Mor
Pesketaerezh e Breizh : Lañsañ ur stroll etreporzhioù

Abalamour da aozañ o oberoù eo en em vodet Rannvro Breizh hag he c’hevelerien en-dro d’ur stroll etreporzhioù hag a gaver ennañ an holl obererien eus ar filierenn-se. Lañset e vo en un doare ofisiel d’an 22 a viz Meurzh e Konk-Kerne.


Nicolas Job

Ar Rannvro, Departamant Aodoù-an-Arvor, hini Penn-ar-Bed, an Oriant Tolpad-kêrioù ha Sindikad kemmesk porzhioù pesketa ha bageal Kerne (SKPPBK) zo karget eus ar porzhioù pesketa. Divizet o deus frammañ ha kenurzhiañ o oberoù en-dro d’ur stroll etreporzhioù hag a gaver ennañ an holl obererien eus ar filierenn-se. Pe anv eo ? Pesketaerezh Breizh. Gant ar stroll-se e klasker lakaat ar pesketaerezh e Breizh da vezañ gwelloc’h c’hoazh e-keñver e gevezerien ha tennañ muioc’h a c’hounid gantañ, dreist-holl gant obererezhioù an 13 porzh a zo e Breizh. Lañset e vo en un doare ofisiel d’an 22 a viz Meurzh e Konk-Kerne. Eno e vo Loig Chesnais-Girard, Prezidant ar Rannvro.

Er mareoù-mañ emeur en entremar abalamour d’ar Brexit, rak-se e vo al lid ofisiel evit lañsañ Pesketaerezh Breizh an digarez da zegas da soñj eus palioù ar stroll :

  • Mont pelloc’h gant ar sinergiezhioù etre ar c’hoc’huioù-pesked
  • Gwellaat an doareoù ekonomikel ha kenwerzhel en holl borzhioù Breizh

Da-geñver an emgav-se e vo diskouezet identelezh voutin ar stroll hag ar sturfollenn evit 2019 a laka an holl obererien war an dachenn-se da gemer perzh muioc’h.