1 538 milion a euroioù. Sed aze ar budjed e 2018, an hini kentañ a gemer kefridioù nevez ar Rannvro e kont : an treuzdougen d’ar skolioù hag etre kêrioù, al linennoù mor, sikour ar grouerien embregerezhioù, heñchañ an dud e bed ar studioù ha sikour anezho da gavout o flas er gevredigezh… En un endro hag a vez o telc’her cheñch abalamour d’ar pezh a dremen er bed hag ivez d’an adreizhoù lusket gant ar Stad hag o deus kalz a levezon war barregezhioù ha peadra ar strollegezhioù, e tiskouez ar C’huzul-rannvro, gant e vudjed e 2018, penaos e kred ez eo talvoudus an obererezh publik. En enep d’ar pezh a glever er mareoù-mañ diwar-benn an dispignoù publik hag a vefe direizh dre ret pe evit kavout abeg en oberoù reoliñ, hanterouriñ, skoazellañ evit a sell ouzh ar galloud publik, gant budjed ar Rannvro e 2018 e vez lakaet war wel e talc’h ar Rannvro d’he fromesaoù hag emañ o lakaat ar pouez war an oberoù nes evit prientiñ amzer-da-zont Breizh.

Ar budjed evit pep kefridi

 Budget 2018 par missions BZH Ok

War ur budjed 1 538 M€ ez a 41,8 % gant an deskadurezh hag ar stummañ, 26,1% gant an treuzdougen ha 12,8% gant an neveziñ, an ekonomiezh, al labour-douar hag ar mor. E-touez an dispignoù a zo kemeret e kont emañ goproù an dud karget eus ar politikerezhioù-se hag ar frejoù mont en-dro a ya da-heul.

Ur framm budjed stabil hag a ya diouzh an ezhommoù

Delc’her a ra ar Rannvro neuze da lakaat he raktres da dalvezout en un doare tost ouzh an dud bepred. Selaou a ra ar Rannvro ar pezh emañ tud Breizh o c’hortoz en ur genlabourat gant an tiriadoù, e-giz-se e wel mat ez eo ret delc’her ha mont pelloc’h gant un obererezh publik sklaer hag efedus. Diwar se, an oberoù fetis en hec’h holl gefridioù : diwar vremañ e ra war-dro kas tost da 170 000 a veajourien bemdez, skoazellañ an tiriadoù en o raktresoù diorren, kinnig servijoù d’an embregerezhioù diouzh o ezhommoù, adwelet an hentadoù stummañ en un doare hag a zalc’h kont eus ezhommoù pep den, d’an holl da adkavout ul labour, ha sikour a ra an touristerezh, ar sevenadur hag ar sport abalamour da zelc’her da vat gant ar genskoazell sokial.
Lakaat a ra ar Rannvro ouzhpenn 519 milion a euroioù, rak-se e talc’h gant lusk he Steuñv Postañ Liesvloaziek (lakaat arc’hant evit an hentoù-houarn, staliañ gwiennoù optikel, pourchas ostilhoù d’al liseoù hag ober labourioù enno) ha war un dro e chom mestr war an dispignoù mont en-dro. Gant ur strategiezh a-fet arc’hant diehan ha mestroniet a-hed an amzer, e fell dezhi profitañ eus kement pleg mat evit prientiñ atav amzer-da-zont Breizh.

 

Ar 6 kefridi e budjed 2018

Ar bujed kentañ evit 2018
Ar budjed kentañ klok evit 2018

Kefridi 1 : evit kempenn ar vro en ur mod kempouez hag a zalc’h gant ar c’henstag, an efedusted hag ar genskoazell etre an tiriadoù
Pellgargañ an danevell

Kefridi 2 : evit un ekonomiezh lusk ganti e servij filierennoù kreñv hag a grou postoù labour padus
Pellgargañ an danevell

Kefridi 3 : evit ur stummerezh hag a c’hallo an holl sevel gantañ o hentad dezho war-zu ar barregezhioù hag al labour
Pellgargañ an danevell

Kefridi 4 : evit aesaat ar fiñvusted a bep seurt e Breizh
Pellgargañ an danevell

Kefridi 5 : evit ur Rannvro hag a zo krog gant ar c’hemm ekologel
Pellgargañ an danevell

Kefridi 6 : evit brud Breizh ha birvilh ar sevenadur enni
Pellgargañ an danevell

Font merañ ar c’hredadoù europat
Pellgargañ an teul

Dispignoù all
Pellgargañ an teul

An titouroù pouezusañ
Ar pep pouezusañ da c’houzout war ar budjed e 2018

 

Gounidoù hag a vez o cheñch atav

Budget 2018 Recettes BZH OK

 

An delladurezh treuzkaset gant ar Stad a ya d’ober bremañ 58% eus ar gounidoù, peogwir e vez roet ul lodenn eus an TGO d’ar Rannvroioù evit digoll anezho eus an debarzhadur hollek mont en-dro a zo bet lamet.
An delladurezh gant galloud war ar feur ned a d’ober nemet 14% eus gounidoù ar Rannvro.
Lodenn kredadoù ar Stad en holl ned eont mui d’ober nemet 7% eus ar gounidoù e 2018 pa’z aent d’ober 18% e 2017 ha 24% e 2016.


Modifié le


Partagez ce contenu