Treuzdougen ha monedone
Gar Roazhon o tont war wel

War-lerc’h pevar bloavezh labourioù emañ ar chanter e gar Roazhon oc’h echuiñ. Graet eo ar pol eskemmoù liesvod-se (PEL) evit un dra : aesaat hag eeunaat d’an holl mont ha dont, forzh peseurt doare treuzdougen e vefe. Emgav a-benn an 3 a viz Gouere evit al lid-digeriñ !


Thomas Crabot

E-doug pevar bloaz eo deuet gar SNCF Roazhon da vezañ ur Pol Eskemmoù Liesvod (PEL). A-dal an dalc’hoù a sell ouzh ar monedone hiziv an deiz ez eo ar pol-se kreizig-kreiz an eskemmoù ma c’hall an goll zoareoù treuzdougen kejañ an eil re ouzh ar re all : belo, bus, metro, tren… ha mont war-droad zoken !

E Roazhon ez eus bet empentet ur sal eskemmoù liesvod 2000 m2 dezhi abalamour da aesaat d’an dud tremen eus an eil doare treuzdougen d’egile. Mont a reer diwarni war-zu ar gar SNCF lec’h m’eo puilhoc’h ar c’hinnig, gar ar c’hirri-boutin, linenn A ar metro (hag al linenn B a-benn nebeud), ar beloioù Star emservij, darn eus al linennoù bus... Bez’ ez eus ivez ur stal nevez-flamm eno, d’ar veajourien da brenañ o bilhedoù evit ar rouedad rannvroel (BREIZHGO) ha hini ar veurgêr (STAR).

Kresket eo bet ar parklec’h er Su evit mont diouzh ar c’hinnig-se : eno e kaver 1 200 plas evit ar c’hirri-tan, ur parklec’h suraet evit beloioù ha divrodegoù, hag ivez gweturioù City Roul’ emservij da feurmiñ.

page 0

Ur raktres savet a-stroll

A-benn sevel ar Pol Eskemmoù Liesvod e Roazhon e oa bet sinet ur gevrat e 2012 etre meur a geveler : SNCF, ar Stad, Rannvro Breizh, Departamant Il-ha-Gwilen, Roazhon Meurgêr, Ti-kêr Roazhon. Gant ar c’hevelerezh-se ez eus bet gallet termeniñ programm al labourioù ha kenarc’hantaouiñ an afer, a sav da 126 milion a euroioù pe war-dro. Karget e oa pemp mestr an oberiadur da gas ar raktres da benn.

Lakaat Breizh a-bezh da vont gant ar memes tizh

En tu all d’ar pezh a zo bet graet e gar Roazhon e fell d’ar Rannvro lakaat al LTB da zegas he lañs e pep lec’h e Breizh. Se zo kaoz eo krog da adkempenn 11 gar abalamour dezho da vezañ poloù eskemmoù liesvod ha diwar se da aesaat d’an holl mont ha dont e Breizh. Grit anaoudegezh gant ar raktres dre skeudennoù.

Lid-digeriñ d’an 3 a viz Gouere 2019

Adalek kreisteiz betek hanternoz e vo dizoloet gar Roazhon war don ar festoù. E-barzh ar programm : kousk-aez gant sonerezh, boom, sinema er-maez ha sonadeg gant ar strollad The Eighty, hag ivez Laz-seniñ Sinfonek Skolioù-meur Roazhon ha Melting’Notes Orchestra, a zo ur strollad krouet a-ratozh-kaer evit an deiz-se. E lid-digeriñ ofisiel ar gar e vo Élisabeth Borne ha Jean Yves le Drian, hag ivez Loïg Chesnais Girard, prezidant Rannvro Breizh.


Publié le


Partagez ce contenu