Bageerezh-dre-lien
Ur skiper nevez Diwanat Breizh – CMB !

Er sizhun-mañ eo bet an tri den a oa war ar renk e gourfenn an Daeadeg Diwanat Breizh – Kef Kengredit Breizh o kevezañ en o unan e bourzh pep a Figaro Bénéteau. An disoc’h : Tom Laperche a vo Skiper Diwanat e-pad daou vloaz evit Filierenn Gwellentez ar redadegoù en donvor.

Tom Laperche, ar skiper Diwanat nevez evit daou vloaz © Martin Viezzer
Tom Laperche, ar skiper Diwanat nevez evit daou vloaz © Martin Viezzer Martin Viezzer

Ur vag, ur gopr, ur budjed mont en-dro abalamour da vont war ar renk e rouedad Kampionad Frañs Kentañ Troc’h Kentañ ar Redadegoù en Donvor ha mont e-barzh Pol Penn-ar-Bed ar Redadegoù en Donvor… sed aze ar pezh a zo bet gounezet gant Tom Laperche, ar skiper Diwanat nevez e-pad an daou vloaz da zont evit Daeadeg Diwanat Breizh – CMB.

Aet eo ar maout gantañ, hag eñ 21 bloaz hepken, e c’hwec’h redadeg diwar an nav a oa bet e-kerzh ar pemp devezh kevezañ diwezhañ. Dalc’het e vez ar redadegoù dindan a bep seurt amzer hag e lec’hioù a bep seurt. « Kalz a skiant-prenet en deus Tom dija evit a sell ouzh bageal er c’heinvor hag eñ yaouank, eme Christian Le Pape, Rener Pol Penn-ar-Bed ar Redadegoù en Donvor, ur redadeg treuzatlantel Jacques Vabre daou-ha-daou e Class40 hag un dreizhadeg atlantel war ur c’hatamaran asambles gant e familh ». Evit poent eo aotreed en SNBSM, en Il-ha-Gwilen.

Un trec’h dleet mat dezhañ

« Degouezhout mat a ra pep tra rak, tra m’emaon oc’h echuiñ gant ma stummadur evit mont da ijinour, emaon oc’h en em brientiñ diwar neuze da vont e-barzh ar skol wellañ ma’z eus evit ar redadegoù en donvor. Un dra dreist eo ha kontant on da zeskiñ ar vicher war rouedad ar redadegoù Figaro Bénéteau, a zo diaes-kenañ, eme an danvez skiper yaouank. Mont ar pellañ ma c’hallin, dreist ma barregezhioù… traoù seurt-se a vroud ac’hanon pell zo hag ur marzh eo kaout ar chañs da ober gant binvioù a-zoare ha gant an dud a sikour a zeu d’o heul », a lavar Tom ouzhpenn, evit komz eus Pol Penn-ar-Bed ar Redadegoù en Donvor.

Ur filierenn gwellentez evit ar redadegoù en donvor

Krouet eo bet filierenn gwellentez ar redadegoù en donvor Breizh-Kef kengredit gant Rannvro Breizh ha Kef kengredit Breizh (a zo e-barzh ar jeu e bed ar bageerezh-dre-lien un toullad mat a vloavezhioù zo). Kinnig a reer ganti da skiperien yaouank kaout ur stummadur micherel evit ar redadegoù en donvor war ul live uhel, ar pezh na gaver ket e lec’h all, evel skiper diwanat, skiper kur ha skiper kentañ troc’h.

Tags : Sport Nautisme Mer

Publié le


Partagez ce contenu