Yezhoù Breizh
E miz Meurzh emañ mizvezh ar brezhoneg... ha mizvezh ar gallaoueg !

E miz Meurzh e roer enor da yezhoù Breizh : « Mizvezh ar brezhoneg » ha « Mizvezh ar gallaoueg - Maiz du galo » zo ! Eus ar stummañ d’ar yezhoù betek an oberoù sevenadurel, anez ankouaat an ostilhoù bureveg, digarez ho po d’anaout nouspet doare warn-ugent d’ober war ar pemdez gant ar brezhoneg pe ar gallaoueg, pe an daou war ar memes tro.


Région Bretagne

Lañset e oa bet « Mizvezh ar brezhoneg » gant ar Rannvro e 2017 evit lakaat an holl dud d’anaout pinvidigezh ar brezhoneg. E miz Meurzh 2019 e vo kinniget ouzhpenn 220 abadenn e pep lec’h e Breizh. Bez’ e vo abadennoù giz nevez en-dro d’ar brezhoneg aozet gant an Emglevioù-bro ha labelaet « Mizvezh ar brezhoneg », war seizh tem :

  • Skignañ gouiziegezhioù e brezhoneg ha war ar brezhoneg : diskouezadegoù, kendivizoù, sport, baleadennoù en natur, prezegennoù, kwizoù… 
  • Kelenn hag oberoù evit ar vugaligoù : dorioù digor, atalieroù, stummañ da ziwall ar vugale, c’hoarioù…
  • Stummañ micherel ha kentelioù evit an dud vras : reiñ un tañva, stummadurioù war ar brezhoneg, forom ar micherioù…
  • Embann : strolladoù lenn, emgavioù, prezegennoù
  • C’hoariva ha sonerezh a vremañ : margodennoù, abadennoù c’hoariva, kontadennoù, sonadegoù... 
  • Oberennoù kleweled, produiñ ha skignañ : seveniñ « filmoù-chakod », teulfilmoù, filmoù faltazi, filmoù bevaat…
  • Ostilhoù niverel : meziantoù frank e brezhoneg…

An Emglevioù-bro, kevelerien Mizvezh ar brezhoneg

Aozet pe kenurzhiet e vez « Mizvezh ar brezhoneg » gant an Emglevioù-bro a fell dezho en ober en o c’hornad. Gallet o deus holl kinnig d’ar Rannvro ur roll eus an abadennoù aozet ganto hag ober gant ar skor-gwelet kinniget gant ar Rannvro evit brudañ o abadennoù.

Er bloaz-mañ ez eus 17 Emglev-bro o kemer perzh e Mizvezh ar brezhoneg : Ti Douar Alre (An Alre), Sked (Brest), Raok (Karaez), Ti ar Vro Treger-Goueloù (Kawan) , Tud Bro Konk (Konk-Kerne), Emglev Bro Douarnenez (Douarnenez), Ti ar Vro Gwengamp (Gwengamp), Ti ar Vro Landerne-Daoulaz (Landerne-Daoulaz), Ti ar Vro Leon (Lesneven), Emglev Bro an Oriant (An Oriant), KLT (Montroulez), Yezhoù ha Sevenadur (Naoned), Ti ar Vro Kemper (Kemper), Ti ar Vro Bro Kemperle (Kemperle), Skeudenn Bro Roazhon (Roazhon), Telenn (Sant-Brieg) hag Emglev Bro Gwened (Gwened).

Bezañ kelaouet war an abadennoù gant Twitter !

Mizvezh ar brezhoneg : #MoisduBreton ha #MizBzhg

>> Gwelet roll ha kartenn an holl abadennoù

Agenda mois du Breton

An abadennoù evit mizvezh ar brezhoneg

Maiz du galo – Mizvezh ar gallaoueg

Bep bloaz, e-pad ur miz, e vez sikouret gant Rannvro Breizh brudañ ar pezh a sell ouzh deskiñ ha komz gallaoueg, ha lakaat anezhañ war wel en holl lodennoù eus ar vuhez pemdez. Abadennoù skingomz, arz er straedoù, c’hoarioù achap, c’hoariva, lennadennoù, reiñ un tañva eus ar yezh, setu ma krog tud ar gallaoueg e-barzh ha lakaat a reont o ijin e servij ar gallaoueg e-pad miz Meurzh.

5 Emglev-bro ha Kevredigezh evit Mizvezh ar gallaoueg

An Emglevioù-bro hag ar c’hevredigezhioù a fell dezho en ober a ra war-dro ivez « Mizvezh ar gallaoueg - Maiz du galo » en o c’hornad. Gallet o deus holl kinnig d’ar Rannvro ur roll eus an abadennoù aozet ganto hag ober gant ar skor-gwelet kinniget gant ar Rannvro evit brudañ o abadennoù.

Er bloaz-mañ ez eus 5 a gevredigezhioù hag a Emglevioù-bro o kemer perzh e Mizvezh ar gallaoueg : Bertègn Galèzz (Bro Roazhon), Telenn Ti ar vro/L’Ôtè (Bro Sant-Brieg), La Granjagoul (Bro Felger), Plum’FM (Bro Ploermael) ha CAC Sud 22 (Bro Loudieg).

Bezañ kelaouet war an abadennoù  gantTwitter !

Mizvezh ar gallaoueg : #MoisDuGallo ha #MaizGalo

Mareoù pennañ mizvezh ar gallaoueg

 

Ar gevredigezh La Granjagoul (Bro Felger)

7 a viz Meurzh – Roazhon, Radio Rennes/Evasion, enrollañ un abadenn war an hentenn « 15 minutes de galo châqe jou » gant Christophe Brillet, kelenner

16 a viz Meurzh – Parzieg, La Granjagoul, « Caoserie galo » evit skolidi Diplom Studioù Keltiek Roazhon 2, koulz ar re gozh hag ar re nevez. Kinnig a ra ar gevredigezh Kendeskiñ, a vod ar studierien-se, mont d’ober un droiad evit ober anaoudegezh gant ar gallaoueg.

22 a viz Meurzh – Parzieg, La Granjagoul, Prezegenn gant Maurice Langlois da-geñver e DVD nevez-deuet er-maez war istor ha glad ar c’hornad e gallaoueg

Le galo pour la garçaille/ar gallaoueg evit ar vugale – atalieroù d’ar vugale d’ober anaoudegezh gant ar gallaoueg :

  • 15 ha 22 a viz Meurzh, Goneg, mediaoueg
  • 22 a viz Meurzh, Magoerioù-ar-C’houenon, mediaoueg
  • 29 a viz Meurzh, Sant-Albin-an-Hiliber, mediaoueg
  • 29 a viz Meurzh, Beuzid-ar-C’hoadoù, mediaoueg

29 a viz Meurzh – Sant-Albin-an-Hiliber, Mediaoueg, abadenn kontadennoù gant Daniel Robert, a sino e levr nevez-deuet er-maez “I tet en fai de temp”

6 a viz Ebrel – Parzieg, Ti-kêr, sinadur ar garta “Du galo, dam yan, dam vèr” ha lakaat panelloù nevez e gallaoueg, en antre ar bourk.

Hed-ha-hed miz Meurzh

  • Abadennoù gant ar radioioù a gemer perzh e Mizvezh ar gallaoueg (Radio Soleil 35, France Bleu Armorique, Plum’FM)
  • Pennadoù e gallaoueg e-barzh La Chronique Républicaine

 

Ar gevredigezh CAC-Sud 22 (Bro Loudieg)

6 a viz Meurzh – Loudieg, Aquarev’, digoradur gwenodenn ar gallaoueg. E penn kentañ ar miz e vo digoret, gant sikour ti-kêr Loudieg, ur wenodenn e gallaoueg. Digor e vo d’an dud betek an hañv (kinniget e vo gweladenniñ ar wenodenn e gallaoueg, bez’ e vo ivez c’hoarioù evit ar re yaouank, dezho da zeskiñ gerioù).

10 a viz Meurzh - Perenezeg, c’hoariva gallaouek gant daou strollad, “les Picots s’épiqhièllent” ha “les Préchous”, 2e30

Lennadenn diouzh ar mod Kamishibai eus fablennoù Jean de La Fontaine e gallaoueg, gant ar gonterez Armelle Collet :

  • 7 a viz Meurzh, Kez, skolioù kentañ derez
  • 13 a viz Meurzh, Lanreunan, Mediaoueg
  • 20 a viz Meurzh, Plezeved, Levraoueg

16 a viz Meurzh – Sant-Karadeg, C’hoari achap, kavout traoù kuzhet war al lec’h hag ober un heuliad pe ur steudad fiñvadennoù resis (kinniget e vo meur a abadenn un eur dezho da strolladoù etre 4 ha 6 den enno).

« Les caoseries » :

  • 23 a viz Meurzh, Kez, en ostaleri « Mieux Vaut Boire Ici Qu’en Face », 4e30
  • 26 a viz Meurzh, Perenezeg, Café des Sports, 4e30
  • 29 a viz Meurzh, Plougonwaz, AHDOD, 3e

24 a viz Meurzh – Sant-Herve, kontadennoù gallaouek gant Thibault Vadet, konter yaouank anezhañ, Priz du galo 2017, ha Maurice Le Dourneuf

30 a viz Meurzh s - Tremorae, diskoachañ plakennoù warno anvioù gallaouek salioù ar gumun

31 a viz Meurzh - Lanreunan, 24 eurvezh ar gallaoueg. 24 eurvezh-pad e vo skignet sonerezh a vremañ hag abadennoù e gallaoueg gant Billig radio.

Roet e vo plas d’an Arzoù straed er skol Sant-Loeiz-Moñforzh e Kez, lec’h ma vo staliet teir fanell c’hallaouek dindan ar bratell.

Hed-ha-hed ar miz e vo lakaet troioù-lavar gallaouek war wel war ar panelloù niverel e Merdrigneg hag e Plezeved.

 

Ar gevredigezh Bertègn Galèzz (Bro Roazhon)

3 a viz Meurzh - Presperieg, ostaleri “chez Paulette”, digor-kalon kontet ha kanet, adalek 12e

8 a viz Meurzh - Gwizien, ostaleri “l’accueil breton”, beilhadeg kanet ha kontet, 8e30

10 a viz Meurzh - Sant-Merve, Baleadenn kontet en natur, loc’hañ da 2e30 ha da 4e

15 a viz Meurzh - Roazhon, Ti-karter Keryann, emgav evit ober anaoudegezh gant ar gallaoueg, etre 12e ha 2e

16 a viz Meurzh - Bovel, ostaleri “Chez Nanou”, 12 eurvezh ar c’han,

19 a viz Meurzh - Goven, Ti ar retredidi Les Jardins du Pennay, Abadenn kanet ha kontet

22 a viz Meurzh - Beloen, Mediaoueg, ober anaoudegezh gant ar gallaoueg, evit skolidi ar c’hlasoù CM1 ha CM2, gant Jessica Haumont eus ar gevredigezh Chubri

22 a viz Meurzh – Roazhon, Ti-karter Keryann, abadenn kontadennoù en ostaleri gant Jacky Derennes

22 a viz Meurzh - Seizh, ostaleri “la Table de l’Amante verte”, beilhadeg kanet ha kontet, adalek 8e

24 a viz Meurzh - Traoñ Anast, Sinema L’Aurore, Bannadenn-kendiviz “ Lettre à un gallésant”, 3e

28 a viz Meurzh - Gwern-Porc’hoed, Sinema Quai 56, Bannadenn-kendiviz “Voyage en Gallésie”

 

Ar gevredigezh Plum’FM (Bro Ploermael)

5 a viz Meurzh – Serent, abadenn war-eeun ha dirak arvesterien, gant luskerezed ha luskerien an abadenn Galo Nouviao

6 a viz Meurzh – Serent, Kontadenn CORPS-SANS-AME c’hoariet en AHDOD Les deux roches e Serent gant ar gompagnunezh Cariqhelle ; un abadenn c’hallaouek evit an holl

12 a viz Meurzh - Serent, AHDODLes Deux roches ha Skol sonerezh Roazhon, atalier dastum ar glad dre gomz (yezh, kanaouennoù) gant an annezidi, gant ar studierien war ar c’han hengounel eus Skol sonerezh Roazhon. Savet e vo kronikoù hag a vo skignet gant Plum’FM diwar ar pezh a vo bet enrollet en atalier-mañ.

Eus an 18 d’an 31 a viz Meurzh – Skritelloù gallaouek kinniget d’ar stalioù-kenwerzh ha d’an ensavadurioù publik e kumun Serent, skignañ an abadenn Taran e-pad ar marc’had d’ar Merc’her vintin.

 

Ti ar vro - ôtè saint Berieu (Bro Sant-Brieg)

2 a viz Meurzh – Sant-Brieg - Ti ar Vro, l’Ôté – Digoradur an diskouezadeg luc’hskeudennoù « Passeurs de mots, passeurs de vie – Transmettre les langues de Bretagne ». a vez o treuzkas ar glad-se war wel : kelennerien, skolidi, kanerien, konterien, skrivagnerien, luskerien, kerent…

2 a viz Meurzh – Sant-Brieg, Ti ar Vro, l’Ôté - Kan ar Bobl

14 a viz Meurzh – Sant-Brieg, Ti Louis Guilloux – lennadenn divyezhek gallaoueg-galleg – “Histoire de Brigands” – un danevell gant Louis Guilloux

16 a viz Meurzh - Sant-Brieg - Ti ar Vro, l’Ôté  - prezegenn-kaozeadenn teiryezhek - Daniel Giraudon - “l’ome e la béte - An dud hag al loened : pa gomze al loened”

17 a viz Meurzh – Sant-Brieg, sal Lanvealgon – Baleadenn kanet e gallaoueg

17 a viz Meurzh - Sant-Brieg - Ti ar Vro, l’Ôté, Sketchoù ha c’hoariva e gallaoueg gant Qerouézée ha Sterenn ar Goued

23 a viz Meurzh – Sant-Brieg - Ti ar Vro, l’Ôté, estaije ren q’a caozë galo ! gant ar gevredigezh Qerouézée, atalier evit ober gant ar gallaoueg dre ar c’hoari en ur mod pleustrek.

Diorren yezhoù Breizh

Anavezet eo bet ar brezhoneg hag ar gallaoueg gant ar C’huzul-rannvro, en un doare ofisiel, evel yezhoù Breizh istorel e-kichen ar galleg. Da-heul an anaoudegezh-se en deus savet ur steuñv youlek evit saveteiñ, lakaat treuzkas ha diorren anezho. Ar pal eo degas nerzh dezho en-dro ha broudañ an dud d’implijout anezho e kement degouzh a vez.