26vet Kenstrivadeg rannvroel a skridvarnerezh
10 a liseadezed hag a liseidi loreet evit o skridvarnadennoù

Dek danvez skridvarner a oa bet loreet da-geñver emgavioù broadel Goncourt al liseidi d’an 30 a viz Du. Priziet int bet abalamour d’o labour dielfennañ romantoù hag a oa war ar renk evit ar priz Goncourt. Grit anaoudegezh ganto !


Region Bretagne

Er bloaz-mañ ez eus bet 1 113 a liseadezed hag a liseidi o kinnig o skridoù da juri ar genstrivadeg rannvroel a skridvarnerezh. Dek anezho o deus tennet o spilhenn eus ar c’hoari ha priziet int bet !

Ouzhpenn ugent vloaz zo e vez roet ar prizioù-se gant ar Rannvro da-geñver Emvodoù broadel Goncourt al liseidi. Aozet eo ar genstrivadeg-mañ asambles gant ar gevredigezh “Bruit de lire” evit kinnig d’al liseidi a fell dezho klask skrivañ ur pennad skridvarnerezh dezhañ ur bajennad. Unan eus palioù an darvoud-mañ eo lakaat muioc’h a Vretoned yaouank da gemer perzh er Goncourt. Lakaet e vez an 10 loread e daou rummad : 5 anezho a vez priziet er rummad “Klas Kenstrivadeg skridvarnerien”, hag ar 5 all er rummad “Klas Goncourt” a sell ouzh al liseoù e Frañs a-bezh o deus kemeret perzh evit dilenn Priz Goncourt al liseidi.

 

Al loreidi e 2018

Loreidi ar rummad "Klas Goncourt"

  • 1añ priz - Louise Le Flahec, 1añ L el lise Fulgence-Bienvenüe e Loudieg
    Evit he skridvarnadenn diwar-benn : Ça raconte Sarah gant Pauline Delabroy-Allard
  • 2l priz - Gabriel Gunsett, 1añ S el lise Jules Ferry e Saint-Dié-des-Vosges (Vosges)
    Evit e skridvarnadenn diwar-benn : Leurs enfants après eux gant Nicolas Mathieu
  • 3e priz keit-ha-keit - Tiffany Letienne, 1añ L el lise Fulgence-Bienvenüe e Loudieg
    Evit he skridvarnadenn diwar-benn : Le malheur du bas d’Inès Bayard
  • 3e priz keit-ha-keit - Ange Dumont, en eil klas el lise Chateaubriand e Roazhon
    Evit e skridvarnadenn diwar-benn : Frère d’âme gant David Diop
  • 3e priz keit-ha-keit - Morgane Crozet, en eil klas el lise Chateaubriand e Roazhon
    Evit he skridvarnadenn diwar-benn : Le malheur du bas gant Inès Bayard
  • 1añ priz - Inès Dorval, 1añ ES el Lise Emile Zola e Roazhon
    Evit he skridvarnadenn diwar-benn : L’évangile selon Youri gant Tobie Nathan
  • 2l priz - Lucas Guibert, 1añ L-ES el lise Amiral Ronarc’h e Brest
    Evit e skridvarnadenn diwar-benn : L’hiver du mécontentement gant Thomas B. Reverdy
  • 3e priz - Anaëlle Riviere, 1añ L-ES el lise René Descartes e Roazhon
    Evit he skridvarnadenn diwar-benn : Hôtel Waldheim gant François-Vallejo
  • 4e priz - Anna Chemin, 1añ L el lise Yann-Vari ar Brizh e Douarnenez
    Evit he skridvarnadenn diwar-benn : La vraie vie gant Adeline Dieudonné
  • 5vet priz - Jeanne Gleron, 1añ L el lise Ernest Renan e Sant-Brieg
    Evit he skridvarnadenn diwar-benn : Ça raconte Sarah gant Pauline Delabroy-Allard

Loreidi ar rummad "Klas kenstrivadeg skridvarnerezh"

Publié le


Partagez ce contenu