Sikour krouidigezhioù
7vet kentstrivadeg Estran : embannet eo anvioù al loreidi evit 2018

Skoazellet e vez ar stignad Estran gant Rannvro Breizh ha kaset e vez en-dro gant Filmoù e Breizh. Kinnig a reer gantañ da bevar aozer-realizatour yaouank ha da bevar froduer nevez war ar vicher kaout ur stummadur e-pad 18 miz. E-kerzh Festival europat ar filmoù berr, e Brest, e oa bet embannet ent ofisiel anvioù al loreidi.

Tournage d'un film en Bretagne
Zelig Films Distribution - Région Bretagne

Dibabet ez eus bet pevar loread gant Estran 2018 : raktresoù ar 4 aozer dibabet (diwar ur c’hant den bennak hag a oa war ar renk) a vo sikouret gant 4 froduer nevez (dibabet ivez dre ur galv da vont war ar renk).

Graet eo ar stignad sikour krouidigezhioù Estran (kenurzhiet gant Filmoù e Breizh ha skoazellet, evit ul lodenn vras, gant Rannvro Breizh) evit diguzhañ krouerien yaouank danvez ganto, deuet eus meteier disheñvel, ha stummañ anezho dre un hentad stummañ micherel. Skoazellet e vez an daouadoù aozer/produer gant produerezed ha produerien arroutet eus Breizh da sevel o film faltazi berr kentañ, pe an eil.

Triwec’h miz e pado ar skoazell-se a oa bet lañset ent ofisiel e-kerzh ar festival e Brest pa oa bet embannet anvioù an daouadoù evit 2018 d’ar Sadorn 10 a viz Du.

An nevezintioù e 2018 

  • Digoret eo bet ar genstrivadeg da dud nevez, e-maez ar stummadurioù boas war ar sinema.
  • Hed-ha-hed ar c’houlzad sikour e vo muioc’h a voduloù stummañ war micherioù ar seveniñ filmoù gant ul lodenn hag a sello ouzh prientiñ ar filmañ, al leurennañ ha ren an aktored.
  • Lakaet e vo ar senario e-kreiz ar jeu gant ul labour war ostilhoù an dramaouriezh e-barzh ar steuñv stummañ hag ur gensavenn gouestlet d’ar skrivañ, d’ar senarierien da lakaat o soñjoù keñver-ha-keñver.
  • Roet e vo muioc’h a bouez d’ar broduerien er c’houlzad krouiñ.

Al loreidi e 2018

  • Bertand Basset evit e raktres J’ARRIVE ha Matthieu Guingouain - ABORDAGE FILM
  • David Brunet evit e raktres LA GRANDE TACHE ROUGE ha Jules Raillard - LES FILMS DE RITA ET MARCEL
  • Pierre-Alphonse Hamann evit e raktres STELO ha Caroline Versal - TITA B PRODUCTIONS
  • Théo Jourdain evit e raktres MAB AN TARZ ha Stephen Seznec - NATIONALE 12

Evit gouzout hiroc’h war al loreidi hag o raktresoù : lenn teuliad kelaouiñ Filmoù e Breizh.

Tags : cinéma Formation

Publié le


Partagez ce contenu