Krouiñ kleweled
Ur steuñv nevez-flamm evit ar sinema

An obererien war dachenn ar c’hleweled e Breizh o doa bet an digarez, d’ar Gwener 29 a viz Meurzh, d’anaout an doareoù nevez ma vezer skoazellet gant ar Rannvro. En hañv a zeu e vo lakaet ar steuñv-se evit ar sinema e pleustr. Mont a ray gwelloc’h diouzh o ezhommoù ha lakaet e vo muioc’h a arc’hant ennañ (24 M€ evit 3 bloaz).


Zelig films distribution

Ul lec’h ma vez sevenet kalz filmoù eo Breizh (389 devezh filmañ e 2018), oberiant ha liesseurt eo filierenn ar sinema enni, frammet mat eo ha diazezet eo war un tregont kevredad produiñ bennak. Filmoù hir, berr, faltazi, teulfilmoù pe filmoù bevaat diouzh an teknik stop motion : bep bloaz e vez rastellet prizioù er festivalioù, gant se e weler ez eus birvilh e Breizh, ar pezh na vez ket gwelet er rannvroioù all.

Koulskoude e vez kevezerezh bras er bed-se a-fet ekonomiezh ha teknologiezh, ha tolpet eo an traoù e Pariz (95% eus ar pezh a vez produet), rak-se ne vez ket aesaet an traoù d’ar re a zo war ar vicher e Breizh, pell ac’hano. Se zo kaoz ez eus bet divizet gant ar Rannvro, a vez skoazellet 110 oberenn (3 M€) bep bloaz ganti well-wazh, kendivizout gant obererien ar filierenn-se abalamour da adwelet he strategiezh, da lakaat anezhi da vont diouzh ezhommoù ar marc’had a vez o telc’her cheñch, dezhi da vezañ solutoc’h.

Skoazelloù kreñvoc’h ac’hann da 2021

Hervez ar sturfollenn nevez e vo adwelet penn-da-benn an doare ma vez graet gant ar Rannvro abalamour da vont diouzh an dalc’hoù a sell ouzh ar c’hresk er filierenn-se. Lakaet e vo kement-se e pleustr adalek an hañv a zeu.

1 – Ur font skoazell d’ar c’hrouiñ adwelet gant ur budjed kresket (eus 3 M€ da 4,4 M€ ar bloaz e 2021) ; fellout a ra d’ar Rannvro lakaat anezhañ da vezañ sklaeroc’h ha dedennusoc’h, dibab an oberoù a vo skoazellet en un doare ha ne vo ket ken strizh, anez ankouaat delc’her kont bepred eus kalite ar raktresoù, eus ar pezh a zegasont d’an ekonomiezh hag eus o liamm gant Breizh.

2 – Klask en Europa : fellout a ra d’ar Rannvro kaout un tamm pouez e bed ar c’hleweled ha bezañ gouest da vont da glask raktresoù e Frañs hag er broioù all hag a vefe mat evit ar filierenn e Breizh.

3 – Ur programm sikourioù arc’hant (600 000 € en ur ober 3 bloaz) evit an embregerezhioù a zo o kreskiñ : ur gwir filierenn ekonomikel eo ar sinema hag ar c’hevredadoù produiñ a zo stag outañ, pe e vefent embregerezhioù bihan hag etre pe bihan-tre, hag a c’hallo kaout digant ar Rannvro ar sikourioù a zo anezho dija, diouzh ar stad hag ar ment m’int en em gavet : en em frammañ, neveziñ, kevelerezhioù, marc’hadoù nevez...

4 – Ur steuñv stummañ evit ar filierenn : ar pal eo mont war varrekaat, solutaat ar micherioù, ar chemet, micherelaat an obererien, deskiñ an doareoù nevez, degemer obererien yaouank... Fellout a ra d’ar Rannvro degas traoù nevez war ar poent-se hag e-sell emañ da labourat gant frammoù evel Ty Films ha Groupe Ouest evit a sell ouzh an doareoù nevez da skrivañ, lakaomp.

Petra e oa ar sinema e Breizh e 2018 ?

  • 389 devezh filmañ evit 234 film sikouret gant ar burev rannvroel « Degemer skipailhoù filmañ », krouet e 2005
  • 2 000 post-labour dre vras er filierenn-se hag un tregont kevredad produiñ oberiant bennak
  • 112 oberenn sikouret dre ar FACCA (etre 3 000 € ha 200 000 € skoaziadoù), war 345 goulenn
  • 119 sinema (298 skramm), en o mesk 103 er rumm Arz & Esae, a vez darempredet muioc’h eget ar pezh a weler e Frañs well-wazh
  • E-barzh ar gevredigezh Filmoù e Breizh eo bodet an dud a labour war dachenn ar sinema : sevenerien, produerien, teknikourien, komedianed...
  • Budjed evit ar filierenn sinema & kleweled : eus 6,7 M€ e 2018 da 8,6 M€ e 2021