Breizh niverel
Ar ".bzh" digor d’an holl bremañ

An holl dud a c’hall mirout o anv domani e « .bzh » bremañ. Ha mont a raio ar Vretoned da-heul ar gevredigezh www.bzh ?
Filtre en cours : 2014
An holl dud a c’hall mirout o anv domani e « .bzh » bremañ. Ha mont a raio ar Vretoned da-heul ar gevredigezh www.bzh ?
Ar sizhun-mañ e teu ar « .bzh » war wel er gwiad goude dek bloavezh labour. Ar rannvro c’hall gentañ gant hec’h astenn Internet dezhi hec’h-unan e vo Breizh.
An holl obererien a ver an dour a oa bet bodet d’al Lun 8 a viz Kerzu evit staliañ Kuzuliadeg Breizh an dour hag ar meteier dourel. Pal ar strollad labour : sevel ur steuñv breizhat evit an dour a-benn 2016.
25vet Trofeoù ar sport a oa bet roet er sizhun-mañ. E c’hwec’h rummad eo bet loreet an atletourien hag an atletourezed breizhat o deus kaset uhel livioù Breizh e 2014. Grit anaoudegezh gant al loreidi hag al loreadezed dre o foltredoù video, gant ar pemp priz ispisial roet er bloaz-mañ ha sellit ouzh an nozvezh dreistordinal a oa bet aozet gant Ran...
Dilennet ez eus 160 kuzulier-rannvro gant liseidi ha deskarded Breizh. Bremañ emañ pedet an dilennidi nevez d’en em gavout e Sant-Maloù e-pad un dibenn-sizhun, evit ober anaoudegezh an eil re gant ar re all ha gant an engouestl keodedel.
Evit ma vo implijet gwell an danvezioù hep dale e kinnig ar Rannvro d’an embregerezhioù ha d’ar strollegezhioù a zo war an dachenn skoazellañ o raktresoù ma klotont gant doareoù produiñ an ekonomiezh-kelc’h.
Ur souezhadenn eo : n’eo ket pemp met c’hwec’h loread a zo bet ar bloaz-mañ pa oa bet roet Trofeoù Breizh an diorren padus. Setu ur brouenn ouzhpenn eus lañs ar rannvro a-fet neveziñ fur.
Ouzhpenn dek bloavezh labour zo bet ezhomm. Dek bloavezh evit ma rofe an ICANN (an aozadur a reol internet) aotre d’ar Rannvro ha d’ar gevredigezh www.bzh da werzhañ an anv domani. Dek vloaz zo tremenet a-raok ma c’hallfe pep Breton diskouez e identelezh kerkent hag en e chomlec’h lec’hienn internet.
Grit anaoudegezh gant istor Breizh (en-dro), eus – 700 000 bloaz betek hiziv, e bretagne.fr, e galleg pe e brezhoneg, en ur sellet ouzh un heuliad tri fennad video warn-ugent savet gant an ti-embann Skol Vreizh.
Un tren herrek rannvroel nevez, daou estaj ha livioù Rannvro Breizh dezhañ, a vo o vont war hentoù-houarn Breizh adal miz Du. Ar veaj kentañ a oa bet graet gantañ dimerc’her etre Dol ha Sant-Maloù.
Suivez la région bretagne sur :
Abonnez-vous à la lettre d'infos hebdo. :