Etrebroadel
Breizh ha Shandong a ya pelloc’h gant o c’henober

Mont pelloc’h gant ar pezh a vez graet ha mont war dachennoù obererezh nevez : sed aze pal an emglev kenober nevez sinet etre prezidant Rannvro Breizh, Loïg Chesnais-Girard, ha gouarnour ar rannvro sinaat Shandong Gong Zheng, a zo e Breizh hiziv, d’an 8 a viz Du.


Jean-Louis Aubert

N’eo ket un dra nevez ar c’henober etre Breizh ha Shandong, a zo ur rannvro bras-tre e biz Sina, troet war al labour-douar hag ar mor : kadarnaet e oa bet o darempredoù tri bloaz ha tregont zo ! Abaoe int aet war greskiñ, dreist-holl war an dachenn ekonomikel. E-kerzh ur veaj en Europa gant dileuridi all niverus d’e heul eo chomet gouarnour Shandong Gong Zhen d’ober un ehan e Roazhon. An digarez da welet pelec’h emeur en em gavet gant ar c’henober etrerannvroel hag ar pezh emeur e-sell d’ober. Ouzhpenn-se, e vad a ray ar bodad Sineiz eus ar veaj-se evit kas gouzout hiroc’h war an industriezhioù niverel e Breizh, dreist-holl war dachenn al labour-douar hag industriezh ar boued.

Un emglev kenober nevez

Sinet e vo un emglev kenober nevez evit startaat an darempredoù Breizh-Shandong war an dachenn ekonomikel ha broudañ an embregerezhioù, re an eil bro hag eben, da lakaat arc’hant. E-sell emañ an div rannvro ivez da ziorren an eskemmoù studierien ha klaskerien war dachenn an niverel, an energiezhioù nevez, an endro hag ar stourm evit talañ ouzh ar cheñchamant hin, peogwir e heuilh Breizh ha Shandong engouestloù ar C’hop 21 war an hin.

Kenlabourat a ra Breizh gant rannvroioù all er bed 

Evit digeriñ muioc’h Breizh war-zu ar broioù estren e vez kaset, gant ar Rannvro, ur politikerezh kenoberoù pleustrek asambles gant rannvroioù all en Europa (Kembre, Wielkopolska e Polonia) hag er bed (Shandong, Haiti ha Burkina Faso). Ar c’henoberoù-se a dalvez sevel oberoù boutin war dachenn an ekonomiezh, ar stummañ, ar sevenadur hag an endro. Graet e vezont da-geñver emglevioù kenober war hir dermen pe evit un obererezh resis : an diorren padus, ar cheñchamant hin… Kemer perzh a ra Rannvro Breizh e meur a rouedad europat pe bedel.

Programm gweladenn an dileuridi sinaat

  • Diouzh ar beure en Ostel Courcy
    11 e : kinnig ar programm AGRETIC (niverelaat al labour-douar hag industriezh ar boued) d’an dileuridi gant Breizh Diorren Neveziñ
    12 e : sinañ un emglev kenober kreñvaet gant Loïg Chesnais-Girard, Prezidant Rannvro Breizh, ha Gong Zheng, Gouarnour ar rannvro sinaat Shandong.
  • An endervezh er Mabilay
    Degemeret e vo an dileuridi sinaat er Mabilay evit gweladenniñ ar Pool hag ober anaoudegezh gant French Tech Roazhon-Sant-Maloù, kinniget gant Stanislas Hintzy, ar rener.