Skoazelloù gant ar Rannvro
Kasit ho raktres startup war-raok gant Inno Market’up !

Ur raktres startup ho peus, peotramant raktresoù evit ho startup ? Sikouret e vioc’h gant Rannvro Breizh dre un hollad skoazelloù arc’hant bet soñjet a-ratozh evit an embregerezhioù nevezus. Taolomp ur banne sklêrijenn war Inno Market’ up : ar skoazell-se gant ar Rannvro a sikour ac’hanoc’h da duta ho sterner pe ho sternerez kentañ abalamour da harpañ ho tiorroadur.

Open space avec quelques personnes travaillant sur des table de bureau

Barrek-kenañ eo ar startupoù da neveziñ ha da grouiñ implijoù. Rak-se e kemeront perzh e buhezegezh an ekonomiezh e Breizh. Dezho da gaout un endro mat evit diorren, Rannvro Breizh a ginnig war un dro un hollad binvioù arc’hant diouzh ezhommoù ar startupoù hag ur sikour dre ur rouedad gant seizh teknopol. Setu e c’hall ar startupoù bezañ sikouret e pep amzer eus o buhez (asambles gant ar strolloù kumunioù) :

  • ar c’hrouiñ, gant skoazelloù diouzh an embregerezhioù nevezus a bep seurt : prest a enor, ken-bostañ, lakaat arc’hant...
  • an diorren
  • al lakaat nevezadennoù en o reizh
  • an ezporzhiañ produioù pe servijoù

Ur banne sklêrijenn war
Inno’Market up evit tuta ur sterner pe ur sternerez

Alies e vez hollbouezus tuta ar sterner pe ar sternerez kentañ evit gallout diorren un embregerezh : gant ar stignad «Inno Market up» e vez skoazellet, a-fet ar c’henwerzh hag an arc’hant, diorroadur an embregerezhioù nevezus yaouank (dindan tri bloaz) a zo lec’h-dont enno. Evit-se e sikourer anezho da duta ur sterner evit ur garg er marketing pe er c’henwerzh, nevez ha frammus.

Sellit ’ta ouzh ur skouer gant ur video !

An embregerezh Cool Roof en deus fardet rousin a deknologiezh uhel hag a zistaol gwrez an toennoù, ha rak-se n’eus ket ezhomm eus kement a aerreizherezh.. Cool Roof en deus graet e vad eus ar stignad «Inno Market up» evit frammañ e ziorroadur kenwerzhel en-dro d’ar produ nevezus-se. Sikour a ra hennezh da stourm ouzh ar gazoù efed ti-gwer a zo kiriek da dommadur an hin. 

Heuliad «Pal implijout stummañ» sevenet gant an Télégramme asambles gant ar Rannvro hag ar c’hKDVO a-fet ar stignadoù rannvroel da sikour an implijout hag ar stummañ.

Ur rouedad 7 teknopol e servij an embregerezhioù : kit e darempred gant ho hini !

Teknopol Brest Hirwazh, Teknopol Anticipa (Lannuon), An Oriant Teknopol, Teknopol Kemper-Kerne, Ar Pool (Roazhon), Teknopol Sant-Brieg Arvor ha VIPE Gwened : e Breizh ez eus ur rouedad seizh teknopol harpet gant ar Rannvro, hag a sikour da grouiñ ha da ziorren 400 embregerezh nevezus ar bloaz. En ur rouedad emaint, e pep lec’h er rannvro evit sikour an embregerezhioù. Ouzhpenn ar rouedad-se emañ ar c’horerez embregerezhioù nevezus Emergys Bretagne a harp ivez krouidigezh embregerezhioù nevezus (pe e vefent diwar an enklask publik pe ne vefent ket).

 

Publié le


Partagez ce contenu