Servij publik rannvroel
An implijerien e-kreiz servijoù niverel an Ti Kub

Dilun e oa bet lidet digoradur « Ti Kub » gant Rannvro Breizh : ar c’horerez servijoù niverel-se a ray d’ar servijoù publik e Breizh mont war-raok holl asambles. War un dro gant se e vo roet lañs d’un dataton d’an 13 ha 14 a viz Mezheven. Lakait hoc’h anv evit stagañ ganti a-stroll ha krouiñ servijoù nevez diwar roadennoù publik ar Rannvro !

La table ronde organisée pour l'inauguration du Ti Kub
Evit lañsañ an Ti Kub hag an dataton, un daol-grenn ma oa bet klevet displegadennoù gant tud ampart war an doareoù nevez da grouiñ servijoù publik niverel. Caroline Ablain

Krouiñ servijoù niverel nevez diazezet war un doare da broduiñ ma vez lakaet implijidi ar servijoù publik ha tud hag a zo war micherioù a bep seurt da labourat asambles, ha ma vez amprouet pegen mat e tere ar servij ouzh ezhommoù an implijerien, hed-ha-hed ur raktres bennak : ur reveulzi vihan evit melestradurezh ar Rannvro. 

E-barzh ul lec’h fichet evit reiñ ton d’an ijin, ar c’horerez servijoù niverel Ti Kub a vo implijet da sevel meziantoù, arloadoù, brikennoù servij publik… Servijoù ijinet gant gwazourien ha gwazourezed ar Rannvro evit an tachennoù a emell-hi enno : liseoù, stummañ dibaouez, ekonomiezh, treuzdougen… Digor e vo an Ti Kub da implijerien all ivez : frammoù publik, tud ampart eus an diavaez, tud ordinal...

Ar servijoù niverel a vo savet gant an Ti Kub a ray, e-mesk traoù all, gant ar roadennoù publik produet pe dastumet gant ar strollegezh, hag embannet en he lec’hienn open data abaoe penn kentañ miz Meurzh.

Evel-se e klasker gwellaat ar servij publik evit an implijerien dre ar binvioù niverel : embregerezhioù, kevredigezhioù, aozadurioù stummañ ha liseoù, tud prevez…

 

Taol grenn : ar modoù nevez da grouiñ servijoù publik niverel

Evit reiñ lañs d’an Ti Kub ha d’an dataton e oa bet kaset un daol grenn en-dro gant Céline Faivre, chief digital Officer e Rannvro Breizh. Kaozeet e oa bet eus « ar modoù nevez da zanzen, da broduiñ ha da bourchas servijoù publik niverel ». Penaos lakaat an implijerien e-barzh ar jeu ? Penaos ober ar cheñchamant gant ar wazourien hag ar gwazourezed ha peseurt efed a vo war an aozadurioù hag ar politikerezhioù publik ? Petra a zegaser ouzhpenn, peseurt riskloù zo ha petra eo bet an disoc’hoù kentañ ? Pemp den ampart zo bet o teurel sklêrijenn war gement-se :

  • Hela Ghariani, karget eus ar c’horerez - beta.gouv.fr
  • Thomas Cottinet, co-chief executive officer - Liberté Living-Lab 
  • Jocelyn Denis, PPR diazezer Digitaleo ha goroerez La Fabrique - Digitaleo
  • Anne-Laure Naveos, renerez evit ar c’hresk diavaez, ar c’hevelerezh hag an niverel - Arkéa
  • Clélia Pienne, renerez an amprouad implijerien hag an niverel – Pol Implij

Treuzfurmadur niverel e Rannvro Breizh

Actu Ti Kub intérieur

Emañ digoradur an Ti Kub e-barzh ur steuñv treuzfurmadur niverel e Rannvro Breizh abalamour da wellaat he servijoù evit an dud. An treuzfurmadur-se eur krog d’ober gant tri frogramm :

  • Ur velestradurezh niverel : evit kinnig servijoù niverel da implijerien ar Rannvro (ha dizanvezelaat an difraeoù melestradurel).
  • Ur gouarnerezh eus ar roadennoù : ur servij publik eus ar roadennoù pouezus evit lakaat ar roadennoù publik e-kerz an dud war ul leurenn a-ratozh, dezho da vezañ skignet hag implijet e servij ar politikerezhioù publik.
  • Diorroadur barregezhioù niverel evit sikour ar wazourien hag ar gwazourezed en treuzfurmadur niverel e-barzh melestradurezh ar Rannvro.

Dataton d’an 13 ha d’ar 14 a viz Mezheven
Krouit servijoù nevez gant ar roadennoù publik !

Implijout ar roadennoù publik embannet gant ar Rannvro dindan daou zevezh evit empentañ e-barzh skipailhoù servijoù niverel evit an dud : sed aze petra eo ar « maraton roadennoù-se », ha digor d’an holl eo. Ar c’hentañ dataton eo a zo aozet gant ar Rannvro e-barzh he folitikerezh da zigeriñ ha da embann ar roadennoù publik. Dre-se e labouro eus 3 da 8 skipailh liesdiskiblezh, enno tud ampart eus bed ar michererezh hag eus pep lec’h : dataskiantourien, studierien, enklaskerien, saverien programmoù, gopridi pe renerien start-upoù pe labourvaoù... 

  • Savit ho skipailh ha kinnigit ur raktres kentañ
    Pep hini eus ar skipailhoù dilennet a labouro asambles abalamour da ijinañ ur produ pe ur servij nevez hag a denn d’ar pevar « implij » kinniget gant ar Rannvro.
  • Diorroit ho raktres en Ti Kub
    Garedonet e vo an tri raktres loreet (prizioù eus 2000 da 5000 €) ha gallout a ray an hini kentañ mont en Ti Kub evit bezañ diorroet e-barzh ar c’horerez nevez.


Evit kemer perzh, lakait hoc’h anv a-raok ar 15 a viz Mae 2019 !

Skeudennoù eus lid-digeriñ Ti Kub

Klikit-risklit evit lakaat skeudennoù an diaporama da zibunañ – Luc’hskeudennoù Caroline Ablain

Le Ti Kub, un espace de travail collaboratif de 195 m2 implanté à proximité immédiate de l'hôtel de Région, à Rennes. Photos : Caroline Ablain
Avant de lancer le Ti Kub, l'éclairage d'experts dans une table ronde sur les nouveaux modes de conception, de production et de délivrance des services numériques.
Un public de professionnel·le·s d'horizons divers, appelé·e·s à travailler ensemble pour créer de nouveaux services : agents publics, experts du numérique...
Objectif : «l'amélioration continue du service public et la relation renouvelée aux usagers», a résumé le président de Région Loïg Chesnais-Girard en inaugurant le Ti Kub avec le vice-président à l'enseignement supérieur, à la recherche et à la transition numérique Bernard Pouliquen.
Une inauguration dans la liesse pour fêter la création de cet incubateur : il incarne la transformation numérique de l'administration voulue par la Région Bretagne.
Le Ti Kub veut être une porte d'entrée pour accueillir les idées, les intuitions, les problématiques à résoudre identifiées par des agents publics ou des usagers.s et imaginer des solutions.
Au Ti Kub, les usagers seront au centre d'un nouveau mode de conception des services numériques.
Dans un espace conçu pour libérer la créativité, les solutions seront testées tout au long des projets.
Le Ti Kub sera adossé au TI Lab : créé par la Région et l'Etat en Bretagne, ce laboratoire d'innovation publique s'appuie sur le design de service pour repenser les services publics en partant de l'usager.

Publié le


Partagez ce contenu