Filtre en cours : Mer


  1. Mor
    Pesketaerezh e Breizh : Lañsañ ur stroll etreporzhioù

    Abalamour da aozañ o oberoù eo en em vodet Rannvro Breizh hag he c’hevelerien en-dro d’ur stroll etreporzhioù hag a gaver ennañ an holl obererien eus ar filierenn-se. Lañset e vo en un doare ofisiel d’an 22 a viz Meurzh e Konk-Kerne.

    Économie  Pêche  Mer 

    Lire la suite


  2. Bageerezh-dre-lien
    Ur skiper nevez Diwanat Breizh – CMB !

    Tom Laperche, ar skiper Diwanat nevez evit daou vloaz © Martin Viezzer

    Er sizhun-mañ eo bet an tri den a oa war ar renk e gourfenn an Daeadeg Diwanat Breizh – Kef Kengredit Breizh o kevezañ en o unan e bourzh pep a Figaro Bénéteau. An disoc’h : Tom Laperche a vo Skiper Diwanat e-pad daou vloaz evit Filierenn Gwellentez ar redadegoù en donvor.

    Sport  Nautisme  Mer 

    Lire la suite


  3. Arkeologiezh danvor
    Klask peñse La Cordelière

    Plongeur sous-marin avec une torche

    Abalamour da glask adkavout peñse La Cordelière ha hini ar Regent, div vag hag a oa aet d’ar strad e-kerzh un emgann e 1512, eo en em lakaet Rannvro Breizh asambles gant Rann an Enklaskoù Arkeologel Danzour ha Danvor e Ministrerezh ar Sevenadur, evit ur c’houlzad furchadegoù danvorel nevez.

    Patrimoine  Mer 

    Lire la suite


  4. Treuzdougen war vor
    Moret eo Breizh Nevez I

    Moridigezh Breizh Nevez

    D’an 29 a viz Meurzh e oa bet moret al lestr chalbotat nevez eus flodad Breizh, a vo karget eus al linenn etre an Oriant hag Enez-Groe adalek an 30 a viz Meurzh e-plas ar vag Saint-Tudy. Eno e oa Loïg Chesnais-Girard, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, ha Gildas Lagadec, prezidant Kompagnunezh ar Mor Bras.

    Mer  Transport 

    Lire la suite


  5. Gweladenn ar C’hentañ Ministr e Breizh
    Emglevioù evit meurgêrioù abalamour da harpañ ar mont-ha-dont a skiant vat ha kampus ar mor er bed.

    E Breizh e oa Bernard Cazeneuve d’ar 26 a viz Genver. Bet e oa e Roazhon hag e Brest, asambles gant meur a vinistr hag ar Prezidant Le Drian.

    Numérique  Énergie  Apprentissage  Mer 

    Lire la suite


  6. Postadurioù an amzer-da-zont
    Seizh raktres eus Breizh evit ar c’hresk glas

    Seizh raktres evit ar c’hresk glas zo e-touez ar 174 raktres dibabet da-heul ar galv da raktresoù broadel « Oberennoù EBE » evit an treuzkemm energetek hag ekologel (programm broadel a bostadurioù evit an amzer-da-zont).

    Innovation  Mer 

    Lire la suite


  7. Energiezhioù mor
    Ur rod-vor nevez er-maez da Vreizh

    hydrolienne

    Goude ar rod-vor Sabella a oa bet staliet er-maez da enez Eusa e 2015, e oa tro ar rod-vor RELS/Openhydro da vezañ lakaet er-maez da Enez-Vriad, dimerc’her, evit tennañ gounid eus ar redoù-mor a zo en-dro d’an enezenn. Gant an eil rod-vor a vo staliet en nevezamzer ez aio d’ober an uzin gentañ a vo luget ouzh ar rouedad tredan vroadel.

    Énergie  Innovation  Mer 

    Lire la suite


  8. Bageal-dre-lien
    Aymeric Decroocq, trec’h en Daeadeg Diwanidi Breizh - Kef kengredit

    Aymeric Decroocq, le nouveau skipper Espoir

    Goude bezañ erruet da gentañ er c’hevezadegoù, dirak Pierre Quiroga ha Pierre Rhimbault, eo bet trec’h an Dukarkad yaouank, Aymeric Decroocq, e Daeadeg Diwanidi Breizh Kef kengredit.

    Sport  Mer 

    Lire la suite


  9. Zoum video
    Ur gevrat diorren padus gant inizi Breizh

    Gwareziñ endro an inizi, derc’hel o foblañs warno, diorren an armerzh, al lojeiz hag ar servijoù... Setu pal ar Rannvro gant he stignad da skoazellañ inizi Breizh. Amañ e weloc’h raktresoù skouer war Enez-Groe en ur video.

    Mer  Territoire 

    Lire la suite


  10. Daeadeg Diwanidi Breizh-Kef kengredit
    Sébastien Simon, skiper diwanad nevez !

    Kemer a raio paol ar Figaro Bretagne - Crédit mutuel evit daou vloaz, da-heul Corentin Horeau, goude bezañ bet trec’h en Daeadeg. Gourc’hemennoù ivez d’an daou c’hourfennad all, Nedeleg Bigi hag Hugo Kerhascoet, o deus stourmet betek penn !

    Sport  Mer 

    Lire la suite