Trofeoù ar Sport e 2018
Piv eo loreidi trofeoù ar sport e 2018 ?

Er bloaz-mañ c’hoazh ez eus rentet enor gant ar Rannvro d’ar sportourien vreizhat o deus tapet brud er c’henstrivadegoù broadel hag etrebroadel. Sellit ouzh anvioù ar c’hwec’h loread a zo bet enoret !


Région Bretagne

E juri ar bloaz-mañ e oa kuzulierien-rannvro, dileuridi eus Renerezh-rannvro ar Yaouankiz, ar Sport hag ar C’henstag sokial, eus Poellgor-rannvro olimpek ha sportel Breizh, ha kazetennerien. Enoret eo bet ganto ar sportourien o deus degaset brud vat war anv Breizh en un doare kaer e-kerzh ar bloaz-mañ. Renket int bet e 6 rummad : Sportourez ha Sportour ar bloaz, Danvez Kampionez ha Danvez Kampion ar bloaz, ha da ziwezhañ Skipailh Merc’hed ha Skipailh Paotred ar bloaz. Lenaïg Corson, c’hoarierez rugbi e live etrebroadel, a oa oc’h ober evit maeronez abadenn an 29vet trofeoù.

Sellet ouzh an abadenn gant TV Roazhon

An dud war ar renk evit Trofeoù ar Sport e 2018

 

SPORTOUREZ AR BLOAZ : Camille PRIGENT (kanoe-kaiak)
Aude BIANNIC (marc’h-houarn)
Caroline DROUIN (rugbi)


DANVEZ KAMPIONEZ AR BLOAZ : Clara BUREL (tennis)
Marie LE NET (marc’h-houarn)
Cléo RENOU (neuial)


SKIPAILH MERC’HED AR BLOAZ : LANDERNE BREIZH BASKET
BREST BREIZH HANDBALL
RUGBI KLUB BRO BREST

 

SPORTOUR AR BLOAZ : Alan BERROU (boks)
Mathys BOISRAMÉ (marc’h-tan)
Gaël LE BELLEC (duatlon)


DANVEZ KAMPION AR BLOAZ : Yun POULIQUEN (bageal dre lien)
Nicolas GESTIN (kanoe-kaiak)
Manuel GUINARD (tennis)


SKIPAILH PAOTRED AR BLOAZ : REC RUGBI ROAZHON
DOUARNENEZ VALDYS-JD BILHARD
TORIGNEG-FOUILHARZH TENNIS-TAOL


Tags : Sport

Publié le


Partagez ce contenu