Filtre en cours : 2014


  1. Breizh niverel
    Ar ".bzh" digor d’an holl bremañ

    An holl dud a c’hall mirout o anv domani e « .bzh » bremañ. Ha mont a raio ar Vretoned da-heul ar gevredigezh www.bzh ?

    Numérique  Territoire 

    Lire la suite


  2. Tiriad Breizh ha niverel
    Erruet eo ar « .bzh » !

    Ar sizhun-mañ e teu ar « .bzh » war wel er gwiad goude dek bloavezh labour. Ar rannvro c’hall gentañ gant hec’h astenn Internet dezhi hec’h-unan e vo Breizh.

    Numérique  Innovation 

    Lire la suite


  3. Merañ an dour hag ar meteier dourel
    Sevel ur steuñv breizhat evit an dour

    An holl obererien a ver an dour a oa bet bodet d’al Lun 8 a viz Kerzu evit staliañ Kuzuliadeg Breizh an dour hag ar meteier dourel. Pal ar strollad labour : sevel ur steuñv breizhat evit an dour a-benn 2016.

    Assemblées 

    Lire la suite


  4. Trofeoù sport Breizh 2014
    Trofeoù sport Breizh 2014 : al loreidi !

    Visuel Trophées du sport 2014

    25vet Trofeoù ar sport a oa bet roet er sizhun-mañ. E c’hwec’h rummad eo bet loreet an atletourien hag an atletourezed breizhat o deus kaset uhel livioù Breizh e 2014. Grit anaoudegezh gant al loreidi hag al loreadezed dre o foltredoù video, gant ar pemp priz ispisial roet er bloaz-mañ ha sellit ouzh an nozvezh dreistordinal a oa bet aozet gant Ran...

    Sport  Territoire 

    Lire la suite


  5. Yaouankizoù ha politikerezh
    Dilennidi nevez Kuzul-rannvro ar Yaounkizoù

    Dilennet ez eus 160 kuzulier-rannvro gant liseidi ha deskarded Breizh. Bremañ emañ pedet an dilennidi nevez d’en em gavout e Sant-Maloù e-pad un dibenn-sizhun, evit ober anaoudegezh an eil re gant ar re all ha gant an engouestl keodedel.

    Assemblées 

    Lire la suite


  6. Galv da ziskouez e youl
    Ur skoazell da ziorren an ekonomiezh-kelc’h

    En ekonomiezh-kelc’h e lakaer oberoù disheñvel hag a sikour da verañ gwell an danvezioù, an adaozañ en o zouez.

    Evit ma vo implijet gwell an danvezioù hep dale e kinnig ar Rannvro d’an embregerezhioù ha d’ar strollegezhioù a zo war an dachenn skoazellañ o raktresoù ma klotont gant doareoù produiñ an ekonomiezh-kelc’h.

    Économie  Développement durable 

    Lire la suite


  7. Agenda 21
    Trofeoù an diorren padus : al loreidi !

    Teir sizhunvezh o doa tremenet an 12 lisead e Togo evit nevesaat ar skol "Ma patrie" e Lomé

    Ur souezhadenn eo : n’eo ket pemp met c’hwec’h loread a zo bet ar bloaz-mañ pa oa bet roet Trofeoù Breizh an diorren padus. Setu ur brouenn ouzhpenn eus lañs ar rannvro a-fet neveziñ fur.

    Santé  Développement durable 

    Lire la suite


  8. Tiriad niverel
    Kevredigezhioù : hiviziken e c’hallit mirout ho chomlec’h gant an astenn « .bzh »

    Ouzhpenn dek bloavezh labour zo bet ezhomm. Dek bloavezh evit ma rofe an ICANN (an aozadur a reol internet) aotre d’ar Rannvro ha d’ar gevredigezh www.bzh da werzhañ an anv domani. Dek vloaz zo tremenet a-raok ma c’hallfe pep Breton diskouez e identelezh kerkent hag en e chomlec’h lec’hienn internet.

    Numérique  Territoire 

    Lire la suite


  9. Heuliad liesvedia
    Istor Breizh e tri fennad video warn-ugent

    Grit anaoudegezh gant istor Breizh (en-dro), eus – 700 000 bloaz betek hiziv, e bretagne.fr, e galleg pe e brezhoneg, en ur sellet ouzh un heuliad tri fennad video warn-ugent savet gant an ti-embann Skol Vreizh.

    Numérique  Territoire 

    Lire la suite


  10. Beaj kentañ
    Erru eo ar « Regio 2N » e rouedad THR Breizh

    Un tren herrek rannvroel nevez, daou estaj ha livioù Rannvro Breizh dezhañ, a vo o vont war hentoù-houarn Breizh adal miz Du. Ar veaj kentañ a oa bet graet gantañ dimerc’her etre Dol ha Sant-Maloù.

    Trains  Territoire  Transport 

    Lire la suite