Filtre en cours : 2017


  1. An divizadoù diwezhañ
    Dalc’h ar 14 hag ar 15 a viz Kerzu 2017 berr-ha-berr

    E-kerzh an dalc’h-se gouestlet da heñchadur ar budjed e 2018 e oa bet termenet perzhioù pennañ ar budjed evit 2018 a vo votet, an eil programm war-lerc’h egile, e miz C’hwevrer da zont. War ar roll labour e oa ivez : ar c’hevratoù broioù adwelet, emdroadur kartenn ar stummadurioù kentañ, perzh Breizh e politikerezhioù Europa pe c’hoazh ar raktresoù...

    Assemblée 

    Lire la suite


  2. Lid
    Trofeoù ar sport e 2017 : al loreidi

    lauréats 2017 des Trophées du sport

    Ur wech ouzhpenn, gant an 28vet Trofeoù ar sport eo bet enoret ar gwellañ sportourien vreizhat o deus degaset brud vat war anv Breizh war ar podiomoù e-kerzh ar bloaz-mañ. Roet e oa bet ar prizioù d’al loreidi d’ar 7 a viz Kerzu gant ar marc’hhouarner Warren Barguil, paeron al lid er bloaz-mañ.

    Sport 

    Lire la suite


  3. Lid-digeriñ
    Ti Lab, labourva rannvroel an neveziñ publik

    Kaout fiziañs en ijin a-stroll ha lakaat an implijerien e-kreiz ar jeu abalamour da wellaat ar servijoù publik : setu al labour arnodiñ a vo kaset da benn gant Ti Lab, labourva rannvroel an neveziñ, digoret ez-ofisiel diriaou e Roazhon.

    Innovation 

    Lire la suite


  4. Kemm ekologel
    Ajañs ar vevliesseurted e Breizh

    Ac’hann da fin 2017 e tlefe an Ajañs da zont evit ar vevliesseurted e Breizh bezañ lakaet da vont en-dro. Krouet eo da-geñver Cop ar Rannvro a oa bet lusket en nevez-amzer diwezhañ. Kerkent ha lakaet da vont en-dro e ranko reiñ lañs da veur a chanter evit gwareziñ hag adsevel an ekoreizhiadoù.

    Biodiversité  Environnement  Développement durable 

    Lire la suite


  5. Bannoù-treset
    « Tintin en Amerika » embannet e brezhoneg

    Image de la couverture de Tintin en breton

    Dimerc’her diwezhañ e oa deuet « Tintin en Amerika » er-maez. Ar wech kentañ eo d’al levr-se da vezañ embannet e brezhoneg. Abadennoù sinañ an embannadur nevez-se e-kerzh Festival al levrioù e Karaez d’ar Sadorn 28 a viz Here adalek 3 eur gm hag er stal-levrioù M’enfin e Roazhon da 6 e d’abardaez d’an 3 a viz Du !

    Arts  Culture  Langues De Bretagne 

    Lire la suite


  6. Bodadenn
    An divizioù da-geñver dalc’h ar C’huzul-rannvro

    Les élus dans l'hémicycle de Courcy

    D’an 12 ha 13 a viz Here e oa bodet ar guzulierien-rannvro en Ostel Courcy e Roazhon evit kendivizout diwar-benn an deskardelezh, ar stummadurioù yec’hedel ha sokial, park natur rannvroel Traoñienn ar Renk-Aod an Emrodez, e-touez sujedoù all...

    Assemblée 

    Lire la suite


  7. Deskadurezh ha stummañ
    Distro-skol 2017 e liseoù Breizh

    Lycéens courant dans la cour d'un établissement

    Krog eo Isabelle Pellerin, besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus al liseoù, gant ur c’houlzad gweladennoù el liseoù da-geñver an distro-skol abalamour da c’houzout pelec’h eur en em gavet gant oberoù fetis ar Rannvro e liseoù Breizh. Ar sizhun-mañ : al liseoù Rosa Parks e Rostrenenn, Alain-René Lesage e Gwened ha Beltram ar Gwesklin en Alre.

    Education & formation  Lycée 

    Lire la suite


  8. Ar brezhoneg war ar pemdez
    Tremenit ho tiplom barregezh war ar yezh e brezhoneg (DBY) !

    Krouet eo bet, er bloaz-mañ, an diplom kentañ war ar brezhoneg anavezet evit an dud deuet : an DBY e brezhoneg. Testeniañ a ra, evit Europa a-bezh, e vezer barrek d’ober gant ur yezh. Ma fell deoc’h tremen anezhañ (gant sikour ar Rannvro), lakait hoc’h anv enlinenn a-benn an 13 a viz Mae !

    Lire la suite


  9. Labour-douar
    Kendiviz foran : peseurt PBLD war-lerc’h 2020 ?

    réunion de restitution de la PAC

    A-benn 2021 e tleo Politikerezh Boutin al Labour-douar adreizhet bezañ lakaet da dalvezout ; da c’hortoz eur krog da gendivizout war ar sujed-se dija. Breizh zo unan eus ar rannvroioù kentañ e Frañs hag en Europa war dachenn al labour-douar, gant se e sell an afer-se outi da vat. Se zo kaoz ez eus roet lañs, gant Rannvro Breizh, d’ur c’hendiviz for...

    Agriculture 

    Lire la suite


  10. Touristerezh
    Breizh gant 10 bro evit an douristed

    La plage de Tourony à vélo

    Brest Douaroù ar Meurvor, Kalon Breizh pe Aod ar Vein Ruz… : brudañ a reer Breizh evit an douristed gant dek korn-bro hag a glot gant al lec’hioù darempredet gant an dud a zeu da vakañsiñ. Dek « Bro evit an douristed » hag a zo galvet, pep hini anezho, da ziorren o c’hinnigoù a-fet an touristerezh.

    Lire la suite