Filtre en cours : archives


  1. Etrebroadel
    Breizh ha Shandong a ya pelloc’h gant o c’henober

    Mont pelloc’h gant ar pezh a vez graet ha mont war dachennoù obererezh nevez : sed aze pal an emglev kenober nevez sinet etre prezidant Rannvro Breizh, Loïg Chesnais-Girard, ha gouarnour ar rannvro sinaat Shandong Gong Zheng, a zo e Breizh hiziv, d’an 8 a viz Du.

    Europe / International 

    Lire la suite


  2. Diplomatiezh Europa
    "Ti Breizh en Europa" e Brusel

    Savet eo bet « Ti Breizh en Europa », ha digoret e oa bet d’an 29 a viz Meurzh e Brusel. Gant-se e ra ar Rannvro gwrizioù e Brusel, da Vreizh da vezañ gwelet gwelloc’h en Unaniezh Europa.

    Europe 

    Lire la suite


  3. Divizoù gant ar Rannvro
    Pep tra diwar-benn ar budjed evit 2017

    Elus dans l'hémicycle régional

    D’an 9, 10 hag 11 a viz C’hwevrer e oa bet breutaet gant an 83 dilennad eus ar Rannvro, ha degemeret ar budjed rannvroel evit 2017 : ur budjed 1,62 miliard €, brasoc’h eget hini ar bloavezh kent. Kit da welet doareoù pennañ ar budjed-se hag an holl vreutadegoù e video war bretagne.bzh.

    Assemblée 

    Lire la suite


  4. Endro
    Koadoù ha Koadeier Breizh, ur programm evit reiñ lañs d’ar c’hoadeier e Breizh

    Evit talañ ouzh digresk ar gorread produiñ koad hag evit ma ne zeufe ket ar c’hoad da vankout, ez eus bet roet lañs d’ur programm skoazell nevez evit plantañ gwez e Breizh. Pal ar programm : sikour da ziorren ar pourvezioù koad e Breizh.

    Environnement 

    Lire la suite


  5. Fontoù europat
    Bilañs ha diaweladoù evit skoazelloù Europa e Breizh

    Poellgor heuliañ ar fontoù europat e Breizh a oa bet bodet digwener tremenet d’ober ar gont eus ar programmoù 2007-2013 ha studiañ ar sevel programmoù europat war ar stern evit ar prantad 2014-2020.

    Europe / International 

    Lire la suite


  6. Gennad ar bageal hag ar mor
    Micherioù ar mor : ur stummadur nevezus evit ar re yaouank

    Jeunes en formation dans le domaine des métiers de la mer

    Da 38 400 € e sav ar skoaziadenn roet gant ar Rannvro d’ar Channel Marine Academy, ur programm kenlabour dreist an harzoù (a bep tu da Vor Breizh) savet evit reiñ da c’houzout d’ar re yaouank (tud gant diaesterioù, dilabour pe hep stummadur) peseurt stummadurioù a c’hellont kaout ha peseurt redoù micher a zo war dachenn ar mor. Mont a ra ar sammad-...

    Formation  Mer 

    Lire la suite


  7. Europa ha yaouankiz Breizh
    Kemerit perzh er genstrivadeg video « Hag Europa, petra eo da soñj dit-te ?

    Etre 15 ha 29 bloaz oc’h ? Rannvro Breizh a ginnig deoc’h sevel ur video ur munut pad d’ar muiañ diwar-benn Europa. Stagit ganti !

    Lire la suite