Endro
Copie de Loreidi Trofeoù an diorren padus e Breizh

D’an 3 a viz Du e oa bet garedonet pemp raktres skouerius gant 10vet trofeoù an diorren padus e Breizh.

Affiche des 13e Trophées bretons du développement durable

Evit an 10vet bloavezh diouzhtu ez eus bet garedonet gant ar Rannvro, ar Stad hag an Ademe raktresoù breizhat hag a zegas nevezenti war dachenn an diorren padus. Gant Trofeoù an diorren padus e Breizh, bet krouet e 2005, e vez broudet ha talvoudekaeet an oberoù nevezus war dachenn an diorren padus. Ret e oa d’ar raktresoù kinniget bezañ raktresoù da badout ha kemer pevar zra e kont : an ekonomiezh, ar vuhez sokial, an endro hag ar perzhioù demokratel.

Tem 2015 : ar cheñchamant hin

D’an 3 a viz Du e oa bet roet pevar zrofe neuze, e pevar rummad : skolioù, kevredigezhioù, embregerezhioù hag obererien bublik. Ur priz a-ratozh, hag a zo diouzh an tem dibabet gant ar genstrivadeg, a vo roet ivez. Er bloaz-mañ, evel un dasson eus Kendalc’h an Hin (Cop 21), e vo lakaet ar pouez war ar cheñchamant hin.

Ouzhpenn m’eo bet lakaet ar raktresoù garedonet war wel e vo sevenet ur video 2 vunutenn evit ma c’hallo al loreidi skignañ anezho gwelloc’h.

Loreidi 2015 

Kevredigezhioù : Recyclerie Un peu d'R (Penn-ar-Bed) :
Sevel ur rouedad evit adaozañ hag evit lakaat e ratre vat traoù eus ar vuhez pemdeziek evit an hiniennoù, an embregerezhioù hag an obererien bublik.

Embregerezhioù : Breizh Phenix (Il-ha-Gwilen) :
Un hanterour etre ar broduerien, ar werzherien hag ar c’hevredigezhioù evit kinnig un eil buhez d’ar produioù zo e dibenn ur c’helchiad beveziñ.

Obererien bublik : MEDEFI (Il-ha-Gwilen) :
Krouiñ « ma BUREV all », un takad labour rannet

Skolioù : Skolaj Roz Avel Gwerliskin (Penn-ar-Bed) :
Studiañ cheñchamant an hin e Breizh a-hed ar c’hantvedoù hag e levezon war arvor Breizh.

Priz ar juri : Enercoop Bretagne (Il-ha-Gwilen) :
Sevel un doenn fotovoltaek tost da 2 000 m2 war savadur ar Biocoop e Meled gant ur postadur keodedour. Anavezet eo ar raktres dindan an anv « heol ar c’hornôg bras ».