Petra eo Breizh COP ?

Crédit photo : L’oeil de Paco

Breizh zo daeoù bras dirazi : ar cheñchamant hin, diskar ar vevliesseurted, an digempouezioù tiriadel ha derc’hel d’ar genstagded sokial. Talañ a ra outo gant he zalvoudoù a gengred hag hec’h identelezh kreñv ha gant youl evit :

  • ober eus Breizh ar rannvro dreist an holl evit an agroekologiezh hag an « Debriñ mat »,
  • paouez da implijout produioù fitoyec’hedel evit gwareziñ ar vevliesseurted,
  • treiñ al lastez e danvezioù talvoudus evit ma ne vo douaret tamm lastez ebet ken,
  • lakaat un termen da zigresk an tachennoù labour-douar ha natur,
  • kreñvaat ar c’hempouez etre an tiriadoù ha kreiz ar bourc’hioù…

An holl e-barzh an taol

Dre ma tegas Breizh COP diskoulmoù da c’houlennoù pleustrek-tre :

  • Penaos mirout kalite ar vuhez a-dal da dommadur an hin ?
  • Penaos labourat e pep lec’h dre an tiriad ?
  • Penaos bevañ e Breizh en un endro yac’h ?
  • Penaos digreskiñ an direizhderioù ha kreñvaat ar genstagded sokial ?
  • Penaos kas war-raok modoù diblasañ evit an holl ?


Qu’est-ce que la Breizh Cop ?