Glad
Liseidi Breizh o lakaat o liseoù war wel

Er bloaz-mañ o deus bet tro al liseidi da lakaat o liseoù war wel gant ar galv da raktresoù « glad ma lise ». Al liseidi loreet e 2018 a ginnigo o raktresoù e 2019.

Cloître du lycée Bertrand d'Argentré de Vitré
Cloître du lycée Bertrand d'Argentré de Vitré Délia Gaulin-Crespel

Gant ar galv da raktresoù « glad ma lise » e vez pedet al liseidi da gregiñ e-barzh glad hag istor o lise gant ul labour a-unan hag ivez asambles gant ar skipailhoù kelenn ha buhez skol abalamour da lakaat anaout gwelloc’h o lise, koulz en o c’hornad hag en akademiezh a-bezh.

Daou bal zo a-fet pedagogiezh : ober anaoudegezh gant istor o lise en ur implijout doareoù klask hag enklask diwar furchal en dielloù hag el levrioù, dastum testenioù. Da-heul al labour enklask-se en em gaver gant ur maread kendivizout ma ranko al liseidi soñjal en doare ma vo kinniget o enklaskoù ganto : un diskouezadeg pe ur gazetenn, lakaomp. Kinniget e vo ar raktresoù da-geñver Devezhioù europat ar glad e 2019, pa vo digor al liseoù d’ar weladennerien.

Kaset eo ar stignad-mañ da benn gant Akademiezh Roazhon, Rannvro Breizh ha Renerezh-rannvro an aferioù sevenadurel e Breizh, keñver-ha-keñver gant ar c’houlzad renabliñ tematek « liseoù Breizh », kaset da benn er mareoù-mañ gant Servij Renabliñ ar glad sevenadurel. Diazezet eo ar galv da raktresoù-mañ war ar stignad rannvroel Karta, ha kinniget e vo adarre e 2019 ha 2020.

Al liseoù loreet e 2018 :

  • Al liseoù Kerraoul e Pempoull, Renan e Sant-Brieg ha Savina e Landreger (Aodoù-an-Arvor)
  • Al liseoù Bro-Leon e Landivizio, Brizeug e Kemper ha Roz Glas e Kemperle (Penn-ar-Bed)
  • Al lise Beltram Argantred e Gwitreg (Il-ha-Gwilen)
  • Al liseoù Breselien e Gwern-Porc’hoed ha Loth e Pondi (Mor-Bihan)

Tags : lycées Patrimoine

Publié le


Partagez ce contenu