72 M€ evit harpañ kempouez an tiriadoù

Crédit photo : Région Bretagne

2020 zo ur bloavezh pouezus-kenañ evit politikerezh rannvroel terkañ an tiriad. Da-heul lusk ar Breizh COP, a zo e bal buanaat ar cheñchamantoù e Breizh, e krogomp da brederiañ evit prientiñ ar rummad kevratoù nevez gant an tiriadoù. Gwarant omp eus ar c’hempouez hag ar genskoazell e tiriad Breizh ha lakaat a raimp oberoù er pleustr evit ma labouro ganeomp an nerzhioù buhezek, dreist-holl skipailh ar c’humunioù hag an etrekumunelezhioù nevez dilennet, evit lakaat an engouestl a-stroll-se da dalvezout evit mad an hin war gement tachenn zo. Ur sell war tri ober fetis.

  • 40%
    eus tiriad Breizh a vo ar c’has uhel-kenañ ennañ a-benn fin 2020
  • 4
    fennaenn evit ar steuñv evit ar re yaouank
  • 447
    servij nes krouet pe dalc’het

Delc’her d’ar servijoù retañ evit an annezidi

Peogwir ez eo e-kreizig-kreiz an tiriadoù e tiwan taolioù intrudu hag a ra buhez pemdeziek ar Bretonezed hag ar Vretoned, broudañ a ra ar Rannvro an obererezh lec’hel evit ren ar servijoù retañ : treuzdougen, annezioù, sevenadur, yec’hed. Digeriñ roudennoù divrodegoù, sevel ur vediaoueg pe un ti ar c’hevredigezhioù, sikour ar stalioù-kenwerzh nes : e-leizh a servijoù nes zo bet krouet, renevezet pe dalc’het gant sikour ar c’hevratoù keveliñ Europa/Rannvro/Bro abaoe 2014 (230 M€ a-hed 2014-2020 a zo da ouzhpennañ dezho 120 M€ a fontoù europat). Evit kendelc’her da skoazellañ diorren ar c’hêrioù, ar bourkoù, ar maezioù, an arvor hag an inizi e krogimp da brederiañ e 2020 evit durc’haat an oberoù e-sell an treuzkemm.

Steuñv yaouankiz : reiñ lañs d’an traoù  

E 2019 e stage ar Rannvro a-zevri, kevret gant ar Stad, da gas war-raok un ober evit sevel ur steuñv breizhat evit ar yaouankizoù. Diwar un diagnostik war blegenn ar re yaouank hag o c’hoantoù ez eus bet kadarnaet c’hwezek chanter pennañ da gas war-raok a-stroll gant Kuzuliadeg Breizh ar yaouankiz. En o zouez : mont e bed al labour, kaout digor d’ur stummadur a-zoare, aesaat dezho annezañ, ar gevatalded merc’hed-paotred… Evit ar pezh a sell outi he deus anavezet ar Rannvro peder zachenn da blediñ ganto ma lakaio he doare skoazellañ da cheñch evit respont da brederioù ar re yaouank : ar fiñvusted, ar yec’hed-endro, ar c’helaouiñ, hag ar gwirioù sevenadurel.

Un oberataer nevez e servij ar c’hreizoù-kêr

Evit kreñvaat kenstagded an tiriadoù ha kemer perzh e buhezekaat ar c’hreizoù-kêr e krogimp e 2020 da grouiñ un oberataer font nevez e servij ar c’humunioù hag an etrekumunelezhioù : Font rannvroel. Gant sikour Bank an tiriadoù ha Diazezadur publik font Breizh e responto da ziaesterioù ar fontoù. Reiñ a raio dezho ur c’hinnig ijinouriezh ha postañ gouest da skoazellañ ar raktresoù savadurioù frammus ma ne zeu ket an obererien brevez war ar renk, evel ar raktresoù adneveziñ kêr. Font rannvroel a vo ur rann eus Sembreizh, kevredad armerzh kemmesk, hag a harp c’hoazh raktresoù terkañ er skeul lec’hel pe rannvroel a-berzh ar Rannvro.

An durc’hadurioù pennañ

  • Skignañ ar c’has uhel-kenañ e pep lec’h : gant e eil prantad emañ terkerezh ar rouedad gwienn optikel rannvroel evit deservijout 40 % eus ar Bretonezed hag ar Vretoned a-benn diwezh 2020 ha 100% anezho ac’hann da 2026.
  • Sikour raktresoù an tiriadoù dre ur rummad kevratoù nevez ha reiñ harp d’ar servijoù retañ evit an annezidi hag an annezadezed.
  • Adijinañ kreiz ar bourkoù hag ar c’hêrioù evit delc’her ar rouedad a ra dedenn Breizh (130 raktres war ober hag un ostilh nevez e servij ar c’humunioù evit terkañ ar c’hreiz anezho).
  • Skoazellañ an adneveziñ kêr evit an 12 karter priorek eus Politikerezh ar c’hêrioù.
  • Diazezañ ar c’hevatalded evit mont d’ar prederioù en tiriad a-bezh en ur skoazellañ, pergen, an oberoù nevezus evit digreskiñ an digevatalded etre an tiriadoù.
  • Ur steuñv evit ar re yaouank war-dro peder fennaenn : kelaouiñ ar yaouankiz, fiñvusted, yec’hed-endro, gwirioù sevenadurel