Arc’hantaouiñ a-stroll
Broudañ mennadoù ar yaouankizoù e 2019 : kinnigit ho raktresoù e-barzh Kengo !

Etre 18 ha 29 bloaz oc’h hag emaoc’h e-sell d’ober un dra nevezus hag a zegaso lañs da Vreizh ? Ezhomm ho peus da gavout arc’hant evit en ober ? It war ar renk dre ar savenn arc’hantaouiñ a-stroll Kengo (a-raok an 13 a viz Here 2019), abalamour da vezañ sikouret gant Rannvro Breizh !

Visuel opération accélérateur initiatives jeunes

Evit ar 4e gwech ez eus bet roet lañs gant Rannvro Breizh d’an afer « broudañ mennadoù ar yaouankizoù » : ur galv da raktresoù abalamour da anaout ha da sikour an holl vennadoù a-berzh ar re yaouank e Breizh. Soñjal a ra deomp n’eus ket par deoc’h evit brudañ ha difenn ho raktresoù deoc’h-c’hwi, se zo kaoz e vo roet 30 000 € deoc’h evit kas anezho da benn buanoc’h.
Betek an 13 a viz Here e c’hallot mont war ar renk dre ar savenn arc’hantaouiñ a-stroll Kengo, a gemer perzh en afer-mañ adarre. Adal ma vez tizhet ganeoc’h 70 % eus ar pezh ho po ezhomm evit ho raktres e ouestl Rannvro Breizh degas deoc’h an 30 % a vo da gavout c’hoazh * (ne c’hallimp ket mont en tu all da 4 000 € evit pep raktres avat). E 2015, 2016, 2017 ha 2018 e oa bet roet herr da ouzhpenn 50 raktres e-giz-se !

* ne c’hallimp ket skoazellañ ar raktresoù kaset da benn war an amzer skol, ar beajoù graet gant tud en o-unan pe da-geñver ar studioù.

Mont e-barzh ar savenn Kengo

An 22 raktres skoazellet e 2018

Nolwenn Derennes, (Plourin-Montroulez, 29) – Skoazell digant ar Rannvro : 600 €
Ficherezh-blev ha dorloerezh evit mammoù yaouank ha babigoù

Mademoiselle Fayelle (Argantred-ar-Genkiz, 35) - Skoazell digant ar Rannvro : 1 500 €
Diennoù skorn lipous graet gant laezh bio

Folles Gambades (Roazhon / Nant-Ize, 35) - Skoazell digant ar Rannvro : 1 500 €
Ul lec’h gouestlet d’al loened, gant un ti-pañsion evit ar c’hizhier hag ar chas, osteopatiezh evit al loened, kentelioù desaverezh…
 
La Crème des créateurs (Brezhiel, 35)- Skoazell digant ar Rannvro : 2 100 €
Ul lec’hienn e-kenwerzh gant krouerezed dilhad, bravigoù ha bitrakoù evit ar merc’hed, produet e Frañs

Monkey Studio (Roazhon, 35) - Skoazell digant ar Rannvro : 4 000 €
Ur sal-sport gouestlet d’an arzoù-emgannañ (muay-thai hag MMA) ha gourdonañ kroaziet e kreiz-kêr.

Breizh Food Trotters (Kewen, 56) - Skoazell digant ar Rannvro : 1 500 €
Tro ar bed evit lakaat anaout ha brudañ krampouezh Breizh
 
The Sailing Experience (Gwitreg / Roazhon, 35) - Skoazell digant ar Rannvro : 450 €
Un teulfilm web 15 munut diwar-benn ar bageal e Konk-Kerne hag en Inizi Glenan.

Projet Horizon (Roazhon, 35) - Skoazell digant ar Rannvro : 3 000 €
Tro ar Meurvor Atlantel war vag-dre-lien evit brudañ arvor Breizh ha broudañ ar re yaouank da zoujañ an endro.

Zoom Japon Bretagne (Pleneventer / Sant-Brieg, 22) - Skoazell digant ar Rannvro : 2 400 €
Un diskouezadeg luc’hskeudennoù ha videoioù diwar ur veaj e Bro-Japan, war al liamm a zo etre Japaniz hag o bro.

Why The Robots (An Oriant, 56) - Skoazell digant ar Rannvro : 2 250 €
Ur film berr sevenet er vengleuz kaolin, diwar-benn ur plac’h yaouank koñsevet dre ensperiadur artifisiel.
 
La Bougeotte Bookshop (Brest, 29) - Skoazell digant ar Rannvro : 1 200 €
Ul levrdi gouestlet d’an oberennoù e yezhoù estren, lec’h ma vez dalc’het abadennoù sevenadurel digor war ar bed a-bezh
 
L’Épicerie des Jeannette (Plougonven / Plouigno, 29) - Skoazell digant ar Rannvro : 1 200 €
Un ispiserezh enni produioù eus ar c’hornad ha dibak, hag ur stal ma kaver produioù artizanerezh
 
Audrey Couture (Cast, 29) - Skoazell digant ar Rannvro : 600 €
Sevel traoù dibar e danvez, diouzh c’hoantoù an dud, evit aezamant ar re vihanañ ha lakaat o spered da zigeriñ.

La Cabane aux Longues vignes (Roazhon / Sant-Yowan-an-Havreg, 35) - Skoazell digant ar Rannvro : 3 900 €
Adstaliañ ur winieg istorel diouzh ur mod labelaet biologel e Sant-Yowan-an-Havreg

Verger en agroforesterie pour ferme bio (Sant-Koneg, 22) - Skoazell digant ar Rannvro : 600 €
Krouiñ ur vikrofeurm viologel evit produiñ gouennoù frouezh ha legumaj kozh, diouzh mod ar permakultur
 
Inti - La Pâtisserie nomade (Roazhon, 35) - Skoazell digant ar Rannvro : 1 200 €
Krouiñ gwastilli bio kantreat produet en ur rouedad berr.
 
Serre-dôme Apala (Henbont, 56) - Skoazell digant ar Rannvro : 1 500 €
Diorren ha skoazellañ an dud da sevel o-unan tiez-gwer e stumm bolzioù-to, hag a zo kentpatromoù evit liorzhoù pe feurmioù pedagogel a bep seurt...

Cao Laru (Melioneg, 22)  - Skoazell digant ar Rannvro : 1 755 €
An 3e albom hag un droiad e Breizh evit ar strollad-se, bet savet e Roazhon hag ennañ sonerien eus Frañs hag eus Brazil

Biskil (Milizag-Gwiproñvel, 29) - Skoazell digant ar Rannvro : 1 950 €
Gwerzhañ gortozennoù bio dinaon, hep nemeur a sukr ha magus-kenañ evit ar sportourien.

NfcFeedback (Aod an Emrodez, 35) - Skoazell digant ar Rannvro : 2 400 €
Brudañ ur savenn evit al letiourien, dezho da lakaat treiñ rolloù-meuzioù e 12 yezh ha war ar prim

Rejoins le Gang breton (Lanvaeleg, 22) - Skoazell digant ar Rannvro : 4 000 €
Lañsañ ar vragez vihan hag ar bokser breton gant ar merk lienerezh Gang de fesses, asambles gant ul labouradeg dilhad eus Breizh.
 
Les Herbes d’Avalon (Pañvrid-ar-Beskont, 22) - Skoazell digant ar Rannvro : 1 500 €
Ijinañ ha gwerzhañ aozadoù kened naturel dre ur stal enlinenn, hag ivez dre ispiserezhioù bio bihan e Breizh.

Ar 44 raktres en 3 bloaz kentañ

E 2015, 2016 ha 2017 e oa bet skoazellet 66 raktres en holl.

Ar gazetenn « Étangs » (Gwenneg, 2015) Skoazell digant ar Rannvro : 900€

Héméra Édition (Gwenneg) Skoazell digant ar Rannvro : 600€

FoaliNet (Gwenneg) Skoazell digant ar Rannvro : 180€

Combat de coq (Gwenneg) Skoazell digant ar Rannvro : 1200€

Le Croissant Turbulent (Gwenneg) Skoazell digant ar Rannvro : 900€

Koad (Gwenneg) Skoazell digant ar Rannvro : 450€

Penn Ar Box (Kengo) Skoazell digant ar Rannvro : 2250€

Krampouezh ar c’hoari (Kengo) Skoazell digant ar Rannvro : 225€

On the Raw(d) (Kengo) Skoazell digant ar Rannvro : 1200€

My Djogg (Kengo) Skoazell digant ar Rannvro : 1500€

Du Sport sans y voir (Kengo) Skoazell digant ar Rannvro : 450€

Breizh Touch (Kengo, 2016) Skoazell digant ar Rannvro : 450 €

Les ArchiKurieux (Kengo) Skoazell digant ar Rannvro : 510 €

Concrete Games (Gwenneg) Skoazell digant ar Rannvro : 3 900 €

Albanyac (Kengo) Skoazell digant ar Rannvro : 600 €

Lokefoil (Gwenneg) Skoazell digant ar Rannvro : 3 000 €

"Heure & K" : c’hoari achap kuit (Gwenneg) Skoazell digant ar Rannvro : 1 500 €

Cyclopédie : tro ar bed al levrdioù war velo (Kengo) Skoazell digant ar Rannvro : 1 500 €

Krochedoù evit kabestroù (Kengo) Skoazell digant ar Rannvro : 1 500 €

FarmBox : ur feurm e kêr (Gwenneg) Skoazell digant ar Rannvro : 3 000 €

Tro Europa ar yezhoù rannvro (Kengo) Skoazell digant ar Rannvro : 1 200 €

Virtual Zone : savenn etreoberiat  serious games (Gwenneg) Skoazell digant ar Rannvro : 600 €

Bravigoù ha rikoù graet gant an dorn (Kengo) Skoazell digant ar Rannvro : 900 €

Retrogaming (Kengo) Skoazell digant ar Rannvro : 300 €

Gwerledan war roudoù an amzer dremenet (Kengo) Skoazell digant ar Rannvro : 1 500 €

Reaksion (Kengo) Skoazell digant ar Rannvro : 300 €

Litalou Nails Boutique (Kengo) Skoazell digant ar Rannvro : 360 €

Alexis Nicol, Guivers Skoazell digant ar Rannvro : 1 500€

Antoine Delanoë, Combat de coqs - Breizh édition Skoazell digant ar Rannvro : 4 000€

Loïz Fily, Penn Ar Box Skoazell digant ar Rannvro : 2 250€

Au Détour de Skoazell digant ar Rannvro : 450€

Météo Bretagne Skoazell digant ar Rannvro : 3 900€

This Is Me (TIM) Skoazell digant ar Rannvro : 3 900€

Fabriq’Locale Skoazell digant ar Rannvro : 1 350€

Au Fil des huîtres Skoazell digant ar Rannvro : 1 200€

Bicéphale 3D Skoazell digant ar Rannvro : 3 900€

Douce Heure & Gourmandise Skoazell digant ar Rannvro : 750€

Pamoja Circus Skoazell digant ar Rannvro : 900€

Equi-Étho Création Skoazell digant ar Rannvro : 540€

Nature & Sac à dos Skoazell digant ar Rannvro : 1 200€

Tiny’Zen Skoazell digant ar Rannvro : 300€

Chek & Visit Skoazell digant ar Rannvro : 1 500€

À Travers l’oeil d’Oscar Skoazell digant ar Rannvro : 450€

L’Instant plante Skoazell digant ar Rannvro : 1 500€

Penaos Skoazell digant ar Rannvro : 240€

 

Savenn Kengo, grit donezonoù evit arc’hantaouiñ oberoù evit Breizh !

Un dra digustum evit aesaat dastum arc’hant evit sikour ar raktresoù e Breizh eo Kengo, a zo bet krouet gant Kef kengredit Breizh Arkéa hag ar Stroll Télégramme. Obererien bouezus eo an daou stroll-se e buhez Breizh ha broudañ a reont an arc’hantaouiñ a-skiant vat, ijinet ha diorroet o deus ar benveg-se evit an arc’hantaouiñ a-stroll diazezet war an donezonoù, pe e vefe resevet traoù en eskemm pe ne vefe ket.
Perzhioù dibar Kengo eo ar fed m’eo liammet ouzh ar rannvro hag ar gevredigezh ha m’eo digor : 100 % eus ar raktresoù a vez degemeret zo savet e Breizh, sevenadurel, nevezus pe evit ar genskoazell, digor d’an embregerezhioù, d’ar c’hevredigezhioù, d’an ensavadurioù ha d’an dud o-unan.
Gant ar savenn e vez kinniget hag aesaet arc’hantaouiñ raktresoù kaset gant kevredigezhioù, war an dachenn sevenadurel, gant embregerezhioù, dreist-holl a-drugarez d’ar wiaderien a vez o sellet ouzh Kengo dre Facebook

Publié le


Partagez ce contenu