Implij
Loïg Chesnais-Girard ha Muriel Pénicaud o deus sinet an Emglev rannvro evit postañ er barregezhioù

D’al Lun 8 a viz Ebrel e oa en em gavet Ministrez al labour, prezidant Rannvro Breizh hag ar Brefedez-rannvro evit sinañ an emglev-se a vo gallet gantañ, er pevar bloaz a zeu, sikour ur milion a dud dilabour hag ur milion a dud yaouank hep nemeur a ziplomoù ganto ha pell diouzh marc’had al labour.

Loïg Chesnais-Girard et Muriel Pénicaud signent le Pacte régional d'investissement dans les compétences
Franck Bétermin

Stag eo an Emglev rannvro evit postañ er barregezhioù (PRIC) ouzh ar Steuñv postañ er barregezhioù 2019-2022 lañset gant ar Stad ha 15 miliard a euroioù dezhañ. Stag eo ivez ouzh ar gevrat obererezh publik a oa bet sinet d’an 8 a viz C’hwevrer e Roazhon gant ar C’hentañ ministr Edouard Philippe. Ar pal eo lakaat an dilabour da zigreskiñ en un doare padus. E Breizh ez a an emglev-se d’ober ouzhpenn 216 M€ postet gant ar Stad evit 2019/2022, tra ma vo lakaet ouzhpenn 356 M€ evit stummañ tud dilabour gant ar Rannvro, a zo ganti ar gefridi evit a sell ouzh ar stummañ micherel. En holl e vo postet 572 M€ e Breizh en ur ober pevar bloaz.

91 000 a dud o vont er stummadurioù ac’hann da 2022

Gant an emglev-se, graet evit sikour an dud dilabour war hir dermen, nebeut a ziplomoù ganto, hag ar re yaouank n’emaint ket war o studi, nag o labourat, nag en ur stummadur, e fell d’ar Rannvro aesaat d’ar rummadoù tud-se, a vez graet « bresk » anezho, kavout o flas e bed al labour. Rak-se ez eus lañset meur a dra : hentadoù nevezus ha diouzh ezhomm pep hini da glotañ gant ar pezh a c’hortoz an dutaerien ha lakaat an tiriadoù hag an embregerezhioù da gemer perzh en tuta hag er stummañ.

Ar PRIC e Breizh

Savet eo bet an emglev evit Breizh asambles gant an holl gevelerien, lakaat a ra an holl obererien war dachenn an implij, ar c’henemprañ hag ar stummañ e-barzh ar jeu, gant harp ar Bodadoù tiriadel implij stummañ (CTEF). E Breizh ez eo uhel a-walc’h live stummañ an dud hag un tamm lañs zo gant marc’had al labour, diwar se en em gav an dud hep diplomoù muioc’h a-gostez c’hoazh. Gwelet a reer ivez e vez muioc’h-mui a dud dilabour war hir-hir amzer, dreist-holl ar maouezed, an dud nammet hag e-touez an dud a zo o chom war ar maez.

Tags : Emploi Formation

Publié le

Partagez ce contenu