Filtre en cours : Association


  1. Endro
    Copie de Loreidi Trofeoù an diorren padus e Breizh

    Affiche des 13e Trophées bretons du développement durable

    D’an 3 a viz Du e oa bet garedonet pemp raktres skouerius gant 10vet trofeoù an diorren padus e Breizh.

    Agenda 21  Développement durable 

    Lire la suite


  2. Filierenn vicherel
    Micherioù arz : ur bazenn nevez evit frammañ ar filierenn

    Femme travaillant sur un mécanisme d'horlogerie

    Prierezh, arrebeuri ha kinklañ, bizaouierezh, orfeberezh-horolajerezh, gwiaderezh... E Breizh e vez kavet stank ar micherioù arz. Evit frammañ ar filierenn ekonomikel-se en un doare gwelloc’h e talc’h ar Rannvro ha Kambr rannvroel ar micherioù hag an artizanerezh da labourat asambles evit skoazellañ an dud a vicher.

    Arts  Formation 

    Lire la suite


  3. Reuzkemm
    Breizh COP : c’hwi ivez, grit un dra bennak evit an hin !

    « Breizh a-bezh a ra traoù evit an hin : c’hwi ivez, grit un dra bennak ! » : war-lerc’h bezañ broudet an oberourien publik ha prevez eus Breizh (strollegezhioù, embregerezhioù, kevredigezhioù) da labourat, emañ o kabaliñ gant an dud prevez. Un doare rannvroel eus Cop 21 Pariz eo ar BreizhCOp. Goulenn a ra diganeoc’h-c’hwi ivez ober traoù, gant 26 ...

    BreizhCOP 

    Lire la suite


  4. Servij publik rannvroel
    An implijerien e-kreiz servijoù niverel an Ti Kub

    La table ronde organisée pour l'inauguration du Ti Kub

    Dilun e oa bet lidet digoradur « Ti Kub » gant Rannvro Breizh : ar c’horerez servijoù niverel-se a ray d’ar servijoù publik e Breizh mont war-raok holl asambles. War un dro gant se e vo roet lañs d’un dataton d’an 13 ha 14 a viz Mezheven. Lakait hoc’h anv evit stagañ ganti a-stroll ha krouiñ servijoù nevez diwar roadennoù publik ar Rannvro !

    Lire la suite


  5. Krouiñ kleweled
    Ur steuñv nevez-flamm evit ar sinema

    An obererien war dachenn ar c’hleweled e Breizh o doa bet an digarez, d’ar Gwener 29 a viz Meurzh, d’anaout an doareoù nevez ma vezer skoazellet gant ar Rannvro. En hañv a zeu e vo lakaet ar steuñv-se evit ar sinema e pleustr. Mont a ray gwelloc’h diouzh o ezhommoù ha lakaet e vo muioc’h a arc’hant ennañ (24 M€ evit 3 bloaz).

    Lire la suite


  6. Strategiezhioù niverel
    Rannvro Breizh a laka he roadennoù e kerz an holl !

    Gant he forched nevez-flamm eo lodek Rannvro Breizh ent ofisiel e servij publik ar roadennoù. Lakaat a ra he roadennoù e kerz an holl, ar pezh a aesa skignañ hag adimplijout anezho.

    Numérique 

    Lire la suite


  7. Divizadoù
    Pep tra diwar-benn budjed 2019

    D’ar 7 hag 8 a viz C’hwevrer e oa bet votet budjed ar Rannvro evit 2019 gant an 83 a guzulierien-rannvro : 1,55 miliard a euroioù evit kas obererezhioù da benn war an tachennoù bras a zo stag ouzh kefridioù Rannvro Breizh : stummañ, ekonomiezh, treuzdougen, kempenn an tiriad… Adkavit ar pep pennañ eus budjed 2019 hag an holl gendivizoù e video e-ba...

    Assemblées 

    Lire la suite


  8. Krouiñ er c’hleweled
    Copie de Copie de Ur skoazell gant ar Rannvro d’an amatourien da sevel filmoù

    Sikour lakaat krouerien nevez war wel er sinema hag er c’hleweled : sed aze ar pezh a venner ober gant ar « skoazell d’ar programmoù krouiñ a-gevret » nevez-lañset gant Rannvro Breizh evit ar c’hevredigezhioù a brodu filmoù savet gant amatourien. Un doare skoazell nevez hag a arnoder evit harpañ ar c’hrouidigezhioù a bep seurt.

    Culture  Aides Régionales 

    Lire la suite


  9. Trofeoù ar Sport e 2018
    Piv eo loreidi trofeoù ar sport e 2018 ?

    Er bloaz-mañ c’hoazh ez eus rentet enor gant ar Rannvro d’ar sportourien vreizhat o deus tapet brud er c’henstrivadegoù broadel hag etrebroadel. Sellit ouzh anvioù ar c’hwec’h loread a zo bet enoret !

    Sport 

    Lire la suite


  10. Etrebroadel
    Breizh ha Shandong a ya pelloc’h gant o c’henober

    Mont pelloc’h gant ar pezh a vez graet ha mont war dachennoù obererezh nevez : sed aze pal an emglev kenober nevez sinet etre prezidant Rannvro Breizh, Loïg Chesnais-Girard, ha gouarnour ar rannvro sinaat Shandong Gong Zheng, a zo e Breizh hiziv, d’an 8 a viz Du.

    Europe / International 

    Lire la suite