Filtre en cours : juin 2019


  1. Treuzdougen ha monedone
    Gar Roazhon o tont war wel

    War-lerc’h pevar bloavezh labourioù emañ ar chanter e gar Roazhon oc’h echuiñ. Graet eo ar pol eskemmoù liesvod-se (PEL) evit un dra : aesaat hag eeunaat d’an holl mont ha dont, forzh peseurt doare treuzdougen e vefe. Emgav a-benn an 3 a viz Gouere evit al lid-digeriñ !

    Lire la suite


  2. Keleier keodedel
    Karr Breizh : ar Rannvro o vont davet merc’hed ha paotred Breizh

    Visuel Karr Breizh

    Mont davet ar geodedourien abalamour da zisplegañ dezho petra eo kefridioù ar Rannvro ha peseurt servijoù hag alioù a c’hall-hi degas dezho : sed aze ar soñj a zo deuet gant ar C’huzul-rannvro a ginnig pevar emgav er pevar departamant a ya d’ober ar rannvro, etre ar 26 a viz Mezheven hag ar 6 a viz Gouere.

    Lire la suite


  3. Bodadenn
    Dalc’h an 20 hag 21 a viz Mezheven 2019 berr-ha-berr

    Loïg Chensais-Girard en session

    E-kerzh an dalc’h-se e oa bet kendivizet gant an dilennidi diwar-benn Breizh Kas Uhel-kenañ, Ajañs ar vevliesseurted e Breizh, Steuñv energiezh al liseoù, nevesaat glad Breizh, dizarbenn ha merañ al lastez... Sellit amañ ouzh ar c’hendivizoù hag an divizadoù pennañ a oa bet e dalc’h miz Mezheven 2019.

    Lire la suite


  4. Breizh a labour evit an Hin
    Breizhcop : traoù e-leizh e-pad ur sizhun war an treuzkemm ekologel

    Pesronnes devant un écran à la Breizh COP

    Gouestlet e oa ar sizhunvezh eus an 3 d’ar 7 a viz Mezheven da VreizhCop. Diwar pemp devezh pep a dem dezho, diwar-benn ar yaouankiz, an hin hag ar genskoazell, an tiriadoù, eo deuet emglevioù Breizh evit an hin.

    BreizhCOP 

    Lire la suite