Strategiezhioù niverel
Rannvro Breizh a laka he roadennoù e kerz an holl !

Gant he forched nevez-flamm eo lodek Rannvro Breizh ent ofisiel e servij publik ar roadennoù. Lakaat a ra he roadennoù e kerz an holl, ar pezh a aesa skignañ hag adimplijout anezho.

Digeriñ hag embann ar roadennoù publik eo mont diouzh ar programm « Gouarn ar roadennoù » er steuñv evit ar cheñchamant niverel gant Rannvro Breizh.
Kavet e vez ar roadennoù-se e pep lec’h, pe e vefent re hollek pe re bersonel. Produet e vezont a-leizh gant ar melestradurezhioù, a zastum un toullad mat anezho digant o implijerien, o c’hevelerien hag ar geodedourien.

Diwar vremañ int lakaet gant Rannvro Breizh e kerz an holl. Evel-se e c’hallo kement den, kevredigezh, strollegezh pe embregerezh zo kaout roadennoù publik abalamour da adimplijout anezho kuit a baeañ.

Un doare dispar eo ar roadennoù evit an neveziñ, evit gwellaat ha treuzfurmiñ ar servijoù publik, se zo kaoz ivez e vezer broudet gant ar Rannvro d’implijout anezho ha da skignañ anezho muioc’h. Fellout a ra dezhi ivez implijout anezho evit priziañ ar politikerezhioù, gwellaat ha sklaeraat an ober publik.

Gwelet ar porched


Tags : Numérique

Publié le


Partagez ce contenu