Galv da raktresoù
Copie de Gouel Breizh 2019 : it war ar renk betek ar 24 a viz Gwengolo 2018

Etre ar 17 hag ar 26 a viz Mae 2019 e vo dalc’het Gouel Breizh, rak-se emañ Rannvro Breizh oc’h embann ur galv nevez da raktresoù evit sikour ar c’hevredigezhioù, an aozadurioù hag ar strollegezhioù a laka o nerzh evit aozañ festoù liammet ouzh sevenadurioù Breizh.

Festival Kankaven - Gouel Breizh 2018
Festival Kankaven - Gouel Breizh 2018 Charles Crié

Da-geñver Gouel Breizh e vez roet sikourioù arc’hant gant Rannvro Breizh d’un toullad kevredigezhioù, aozadurioù ha strollegezhioù hag a vez oc’h aozañ festoù. Ouzhpenn-se, an aozerien festoù a gemer perzh e programm ofisiel Gouel Breizh, ha pa n’o defe ket arc’hant digant ar Rannvro, a vez sikouret a-fet brudañ.

Evit 2019 e vo ret d’an aozadurioù a yay war ar renk da-heul ar galv da raktresoù kas un teuliad a-raok ar 24 a viz Gwengolo 2018, a vo kinniget ennañ kement-mañ dre ar munud :

  • An aozadur, pal e obererezhioù, e oberoù, e skiant-prenet
  • Ar raktres displeget dre ar munud
  • Ar steuñv hag ar binvioù kehentiñ emañ e-sell d’ober ganto
  • Ar rakvudjed kempouez evit ar raktres

Gallout a ra ar re a ya war ar renk bezañ sikouret da gompren ar galv da raktresoù ha da gas o raktres da benn gant an embregerezh "La Mutinerie", a zo bet fiziet ennañ, evit 2019, ar marc’had publik « Luskañ rouedadoù abadennoù aozet da-geñver Gouel Breizh » : contact@la-mutinerie.bzh.
Evit gouzout hiroc’h war ar galv da raktresoù ha mont war ar renk : Galv da raktres "Gouel Breizh 2019"

A-hend-all e c’hall kement aozadur zo lakaat e abadenn e-barzh programm Gouel Breizh, goude ar 24 a viz Gwengolo zoken. Dav eo ivez mont e darempred gant "La Mutinerie" : contact@la-mutinerie.bzh.

Al label "Territoire en Fête"

Graet eo al label-mañ evit ar c’humunioù, ar c’humuniezhoù-kumunioù, ar c’harterioù er c’hêrioù hag ar c’hevredigezhioù harpet gant ur strollegezh lec’hel, hag a zastum o nerzh da-geñver Gouel Breizh. Roet e vez al label evit 3 bloaz. Ar strollegezhioù labelaet a vez lakaet muioc’h war wel er c’houlzad brudañ kaset en-dro gant ar Rannvro.

Bezañ labelaet ne dalvez ket resev ur skoazell arc’hant, gallout a reer kaout al label anez kemer perzh er galv da raktresoù "Gouel Breizh". Gwelet ar furmskrid labelaat.

 

Bilañs Gouel Breizh 2018

E-kerzh 10vet Gouel Breizh, kaset en-dro gant ouzhpenn 9000 den a-youl vat ha 180 a aozerien, e oa bet sachet meur a gant mil a dud evit reiñ ton da Vreizh. Aozet e oa bet neuze ouzhpenn 330 abadenn e Breizh hag ivez e lec’h all e Frañs hag er broioù estren, betek New York, Dinedin, Shanghai pe Dulenn.

An taol-mañ eo bet merket ar gouel gant gizioù nevez, evel kinnig abadennoù sonerezh klasel gant, da skouer, troiad Laz-seniñ Sinfonek Breizh e su Penn-ar-Bed hag Operaoù an Hañv e Dinarzh, mirdioù zo o deus kemeret perzh evel Mirdi ar Pesketaerezh e Konk-Kerne pe Mirdi ar Bleiz er C’hloastr-Plourin, pe c’hoazh lakaet ez eus bet oberoù keodedel war wel evel « Ultra Edition » er Releg-Kerhuon pe « L'effet mer » en Enez-Tudi.

Tost da 60 a aozerien ouzhpenn e 2018 e-keñver ar bloaz a-raok, ha tud a-leizh o kemer perzh e Breizh hag ivez e Frañs hag er broioù estren, setu m’eo splann ez eo Gouel Breizh un darvoud pouezus-bras e bed ar sevenadur e Breizh, gouest da vezañ anavezet ha da vodañ tud en tu all da harzoù Breizh.