Ar c’hompagnunelezhioù arzel ha sevenadurel : pa lakaer an arz da vont asambles gant an deskadurezh
15 July 2025
3 minutes de lecture
Rannvro Breizh he deus lañset ar c’hompagnunelezhioù arzel ha sevenadurel evit kreñvaat hec’h engouestl evit an deskadurezh arzel ha sevenadurel. Gant ar stignad-se, a oa bet boulc’het en diskaramzer 2024, e lakaer liseoù ha frammoù sevenadurel breton da dostaat an eil re ouzh ar re all abalamour da sevel raktresoù bras diouzh ar moull.

Crédit : Hugo Loosveldt00029
Savet eo bet ar c’hompagnunelezhioù arzel ha sevenadurel da gentañ evit al liseoù pell diouzh ar c’hinnig sevenadurel, dreist-holl ar re a zo stummadurioù micherel enno. Teir skol a rae ganto, en Aodoù-an-Arvor, Penn-ar-Bed hag Il-ha-Gwilen, evit ar bloavezh kentañ e 2024-2025. Ar Mor-Bihan a gemero perzh er stignad a-raok pell.
Sklaer eo ar pal : aesaat d’ar skolidi ober anaoudegezh gant o endro sevenadurel nes. Penaos ? Gant emgavioù reoliek, mont da welet abadennoù meur aozet gant frammoù keveler hag ober anaoudegezh gant arzoù a bep seurt.
Raktresoù diouzh ar moull, gounidoù lies
Savet e vez pep kompagnunelezh asambles gant ar skipailh pedagogel, ar framm sevenadurel hag an arzourien. Ha pa vefe kaset ar raktres war-raok gant ur c’hlasad sturier e vez gounidoù evit ar gumuniezh desavadurel a-bezh : sonadegoù e-barzh al lise, abadennoù stroll e festivalioù, kejañ gant an arzourien…
Ar bilañsoù kentañ zo mat. Da-heul an arnod-se e c’haller delc’her en ur mod seder gant ar stignad evit un eil bloavezh gant ar skolioù engouestlet ha raktresoù nevez e-barzh ar pevar departamant a zo e Breizh.
Al liseoù a gemere perzh e 2024-2025
- Al lise Bel Air e Tintenieg hag an Nouvelle Vague e Sant-Maloù a oa bet o labourat asambles war ar skrivañ kanaouennoù gant ar ganerez Tallou,
- Lise an Elorn e Landerne hag ar festival Longueurs d’ondes o doa graet klozennoù son war ar maouezed disoñjet, asambles gant ar sonerez Léa Chevrier,
- Al lise Fulgence Bienvenüe hag ar sinema Quai des Images e Loudieg o doa sevenet ur film-berr asambles gant ar sevenourez Janis Aussel.
Kendelc’her a ray e 2025-2026
Peder c’hompagnunelezh nevez a vo adalek an distro-skol :
- Al lise Jean Monnet e Kintin asambles gant Bonjour Minuit, ul leurenn evit ar sonerezhioù a vremañ,
- Al lise Marcellin Berthelot e Kistreberzh asambles gant Rhizome diwar-benn bed Chloé Moglia hag an istribilhañ,
- Lise Pont-ar-Veuzenn-Kimerc’h asambles gant ar gevredigezh Gros Plan, a vez aozet Quimper International Film Festival ganti,
- Llise Brekiniou asambles gant Laz-seniñ Broadel Breizh.
Ar c’hammedoù kentañ war ul leurenn
Pa seller ouzh an disoc’hoù e weler pegen puilh eo bet al labourioù kaset da benn. Al liseidi e klas kentañ el lise Bel Air, meneg Bleinañ ha treuzdougen marc’hadourezhioù dre hent, o doa kinniget o labour war ar sonerezh d’ar 15 a viz Mae, war ul leurenn staliet en ur c’harr-samm hanter-stlej, un tamm dave d’o zachenn arbennik. O c’henseurted el lise Fulgence Bienvenüe o doa kinniget ur film-berr war an harellerezh d’ar 27 a viz Mae er sinema Le Quai des Images.
Partager :