Divizadoù
Pep tra diwar-benn budjed 2019

D’ar 7 hag 8 a viz C’hwevrer e oa bet votet budjed ar Rannvro evit 2019 gant an 83 a guzulierien-rannvro : 1,55 miliard a euroioù evit kas obererezhioù da benn war an tachennoù bras a zo stag ouzh kefridioù Rannvro Breizh : stummañ, ekonomiezh, treuzdougen, kempenn an tiriad… Adkavit ar pep pennañ eus budjed 2019 hag an holl gendivizoù e video e-barzh bretagne.bzh.


Région Bretagne

Ar pep pennañ eus budjed 2019

An divizadoù e dalc’h ar budjed

Adwelet ar c’hendivizoù e video

Ar rubrikenn budjed 2019

Prezegenn digeriñ ar prezidant

Ar roll-labour berr-ha-berr

Ar c’hwec’h kefridi vras

Kinniget eo budjed ar Rannvro en-dro da c’hwec’h « kefridi a-fet budjed » kement ha diskouez eo savet raktres ar respetad 2016-2021 en-dro da c’hwec’h mennozh politikel youlek evit Breizh.
Kefridi 1 : Evit kempenn ar vro en un doare kempouez hag a zalc’h gant ar genstagded, an efedusted hag ar genskoazell etre an tiriadoù
Kefridi 2 : Evit un ekonomiezh lañs ganti e servij filierennoù kreñv hag a vez krouet postoù labour padus enno
Kefridi 3 : Evit ur stummerezh hag a c’hallo an holl sevel gantañ o hentad dezho war-zu ar barregezhioù hag al labour
Kefridi 4 : Evit aesaat ar fiñvusted a bep seurt e Breizh
Kefridi 5 : Evit ur Rannvro hag a zo gant ar c’hemm ekologel
Kefridi 6 : Evit brud Breizh ha birvilh ar sevenadur enni

Skignet eo an dalc’h war-eeun e-barzh www.bretagne.bzh hag e-barzh Twitter @regionbretagne #DirectCRBZH

Tags : Assemblées

Publié le


Partagez ce contenu