Krouiñ er c’hleweled
Copie de Copie de Ur skoazell gant ar Rannvro d’an amatourien da sevel filmoù

Sikour lakaat krouerien nevez war wel er sinema hag er c’hleweled : sed aze ar pezh a venner ober gant ar « skoazell d’ar programmoù krouiñ a-gevret » nevez-lañset gant Rannvro Breizh evit ar c’hevredigezhioù a brodu filmoù savet gant amatourien. Un doare skoazell nevez hag a arnoder evit harpañ ar c’hrouidigezhioù a bep seurt.


Laëtitia Villemin

E-kichen gennad micherel ar sinema hag ar c’hleweled, a zo diorroet ha frammet mat e Breizh, ez eus un ugent bennak a gevredigezhioù hag a sikour savourien filmoù yaouank, amatourien anezho, en o c’hoant da sevel filmoù en deiz hiziv. N’eo ket ken brudet ar c’hevredigezhioù-se hag ar c’hompagnunezhioù bras, met mennadoù ha c’hoantoù a-leizh o devez ivez. Poan o devez evelkent o vrudañ o filmoù, daoust ma n’eo ket dister o niver (un daou-ugent bennak ar bloaz, war-vete nebeut). Skignet e vezont dre internet dreist-holl. Frankiz o devez ar c’hevredigezhioù-se er pezh a reont : gwelet e vez alies. Met bresk eo stad an arc’hant ganto.

Peogwir a fell da Rannvro Breizh sikour ar filierenn en he fezh, e c’hoanta-hi harpañ bep bloaz mennadoù ar c’hevredigezhioù dibarañ, ar re a zo ar muiañ a startijenn enno. Sed amañ ar pezh a venner ober gant ar « skoazell d’ar programmoù krouiñ a-gevret » a zo bet nevez-lañset : harpañ ar c’hrouidigezhioù a bep seurt, ar grouerien a zo ar pellañ diouzh ar rouedadoù sevenadur boas, hag ar c’henlabour etre an amatourien hag an dud a vicher. Lañset eo bet ar stignad arnodel-se evit ober o c’hoant ouzh oberourien ar gennad-se, diwar o goulenn o-unan. A-benn bloaz e vo priziet, asambles ganto, da c’houzout penaos e c’hallo bezañ gwellaet.

Ret eo lakaat e anv a-raok ar 26 a viz Mae 2017