Pal :tamm lastezenn ebet !

Crédit : Thomas Crabot

Berr-ha-berr

Er plas kentañ e Frañs emañ Breizh evit a sell ouzh diveskañ al lastez, daoust da se, ur c’hard eus al lastez a vez produet gant an dud e Breizh na vezont ket adaozet. Koulskoude ez int ur gwir zanvez ha gant ur bern jestroù a-skiant vat e c’haller lakaat anezho da vezañ adimplijet, ha chom hep produiñ re anezho.Rak al lastez gwellañ eo ar re na vezont ket produet !

Unan eus kefridioù ar Rannvro eo dizarbenn al lastez, gant se e ro bec’h asambles gant he c’hevelerien evit tizhout he falioù : lastezenn endouaret ebet ac’hann da 2030 ha lastezenn produet ebet a-benn 2040. Ul labour a-stroll eo ha pep hini ac’hanomp a c’hall kemer perzh ennañ gant oberoù eeun hagant ur cheñchamant en hor boazioù evel bevezerien. Neuze, prest oc’h da gregiñ ganti ?

681kg
lastez a vez produet bep bloaz gant pep den e Breizh
500 000 tonennad
voueda vez taolet bep bloaz e Breizh
97kg
a bakadurioù-ti hag a baperioù a vez divesket evit pep den

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ