Grit traoù da vat, c’hwi ivez

Crédit photo : Phovoir

Petra eo an engouestloù breizh cop ?

Bez’ ez int oberoù evit respont da balioù Breizh COP. Engouestloù da ober muioc’h pe da ober gwelloc’h evit mirout an danvezioù, bezañ kengretoc’h, beveziñ gwelloc’h, kreñvaat kevatalder ar chañsoù…

Piv a c’hall ober engouestloù ?

  • An embregerezhioù eus gennadoù al labour-douar, an industriezh pe ar servijoù
  • Ar c’hevredigezhioù
  • Ar strollegezhioù hag an obererien bublik
  • Bed an deskadurezh hag ar c’helenn
  • Hag evel-just, ar c’heodedourezed hag ar geodedourien

Gant jestroù bihan eus ar vuhez pemdez pe gant raktresoù stroll bras e c’hall pep hini, war e dachenn, sikour da sevel Breizh warc’hoazh.
Mont war velo pe kenweturiñ, diveskañ mat al lastez, beveziñ nebeutoc’h a energiezh evit en em dommañ pe lakaat an ardivinkoù da gousket, prenañ produioù hep pakadur, zo jestroù pouezus evit an hin !
Ouzhpenn 6 000 promesa graet e Breizh dija, deoc’h da c’hoari !

Emgav e  breizhcop.bzh