Brezhoneg | Kleweled
Un taol skoaz gant ar Rannvro evit skrivañ heuliadoù berr e brezhoneg

E stern he folitikerezh yezh, kinnig a ra Rannvro Breizh ur skoazell hiniennel evit harpañ diorroadur ar senariooù faltazi berr e brezhoneg, e kenlabour gant Frañs 3 Breizh ha Brezhoweb.


Pics on stock

A-benn kas war-raok ha broudañ krouiñ heuliadoù faltazi berr e brezhoneg war ar skinwel, divizet eo bet gant Rannvro Breizh postañ ur golo-arc’hant 4 500 € bep bloaz evit harpañ skrivañ senariooù. Klokaet gant 1 500 € eus perzh Frañs 3 Breizh ha 500€ eus perzh Brezhoweb, harpet e vo tri·teir aozour·ez gant ar golo-mañ.

 

Ar pal eo harpañ ar filierenn broduiñ faltaziennoù da liesaat temoù ha danvez ar senariooù evit ma vo skignet heuliadoù nevez war ar chadennoù TV ha war ar genrouedad. Setu perak eo kenarc’hantaouet ha skoazellet ar stignad-mañ ent teknikel gant Frañs 3 Breizh ha Brezhoweb.

 

Ar raktresoù a vo priziet gant ar bodad-lenn, kenaozet gant ar C’huzul-rannvro, Frañs 3 Breizh, Brezhoweb hag Ofis publik ar brezhoneg. Sellet e vo a-dost ouzh kalite implij ar brezhoneg, kempouez ha dibarder ar senario, poellegezh an tudennoù ha sevenidigezh ar raktres hollek. Etre 3 a 10 munutenn e pado pep abadenn ha 10 abadenn a yay d'ober an heuliad da nebeutañ.

C'hoant hoc'h eus da ginnig ur senario brezhonek ? Resevet e vo ar raktresoù betek ar 7 a viz Here 2019, neuze… bec'h d’ho klavieroù !

Publié le


Partagez ce contenu