Divizadoù
Dalc’h an 18 a viz Here berr-ha-berr

Kempenn porzh Brest abalamour da zegemer an industriezhioù-mor kentañ, adingalañ termenva karrlistri Sant-Maloù, politikerezh ar Rannvro evit an ingalded maouezed-gwazed, ur skoazell nevez d’an dud a zo er stummadurioù dibaouez... : gwelet a reot divizadoù pennañ ha kendivizoù an dalc’h diwezhañ er C’huzul-rannvro.

Ar pep pouezusañ eus an dalc’h

Divizadoù pennañ an dalc’h

Prezegenn ar Prezidant Loïg Chesnais-Girard evit digeriñ an dalc’h

Videoioù ar c’hendivizoù

Al live-tweet e-barzh Twitter gant an hashtag #DirectCRBZH

Ar roll-labour berr-ha-berr

  • Luskañ eil koulzad ar raktres evit diorren porzh Brest, kregiñ gant al labourioù eus tu ar mor ha sevel an eil kae gouestlet d’an energiezhioù-mor nevezadus (EMR).
  • Ur mont en-dro nevez evit porzh Brest, gant krouidigezh ur « c’hevredad porzh » evit ober war-dro kement a sell ouzh an diorren ekonomikel.
  • Kregiñ da vodernaat termenva karrlistri Sant-Maloù, ar Rannvro eo a vo mestr an oberiadur evit kreñvaat ekonomiezh ar porzh-kenwerzh.
  • Politikerezh ar Rannvro evit an ingalded maouezed-gwazed hag aprouiñ ur sturfollenn bleustrek, gant efedoù hag a vo gallet muzuliañ war an holl bolitikerezhioù kaset gant ar Rannvro.
  • Emdroadur an diarbennoù evit sikour ar stajidi er stummadurioù dibaouez
  • Divizad daskemm ar budjed (DM) niv. 2 evit budjed 2018

Tags : Assemblée

Publié le


Partagez ce contenu