Sinema
Oberennoù kaer eus Breizh loreet e Festival Etrebroadel ar Filmoù Berr e Clarmont-Ferrand !

Berzh a ra ar filmoù bevaat eus Breizh ! D’ar 7 a viz C’hwevrer e oa aet daou briz hag ur meneg dibar ganto da-geñver 41vet dalc’h festival ar filmoù berr e Clarmont-Ferrand. Grit anaoudegezh ganto !


Ce magnifique gateau - Emma de Swaef et Marc James Roels

Priz meur (live broadel)

Gant ar film berr « Ce magnifique gâteau » sevenet gant Emma de Swaef ha Marc James Roels eo aet ar priz meur el live broadel. Produet eo bet gant Bast Animation Predi Animation ha Vivement Lundi ha sikouret eo bet gant Rannvro Breizh.

Meneg dibar ar juri

Aet ao meneg dibar ar juri SACD (filmoù bevaat gallek) gant Raymonde ou l’évasion verticale, ur film berr sevenet gant Sarah Van Den Boom ha produet gant Papy 3D Productions ha JPL Films gant sikour arc’hant Rannvro Breizh. Ouzhpenn-se emañ ar film-se war ar renk evit ar César er rummad gwellañ film bevaat berr.

Gant ar film-se ivez eo aet priz France Télévision.

Priz Canal +

Gant « Tigre », sevenet gant Delphine Deloget, eo aet priz Canal +. Produet eo bet gant Unité de Production. Roet ez eus bet ur skoazell arc’hant gant ar Rannvro evit sevel ar film-se, da glokaat ar skoazell roet gant Kuzul-departamant Aodoù-an-Arvor, ha degaset ez eus bet ur sikour teknikel gant an ATB ivez.

Ar Rannvro a sikour ar c’hrouiñ war dachenn ar sinema

Ar Rannvro a sikour en un doare youlek ar c’hrouiñ war dachenn ar sinema hag ar c’hleweled, gant he Font skoazell rannvroel d’ar c’hrouiñ filmoù ha kleweled (Fskfk) : ouzhpenn 3 M€ (3 060 500 €) a vez roet gant ar font-se evit sikour ar c’hrouiñ a bep seurt (filmoù hir, filmoù berr, dreist-holl ar filmoù bevaat berr, teulfilmoù). Reiñ a ra an Fskfk skoazelloù da seveniñ, da skrivañ pe da ziorren. Lodennet e oa bet ar budjed evit 2018 etre ar skoazelloù disheñvel-se :

  • Filmoù sinema hir : 1 297 000 € lakaet evit 22 raktres (skrivañ, diorren, seveniñ). 152 000 € well-wazh a vez roet a-fet skoazell da seveniñ.
  • Filmoù sinema berr : 560 000 € lakaet evit 18 raktres. 31 412 € well-wazh a vez roet a-fet skoazell da seveniñ.
  • Teulioù klevet : 700 000 € lakaet (skrivañ, diorren ha seveniñ). 20 942 € well-wazh a vez roet a-fet skoazell da seveniñ.
  • Skinwel : 163 000 € lakaet en holl evit 5 raktres