Filierenn vicherel
Micherioù arz : ur bazenn nevez evit frammañ ar filierenn

Prierezh, arrebeuri ha kinklañ, bizaouierezh, orfeberezh-horolajerezh, gwiaderezh... E Breizh e vez kavet stank ar micherioù arz. Evit frammañ ar filierenn ekonomikel-se en un doare gwelloc’h e talc’h ar Rannvro ha Kambr rannvroel ar micherioù hag an artizanerezh da labourat asambles evit skoazellañ an dud a vicher.

Femme travaillant sur un mécanisme d'horlogerie
Franck Bétermin

Da-geñver al labour evit frammañ filierenn ar micherioù arz, a oa bet boulc’het e 2017, emañ Rannvro Breizh ha Kambr rannvroel ar micherioù hag an artizanerezh (KRMA) o paouez kemenn o steuñv ober nevez evit ar micherioù arz : lakaat ar bodad rannvro gouestlet d’ar micherioù arz da vont en-dro. D’an 20 a viz Mae neuze e oa bet diskouezet, gant Loïg Chesnais-Girard ha Louis Noël, prezidant KRMA, ar sturfollenn evit 2019, savet asambles gant an dud a vicher, ha kinnigoù a-fet oberoù a-berzh ar bodad nevez-se.

Tri dalc’h pennañ evit frammañ ar filierenn :

Da-heul an enklask a oa bet graet e 2018 e-touez an dud a labour war dachenn ar micherioù arz e Breizh, e oa bet savet stad an traoù evit a sell ouzh o ezhommoù hag ar c’hudennoù a c’hall sevel. Diwar se e oa deuet tri dalc’h war wel :

  • luskañ, skignañ ar c’heleier e-touez an dud a vicher (evit a sell ouzh arc’hantaouiñ, stummadurioù, digarezioù d’ober kenwerzh),
  • sikour an diorren ekonomikel e-touez an dud a vicher ha lakaat treuzkas ar chemet,
  • brudañ talvoudoù ha perzhioù dibar ar gennad e pep lec’h e Breizh.

An oberoù emeur e-sell da gas war-raok :

Kinniget en deus ar bodad rannvro evit ar micherioù arz heñchañ oberoù war-zu ar palioù-mañ :

  • skignañ ar c’heleier, an titouroù war ar stummadurioù hag ar skoazelloù a c’haller kaout, dre un doare kehentiñ a-feson ha resis e balioù, gant skoroù kehentiñ a-ratozh : lizher-kelaouiñ, lec’hienn Internet, rouedadoù sokial,
  • bezañ a-stroll e saloñsoù micherel e Frañs evit lakaat e pleustr ar skoazelloù war-eeun d’an dud a vicher,
  • kevreañ an dud a zo war ar micherioù arz e luskoù a-stroll dre bodadoù labour.
Petra zo er c’henemglev ?

E miz Kerzu 2017 e oa bet kensinet ur c’henemglev gant ar Rannvro ha KRMA, evit ur maread 18 miz.Er bodad sturiañ a zo bet savet e kaver Kambr ar micherioù hag an artizanerezh, Rannvro Breizh, tud hag a zo war ar micherioù arz, aozadurioù dileuriañ ar gennad. Ul lec’h evit kendivizout war an doare ma vo heñchet ar bodad rannvro eo, hag evit gwelet e peseurt stad e vezer en em gavet gant al labourioù.


Tags : Arts Formation

Publié le


Partagez ce contenu