Divizadoù
An dalc’h diwar-benn heñchañ budjed 2019 berr-ha-berr

E-kerzh an dalc’h-se o deus kendivizet an dilennidi diwar-benn heñchadurioù pennañ budjed 2019, a vo votet, an eil programm war-lerc’h egile, e miz C’hwevrer 2019. Kendivizet o deus ivez war an 38 pal stag ouzh Breizh COP, aprouet o deus an emglev rannvroel evit lakaat arc’hant er barrekaat hag ar politikerezh nevez evit yezhoù Breizh, ha votet o deus evit an arc’hant a vo lakaet evit al liseoù e 2019-2020... : lennit ar c’hendivizoù hag an divizadoù pennañ e dalc’h miz Kerzu 2018.

élus régionaux en session dans l'hémicycle
L'Oeil de Paco

  • Heñchañ budjed 2019
  • Fiñvusted ar Vretoned yaouank en Europa hag er broioù estren all : ar bilañs hag ar pezh emeur e-sell d’ober
  • Brastres-ren madoù diloc’h al liseoù publik : bilañs 2017-18 ha pelec’h e vo lakaet arc’hant e 2019-2020
  • An Emglev rannvroel evit lakaat arc’hant er barrekaat, evit ar stummañ micherel war-zu ar re yaouank hag an dud dilabour en un doare padus
  • Goproù ar stajidi er stummadurioù dibaouez
  • Emdroadur kartenn ar stummañ micherel evit distro-skol 2019
  • Ar gefridi « heñchañ ha titouriñ war ar micherioù » fiziet er Rannvroioù
  • Breizh COP : aprouiñ an 38 pal deuet war wel diwar ar c’hendivizoù a oa bet e Breizh e 2018
  • Yezhoù Breizh : heñchadurioù pennañ ur politikerezh rannvroel nevez
  • Ur strategiezh nevez gant ar Rannvro evit Renabl ar glad
  • Brexit : stad an traoù ha gwelet peseurt levezon a vo war Vreizh (pesketaerezh, treuzdougen war vor, kenwerzh…)
  • Ar reolennoù evit a sell ouzh an treuzdougen d’ar skolioù

 

Evir gouzout hiroc’h

Divizadoù pennañ an dalc’h
Ar c’hendivizoù e video
Prezegenn ar Prezidant Loïg Chesnais-Girard evit digeriñ an dalc’h

Da welet

Publié le


Partagez ce contenu