakaat ar fontoù europat da dalvezout e Breizh evit ar c’houlzad 2021-2027
  • Aprouiñ reolennoù diabarzh ar C’huzul-rannvro

Rannañ :

Notre actualité

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ