22 M€ evit dont a-benn eus an treuzkemmoù

Adkavout kalite an dour hag ar vevliesseurted, gwareziñ an arvor, doareoù ekonomiezh vertuzus nevez, deskadurezh war an endro : peogwir e vo lakaet Brastres Rannvroel an Terkañ, an Diorren Padus ha Kempouezañ an tiriadoù (SRADDET) da dalvezout e 2020 e kasomp hol labour war-raok evit sevel un tiriad padus ha kengret, evit ar rummadoù a vremañ ha da zont. Evit-se emaomp o vont da ober gant hon holl bolitikerezhioù publik da dizhout palioù ar Breizh COP. Ur sell ouzh tri ober fetis e 2020.

  • 4
    gwech nebeutoc’h a zilaoskadennoù gaz efed ti-gwer liammet ouzh gennad ar sevel tiez a-benn 2050.
  • 600 000
    : budjed an ABB e 2020.
  • 10vloaz
    padelezh ar rummadur “Mirva naturel rannvroel”.

Etrezek savadurioù dilontekoc’h a-fet an energiezh

Ar bloaz-mañ e stagomp gant ar programm broadel SANE (Servij Harp da Neveziñ an Energiezh) gant ar c’hoant da ginnig ar servij harp a-bezh d’an holl Vretonezed ha Bretoned a-benn 2023. Hor pal : reiñ da 100 000 tiegezh gouiziegezh diazez war an adneveziñ, reiñ harp da 20 000 anezho evit seveniñ al labourioù ha kuzuliañ 1500 embregerezh evit adneveziñ o savadurioù.

Al lastez, danvez evit warc’hoazh ?

Unan eus palioù ar Breizh COP, degemeret e 2018, e oa mont war-du tamm endouarañ ebet a-benn 2030 ha tamm lastez ebet a-benn 2040. E 2019 hon eus bodet hon nerzhioù da vat evit ma tisoc’hfe ar steuñv rannvroel evit dizarbenn ha merañ al lastez (SRDML), diwar ar pal meneget uheloc’h. E 2020 e vo degemeret ar steuñv-se da vat. Ur steuñv oberoù a vo ivez evit kizidikaat ouzh an doare mat da verañ an danvezioù naturel hag o implij en un doare dislontek ha poellek e kement ober a ra an nen evel keodedour·ez, penn embregerezh, bevezer·ez.

Ar geodedourien/c’heodedourezed e kreiz an treuzkemm energetek

Bloavezhioù zo e sikouromp obererien an tiriad da seveniñ o steuñv energetek e framm o strategiezh energiezh hin termenet war al lec’h. Evit delc’her d’an hent-se e roimp lusk e 2020 d’ur galv da raktresoù evit harpañ oberoù kizidikaat, kehentiñ, stummañ ha buhezañ a-stroll. Ar galv da raktresoù-se a vo evit an tiriadoù engouestlet en un argerzh treuzkemm energetek, ha c’hoant ganto da vodañ ar geodedourien hag ar c’heodedourezed da gemer perzh en o raktresoù.

An durc’hadurioù pennañ :

  • Sikour ar filierennoù nevezadus evit kreskiñ ar produiñ energiezhoù nevezadus ha dispakañ filierennoù rannvroel an tennañ energiezh.
  • Kas war-raok ur merañ enframmet eus ar pourvezioù dour : labourat evit ma vo paouezet gant ar produioù fitoyec’hed sintetek, aesaat kavout ar roadennoù diwar-benn an endro, kreñvaat an harp d’an DFKE evit kemer o c’hefridi nevez MEMDODD (merañ ar meteier dour ha dizarbenn an dic’hlannoù)
  • Lakaat da vont en-dro ajañs Breizh evit ar vevliesseurted krouet e 2019 evit gwareziñ ha talvoudekaat ar vevliesseurted hag an dremmvroioù.
  • Reiñ lañs d’ur galv da raktresoù evit dilenn 4 lec’h nevez hag a c’hallo, e-doug ar bloavezhioù da zont, bezañ sikouret evit bezañ rummet evel Mirva natur rannvroel.