Filtre en cours : février 2019


  1. Yezhoù Breizh
    E miz Meurzh emañ mizvezh ar brezhoneg... ha mizvezh ar gallaoueg !

    E miz Meurzh e roer enor da yezhoù Breizh : « Mizvezh ar brezhoneg » ha « Mizvezh ar gallaoueg - Maiz du galo » zo ! Eus ar stummañ d’ar yezhoù betek an oberoù sevenadurel, anez ankouaat an ostilhoù bureveg, digarez ho po d’anaout nouspet doare warn-ugent d’ober war ar pemdez gant ar brezhoneg pe ar gallaoueg, pe an daou war ar memes tro.

    Culture & loisirs  Langues De Bretagne 

    Lire la suite


  2. Strategiezhioù niverel
    Rannvro Breizh a laka he roadennoù e kerz an holl !

    Gant he forched nevez-flamm eo lodek Rannvro Breizh ent ofisiel e servij publik ar roadennoù. Lakaat a ra he roadennoù e kerz an holl, ar pezh a aesa skignañ hag adimplijout anezho.

    Numérique 

    Lire la suite


  3. Sinema
    Oberennoù kaer eus Breizh loreet e Festival Etrebroadel ar Filmoù Berr e Clarmont-Ferrand !

    Berzh a ra ar filmoù bevaat eus Breizh ! D’ar 7 a viz C’hwevrer e oa aet daou briz hag ur meneg dibar ganto da-geñver 41vet dalc’h festival ar filmoù berr e Clarmont-Ferrand. Grit anaoudegezh ganto !

    cinéma  Culture & loisirs 

    Lire la suite


  4. Divizadoù
    Pep tra diwar-benn budjed 2019

    D’ar 7 hag 8 a viz C’hwevrer e oa bet votet budjed ar Rannvro evit 2019 gant an 83 a guzulierien-rannvro : 1,55 miliard a euroioù evit kas obererezhioù da benn war an tachennoù bras a zo stag ouzh kefridioù Rannvro Breizh : stummañ, ekonomiezh, treuzdougen, kempenn an tiriad… Adkavit ar pep pennañ eus budjed 2019 hag an holl gendivizoù e video e-ba...

    Assemblées 

    Lire la suite