Filtre en cours : archives


  1. Bageerezh-dre-lien
    Ur skiper nevez Diwanat Breizh – CMB !

    Tom Laperche, ar skiper Diwanat nevez evit daou vloaz © Martin Viezzer

    Er sizhun-mañ eo bet an tri den a oa war ar renk e gourfenn an Daeadeg Diwanat Breizh – Kef Kengredit Breizh o kevezañ en o unan e bourzh pep a Figaro Bénéteau. An disoc’h : Tom Laperche a vo Skiper Diwanat e-pad daou vloaz evit Filierenn Gwellentez ar redadegoù en donvor.

    Sport  Nautisme  Mer 

    Lire la suite


  2. Treuzdougen war vor
    Moret eo Breizh Nevez I

    Moridigezh Breizh Nevez

    D’an 29 a viz Meurzh e oa bet moret al lestr chalbotat nevez eus flodad Breizh, a vo karget eus al linenn etre an Oriant hag Enez-Groe adalek an 30 a viz Meurzh e-plas ar vag Saint-Tudy. Eno e oa Loïg Chesnais-Girard, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, ha Gildas Lagadec, prezidant Kompagnunezh ar Mor Bras.

    Mer  Transport 

    Lire la suite


  3. Cheñchamant
    An Amoko Cadiz a rank digeriñ un oadvezh nevez

    D’ar 16 a viz Meurzh 1978 e reas peñse an Amoko Cadiz war aodoù Breizh, ar pezh a zegasas unan eus ar gwashañ lanvioù du en istor. Tro hon eus evel-se da zerc’hel soñj eus ur stourm en deus digoret un oadvezh nevez evit ar surentez war vor, met ivez d’en em dreiñ war-zu an dazont evit buanaat ar cheñchamant e Breizh.

    Lire la suite


  4. Mor
    Deuit da welet kreizenn dizoleiñ porzh Brest

    espace découverte du port de brest

    Ma fell deoc’h anaout pep tra diwar-benn ar porzh, e istor, an obererezhioù a vez ennañ hag ar chanter war ar stern eno hag a lakay anezhañ da vezañ gwelloc’h evit kevezañ ouzh ar porzhioù all ha da zegemer industriezhoù an energiezhioù mor, kit da welet kreizenn dizoleiñ porzh Brest !

    Mer  Transport 

    Lire la suite


  5. Divizoù gant ar Rannvro
    Pep tra diwar-benn ar budjed evit 2017

    Elus dans l'hémicycle régional

    D’an 9, 10 hag 11 a viz C’hwevrer e oa bet breutaet gant an 83 dilennad eus ar Rannvro, ha degemeret ar budjed rannvroel evit 2017 : ur budjed 1,62 miliard €, brasoc’h eget hini ar bloavezh kent. Kit da welet doareoù pennañ ar budjed-se hag an holl vreutadegoù e video war bretagne.bzh.

    Assemblée 

    Lire la suite


  6. Gweladenn ar C’hentañ Ministr e Breizh
    Emglevioù evit meurgêrioù abalamour da harpañ ar mont-ha-dont a skiant vat ha kampus ar mor er bed.

    E Breizh e oa Bernard Cazeneuve d’ar 26 a viz Genver. Bet e oa e Roazhon hag e Brest, asambles gant meur a vinistr hag ar Prezidant Le Drian.

    Numérique  Énergie  Apprentissage  Mer 

    Lire la suite


  7. Postadurioù an amzer-da-zont
    Seizh raktres eus Breizh evit ar c’hresk glas

    Seizh raktres evit ar c’hresk glas zo e-touez ar 174 raktres dibabet da-heul ar galv da raktresoù broadel « Oberennoù EBE » evit an treuzkemm energetek hag ekologel (programm broadel a bostadurioù evit an amzer-da-zont).

    Innovation  Mer 

    Lire la suite


  8. Cheñchamant energiezh
    Dizoloet eo bet raktres skouer ar parkad rodoù-avel war-neuñv e Groe

    représentation d'éoliennes flottantes en 3 D

    A-benn 2019 e vo staliet ur parkad gant meur a rod-avel war-neuñv el lec’h dibabet er su da enez Groe. Displeget e oa bet raktres ar stroll industriel skoazellet gant Rannvro Breizh d’ar Meurzh 5 a viz Ebrel e Pariz. Ar pal : ober taolioù-esae evit gwellekaat an danframmoù hag an teknologiezhioù a-fet rodoù-avel, hag ivez evit gwiriekaat patrom arm...

    Économie  Énergie  Développement durable 

    Lire la suite


  9. Energiezhioù mor
    Ur rod-vor nevez er-maez da Vreizh

    hydrolienne

    Goude ar rod-vor Sabella a oa bet staliet er-maez da enez Eusa e 2015, e oa tro ar rod-vor RELS/Openhydro da vezañ lakaet er-maez da Enez-Vriad, dimerc’her, evit tennañ gounid eus ar redoù-mor a zo en-dro d’an enezenn. Gant an eil rod-vor a vo staliet en nevezamzer ez aio d’ober an uzin gentañ a vo luget ouzh ar rouedad tredan vroadel.

    Énergie  Innovation  Mer 

    Lire la suite


  10. Terkadurioù porzhioù
    Porzh Rosko : digoridigezh an danframmoù nevez

    Echu eo, a-benn ar fin, al labourioù sevenet e porzh Bloskon etre 2009 ha 2013 gant Kambr kenwerzh ha greanterezh (KKG) Montroulez. Digoret eo bet an terkadurioù nevez d’an 28 a viz Mezheven, dirak Pierrick Massiot, prezidant Rannvro Breizh.

    Tourisme  Pêche  Ports 

    Lire la suite