Filtre en cours : Jeunesse


  1. Yaouankiz ha keodedouriezh
    Loreet eo bet KRY gant ar priz Anacej evit e goulzad skritellañ diwar-benn ar revelezh

    Les jeunes lauréats du prix Anacej posent avec leur récompense

    D’ar 6 a viz Mezheven e oa bet c’hwec’h dileuriad yaouank eus bodad ar yec’hed e Kuzul-rannvro ar yaouankiz, en Avinhon da-geñver emvod-meur an Anacej (kevredad broadel ar c’huzulioù bugale ha yaouankiz). Ganto e oa ar guzulierez-rannvro Anne Troalen. Roet e oa bet ar priz Anacej dezho evit o c’houlzad "Te eo ar reolad".

    Jeunesse  Santé 

    Lire la suite


  2. Deskardelezh e Breizh
    Ha soñjet ho peus tuta un deskard(ez) ?

    « Ha soñjet ho peus tuta un deskard(ez) ? » : ur c’houlzad boulc’het gant Rannvro Breizh, e karg eus an deskardelezh, a ginnig, er sizhun-mañ, d’an embregerezhioù ha d’ar c’hevredigezhioù kaout skoazelloù rannvroel evit enfredañ deskard(ez)ed er gennad prevez pe publik. Perak ne rafec’h ket ?

    Jeunesse  Apprentissage  Entreprise 

    Lire la suite


  3. Distro-deskardelezh 2016 : plasoù a chom c’hoazh !
    Distro-deskardelezh 2016 : plasoù a chom c’hoazh !

    Des jeunes et leur maître d'apprentissage

    16 770 den yaouank o deus bet sinet ur gevrat dija. Met plasoù a chom c’hoazh : 2700 mestr-deskidi a zo o klask tud yaouank c’hoazh. Betek ar 1añ a viz Kerzu 2016 hoc’h eus amzer c’hoazh evit sinañ ur gevrat !

    Education & formation  Jeunesse 

    Lire la suite


  4. Crowdfunding
    Rannvro Breizh, buanaer evit mennadoù ar yaouankizoù

    Etre 18 ha 29 bloaz oc’h ? Ho raktres zo nevezus, krouus hag a zegas e lod evit reiñ startijenn da diriad Breizh ? Evit gallout kaout un taol-skoaz gant Rannvro Breizh, kit war ar renk evit ar galv da raktresoù adal an 12 a viz Mae en ur lakaat hoc’h anv war unan eus an div gensavenn crowdfunding, Gwenneg pe Kengo !

    Jeunesse 

    Lire la suite


  5. Stummerezh kentañ
    Al lise-mor Florence-Arthaud o tigeriñ e Sant-Maloù !

    vue extérieure du lycée bardé de bois

    Al Lise-mor-se, ur skouer a-fet ekosaverezh, a zigor a-benn distro-skol 2015 e Sant-Maloù. Digoret e vo ent ofisiel digwener al lise micherel, a zo bet lakaet dezhañ anv ar verdeerez Florence Arthaud aet da Anaon er bloaz-mañ, ha digeriñ a raio e zorioù d’an holl d’ar Sadorn 12 a viz Gwengolo.

    Formation  Jeunesse 

    Lire la suite


  6. Deskadurezh
    Ul lise publik e Liverieg ac’hann da 2020

    Diviz ar Rannvro da lakaat sevel ul lise publik nevez er biz da Roazhon, hag a zo bet degemeret e dibenn 2014, a responto d’an taol kresk-poblañs uhel rakwelet en tolead-se ac’hann da 2020. Ne chome ken da zisklêriañ e pe gumun e lakaat sevel, dezhi da ginnig un dachenn a-zoare. D’an 18 a viz Mezheven en deus degemeret a-unvouezh ar C’huzul-rannvro...

    Formation  Jeunesse  Sessions 

    Lire la suite


  7. Abadennoù-dibab er rannvro
    Lakait hoc’h anv en Olimpiadennoù ar micherioù e Brest !

    Kemer perzh en Olimpiadennoù ho micher, daoust ha soñjal a rit en dra-se ? Bec’h dezhi neuze ! Da notañ : klask a reer ivez tud evit ar juri.

    Formation  Jeunesse 

    Lire la suite


  8. Emgav
    Un dalc’h dreistordinal « yaouankiz » gant Kuzul-rannvro ar re yaouank

    Jeunes élus du CRJ pendant une commission

    D’ar 15 a viz Mae e oa bodet an dilennidi yaouank evit labourat war ar garta yaouankiz bet roet lañs dezhi gant ar Rannvro.

    Jeunesse 

    Lire la suite